27/01/2009

Haïkuioù niverenn 17

Setu un aridennad haïkuioù nevez, atav bet skrivet e 2006, deiz-ha-deiz...

Garvig
Doc'h he chupenn
Anvet ivez karantez
Garvig (Galium aparine, gaillet gratteron) 15 04 06

Heolig gwenn
Ha pabored evit lakaat
Ar porzh da vousc'hoarzhin doc'hti
Sant Sten, 15 04 06

Kein an dosenn
Burzhud
E-mesk an tosennoù
Un dosenn veurdezus e Penn-ar-bed, 14 04 2006

Milin vihan é troiñ
Ha tren eürus
Etre ma daouarn nevez
c'hoari get ur vleunienn pervañch + divinet e vehe arruet un tren àr bont Toull er goug, 15 04 06

Diskouez
Ur wezenn
En tu-hont da…
E-tal an ospital, diskouez ar binenn Monterey, An Alre, 15 04 2006

Pin a bep tu
Glas àr gris
Un nebeut deizioù c'hoazh
N'eus ket c'hoazh del er gwez, oto etre Lanngroaz (La vraie-Croix) ha Brec'h, 16 04 2006

An Oriant
He minc'hoarzh e kreiz
Hag e neptu
Tremen dre an Oriant evit monet da Vrigneau, soñjal enni, 17 04 2006

Skraviged en aber
Ur splouf ! joaius
Em beg-me
Aber Merrien, 6 eur goude merenn, 17 04 2006

Ar gambr
Klevet vez
Kan ar fenestr digor
Noz, An Arvor, 18 04 2006

Liv an enderv-noz àr Groe
Morvran, goelan, tour-tan,
Distag en aer fresk
An Arvor, 18 04 2006

Addizoleiñ ur binenn
Da heul belost melen
Ar gazeg-koad
E-tal Amzer-Nevez, 5 eur d'enderv, 19 04 2006

Ecrire un commentaire