25/02/2009
Skav-gwrac'h, pabored ha gwelani
Pasapl a draoù da lâret hiniv get un devezh ker brav. Da vitin, moualc'h, savelleg, torig-ruz, pennglaouig bras a gan a-zevri.
Da zanderv, un droiad en-dro da lenn an Ter. Krog eo an haleg da ziskouez o bleu gloanek un disterañ. Ur radellad goelani, get ur c'houblad goelani bras (goéland marin), goelaniged maskl du, hag an hanter anezhe just a-walc'h o deus bremañ o maskl du evit amzer an hañv hag ar garantez. Ivez ur goelan gris ag ar c'hreisteiz (goéland leucophée); ar wezh kentañ din gwelet unan hep douetañs èl-se. Memes tra èl ar goelan gris-ni met get pavioù melen ! Int a vev kentoc'h àr vord ar mor kreizdouarel.
Un tamm diwezhatoc'h, setu skav-gwrac'h "saccharinum" é komañs bout e bleuñv; ar re-se g'o brinkier hir ha moan a zo gwez plantet. Ag ar Stadoù Unanet e taont, hañval genin. Er barroù, ur vandennad pabored é kas ur vrumenn, èl ma lâront e Brec'h, da lâret eo é kaniñ a-bouez-penn.
Traoù arall c'hoazh met n'em eus ket amzer da skriv hiroc'h bremañ !!
Gouelan gris ar c'hreisteiz

Gouelan bras
18:36 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note









Ecrire un commentaire