29/01/2009

Haïkuioù niverenn 18

Setu ni arru e miz Ebrel... pell omp c'hoazh ag an hanter... met derc'hel a raomp, gredus...

Faw a bep tu
Ur c'hastell er penn arall
Ha kevrin ur vaouez e-taldin
E-tal an Oriant, 19 04 2006

Gwez an nevez-hañv
Hag he dremm diasur
From ha from
Plañvour, 19 04 2006

An didrouz spis
Goude kriadenn
Ar goelan
Kentel yoga, an Oriant, 20 04 2006

Dre ar c'hoad
Nijadennoù
Del faw nevez
An Ter, eil tro-vale geti, 20 04 2006

Div galon tost
Ur wareg-dilhad
En halegenn
20 04 2006

Linennoù ankouaet
En oabl teñval
Liv an arneñv
Brec'h, enderv-noz, 21 04 2006

E-touezh an toennoù arall
Ruz ha tort
E-dan an tommzer nevez
An Alre, kreisteiz, amzer gaer, 22 04 2006

Livioù dic'hortoz ur vuoc'hig-Doue
Hanterouriezh
Ar selloù karantez
Kemperle, 22 04 2006

Ilizig fin
Ar glav
Sonn tro-ha-tro
Iliz Sant-Hern, kreisteiz, 23 04 2006

Del ur gistinenn-spagn vihan
Gleb un tammig
Ma fas skuizh er geot é sellet doc'hte
Serr-noz, Brec’h, 23 04 2006

Buhez, buhez !
Dimeurzh zo du-hont
Da c'hortoz, heol pe glav
23 04 2006

Du ha fetis
Ur vran difonn
En natur gris ha glas
Brec’h, da vitin, 24 04 2006

Ecrire un commentaire