28/02/2009
Haïkuioù niverenn 21
Kogus gris
A-dreist ar stêr
Ur banneig heol evit he fenn
bank e-tal pont bras Sant-Sten, 16 05 2006
Pobl ar moustiked
Dre zan ar brousgwez
Trec'het omp
E Landaol, d'enderv, 17 05 2006
Ur goelan bennak
Divaskell bras en o mesk
Ur gerc'heiz e kreiskêr
Gwened, mintin, 18 05 2006
Un avel da zañsal
Kogus foll
O blev gwenn en heol dous
Santadur é tonet er-maez, Brec’h, 18 05 2006
Du lufrus
Glav bras er park
Bran walc'het
Brec'h, ag an oto, enderv, 19 05 2006
Dre an nor e daou damm
Glav ha gouiltron
Gwezenn giriz hejet-dihejet
Brec'h, tolp er vourc’h, glav bras er maez, 19 05 2006
Beuzet ma fenn
E kreskañs ar geot
Avel ha trouz ar grilhed
5 eur goude merenn, jardrin, Brec’h, 20 05 2006
Kant ha kant rummad kelion bras
Pep unan d'e dro, eveldomp-ni
Benniget get n'ouier ket piv
Calliphora, 5 eur goude merenn, jardrin, Brec’h, 20 05 2006
Un haïku a varv
An arall a za àr-wel
Heol àr-dreñv ma c'hein
Brec’h, hent da Landaol, àr-droad, 21 05 2006
Ur bitrak raoskl
Klevet en-dro àr ma hent
Kan bihan en avel
Klevet am boa ar bitrak-se é vonet, hag é tonet en-dro em boa klevet ivez hep sellet, Brec’h, 21 05 2006
Tri glaouer bras
Tost d'ar prad
Atav en avel divent
Martinets, Brec’h, hent da Landaol, 21 05 2006
Dre doull ar c’hodell
Liv orañjez àr da fas
Teltenn ar vantell
Plañvour, 5eur30 d'enderv, 22 05 2006
08:15 Publié dans Haïkuioù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : haïkuioù, barzhoneg, poésie









Ecrire un commentaire