28/02/2009
Haïkuioù niverenn 21
Kogus gris
A-dreist ar stêr
Ur banneig heol evit he fenn
bank e-tal pont bras Sant-Sten, 16 05 2006
Pobl ar moustiked
Dre zan ar brousgwez
Trec'het omp
E Landaol, d'enderv, 17 05 2006
Ur goelan bennak
Divaskell bras en o mesk
Ur gerc'heiz e kreiskêr
Gwened, mintin, 18 05 2006
Un avel da zañsal
Kogus foll
O blev gwenn en heol dous
Santadur é tonet er-maez, Brec’h, 18 05 2006
Du lufrus
Glav bras er park
Bran walc'het
Brec'h, ag an oto, enderv, 19 05 2006
Dre an nor e daou damm
Glav ha gouiltron
Gwezenn giriz hejet-dihejet
Brec'h, tolp er vourc’h, glav bras er maez, 19 05 2006
Beuzet ma fenn
E kreskañs ar geot
Avel ha trouz ar grilhed
5 eur goude merenn, jardrin, Brec’h, 20 05 2006
Kant ha kant rummad kelion bras
Pep unan d'e dro, eveldomp-ni
Benniget get n'ouier ket piv
Calliphora, 5 eur goude merenn, jardrin, Brec’h, 20 05 2006
Un haïku a varv
An arall a za àr-wel
Heol àr-dreñv ma c'hein
Brec’h, hent da Landaol, àr-droad, 21 05 2006
Ur bitrak raoskl
Klevet en-dro àr ma hent
Kan bihan en avel
Klevet am boa ar bitrak-se é vonet, hag é tonet en-dro em boa klevet ivez hep sellet, Brec’h, 21 05 2006
Tri glaouer bras
Tost d'ar prad
Atav en avel divent
Martinets, Brec’h, hent da Landaol, 21 05 2006
Dre doull ar c’hodell
Liv orañjez àr da fas
Teltenn ar vantell
Plañvour, 5eur30 d'enderv, 22 05 2006
08:15 Publié dans Haïkuioù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : haïkuioù, barzhoneg, poésie
27/02/2009
boketoù-laezh
Un tamm tro edan an heol amiapl; edan ur wezenn, kaoc'h evned: un neizh a vehe edan bout savet ? Pellikoc'h e welan arre boketoù sklaer vihan, tostaat a ran betak beuziñ er liv melen flamm, get son ar puig chip-chap àr-dreñv. Ar gwez pupli a seblant bout é prientiñ o broñs. Sellet a ran doc'h kravoù violet an drez e-mesk lien an natur. O, du-hont, ar liv melen sklaer-se... ar boketoù-laezh zo arruet ! Moarvat int bet plantet get an dud un deiz bennak, kar en o mesk eh eus re violet sklaer ivez.
Un tamm nevez-hañv seder da dañva, get redadegoù ar c'hevnid etre ho treid, evel bep gwezh mand eo brav an amzer er prantad-mañ.

Boketoù-laezh (primevère)
13:02 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : nevez-hañv, natur, primevère, boketoù-laezh
26/02/2009
Trist an tre !
Hiniv em eus bet an tu d'en em gavout e-tal ar mor, da eur an tre... komañs a ran kompren (met difonn on !) n'eo ket an tre ar momant gwellañ evit gwelet evned-mor !
Kroget em eus get tadorned: o gwelet a raen a-ziàr lein met pa oan tostaet, a-dreist d'ar lec'hideg, e oant aet kuit !
Memp traoù un tamm goude get gouelani bet gwelet ag an tevenn. Ledan oa an draezhenn ha pa 'm eus klasket tostaat o deus ma gwelet ha setu int é nijal kuit ! Pa vehe bet lan ar mor e vehe bet ret dezhe chom tostoc'h doc'h an tevenn ha gellet em behe sellet doc'hte, kuzhet e-mesk geot an tevenn... Hama, brav oa ur sort, get heol brumennek ar mintin ! Met yen ha-razh, me 'lâr deoc'h !!

Un tadorn roueel... é nijal kuit ! (tadorne de Belon)
18:57 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : tadorn, gouelan
25/02/2009
Skav-gwrac'h, pabored ha gwelani
Pasapl a draoù da lâret hiniv get un devezh ker brav. Da vitin, moualc'h, savelleg, torig-ruz, pennglaouig bras a gan a-zevri.
Da zanderv, un droiad en-dro da lenn an Ter. Krog eo an haleg da ziskouez o bleu gloanek un disterañ. Ur radellad goelani, get ur c'houblad goelani bras (goéland marin), goelaniged maskl du, hag an hanter anezhe just a-walc'h o deus bremañ o maskl du evit amzer an hañv hag ar garantez. Ivez ur goelan gris ag ar c'hreisteiz (goéland leucophée); ar wezh kentañ din gwelet unan hep douetañs èl-se. Memes tra èl ar goelan gris-ni met get pavioù melen ! Int a vev kentoc'h àr vord ar mor kreizdouarel.
Un tamm diwezhatoc'h, setu skav-gwrac'h "saccharinum" é komañs bout e bleuñv; ar re-se g'o brinkier hir ha moan a zo gwez plantet. Ag ar Stadoù Unanet e taont, hañval genin. Er barroù, ur vandennad pabored é kas ur vrumenn, èl ma lâront e Brec'h, da lâret eo é kaniñ a-bouez-penn.
Traoù arall c'hoazh met n'em eus ket amzer da skriv hiroc'h bremañ !!
Gouelan gris ar c'hreisteiz

Gouelan bras
18:36 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
An Houad a ya un tamm a-dreuz
Bourriñ a ran bras ag ar C'hanard Enchaîné, dreist-holl er prantad-mañ ma ta da vout pouezusoc'h er lenn. Met amañ n'on ket a-du...
Sachet eo bet ma selloù get ar ger "gallo" en ur pennad en "Houad hualet" er bajenn ziwezhañ ha setu ar pezh am eus lennet:
Au nombre des 2 500 langues "en danger" de par le vaste monde, l'Unesco («Le Monde», 19/2) en a répertorié 26 en France, dont certaines tiennent surtout du patois: le gallo, le normand, le limousin, etc.
Sans oublier, en politique, le parler-vrai et le parler-clair.
Notennit an "etc." ! N'o deus ket kredet komz ag ar "picard", nag ag ar "provençal" ? Ha perak pas an euskareg, ar brezhoneg, ar c'hreoleg ??????
N'eo ket posupl alkent !!
12:55 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : canard enchaîné
24/02/2009
devezh gris ha kraperig
Setu kollet ar pennad am boa skrivet !!
Hiniv, bet c'hoariet get an urzhiataer (allas !) a-ziàr an natur... un c'hoari evit deskiñ kontiñ evned (rekis e vez gwezh-a-vez: http://alsace.lpo.fr/Jeux/Comptage/Comptage.php), ur c'hwizz (komzet em boa anezhoñ) diàr fotoioù...
met bet on er-maez ur seurt. Pas forzh a valeadenn, get an amzer gris-mañ. Just gwelet ar sklaerig é tigor, ur c'hraperig... é krapout doc'h ur wezenn; n'eo ket achu get ar bleuñv kenaou...
Ha setu evit an devezh gris-mañ... klevet a reer liesoc'h-lies ar pign-pign hag ar vouialc'h é kaniñ !!

Ar c'hraperig (grimpereau des jardins)
21:21 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : kraperig, grimpereau, sklaerig, ficaire, quizz, kwizz
Haïkus n°10
Horloge des oiseaux
Sur les sentiers
De l'indicible
Le temps qui passe est indiqué par les chants d'oiseaux, 25 04 2006
Grandes ailes
Dans le berceau du pin
Vu depuis le lit du sol
2 buses, 20h00, vues depuis le sol du bois, Ploemeur, 28 04 2006
Amie entends-tu
Le vol blanc
Des holostées d'avril ?
Bois, Ploemeur, 28 04 2006
Ce rideau où est ma joue
N'est hélas pas ta peau
Ma douce
Train vers Nîmes, 29 04 2006
La ronce, une fois encore
Rhabille ses bonds
De vert
Train vers Nîmes, 29 04 2006
Le train
Par champs et bois
Prolongé comme une caresse lente
Train vers Nîmes, matin, 29 04 2006
Quel anthropocentrisme !
Ce sont les trains
Qui regardent passer les vaches, en fait
Train vers Nîmes, 29 04 2006
Bribes de haïkus
En arrière-plan
Du brinquebalement du train
Train vers Nîmes, 29 04 2006
Les pétales des jonquilles
S'emmoulinent
Jaunes sur le pré humide
Cévennes, 30 04 2006
La fourrure de la montagne
L'Aigoual et le Lozère
Te l'offrir a-t-il un sens ?
Cévennes, 1 05 2006
Chemin par les rocs
Saluons les épines
De la salsepareille
Chemin près de Mouillères, 3 05 2006
08:49 Publié dans Haïkuioù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : haïku, poésie, barzhoniezh, brezhoneg, meurzh, heol, soleil
Bev hiniv, marv arc'hoazh
Kas a ran deoc'h un notennig àr un droienn forzh brav am eus desket em bro, e-kostez Pleuwigner da skouer: "Bev hiniv, marv arc'hoazh"
Ur gentel filozofiezh un tamm kriz, met geti braventez ar wirionez; ar pezh a gavan brav dreist-holl eo ar feson mand eo renket ar soniadoù a-barzh... pa vez distaget e ra "Biù hiniù, marù arhoah". A fed ar vogalennoù e kaver i, i, i / a, a, a hag a-fed hanter-gensonennoù e kaver ar "ù" teir gwezh, ha peder gwezh ma asantomp lakaat a-barzh ar son e-raok an a diwezhañ e "arc'hoazh"
Na pezh ur barzhoniezh !
Setu, un den pa glev an dra-se evit ar wezh kentañ a zo merket get ar pezh a dalv, met an traoù-se a za aesoc'h en e spered en arbenn ag ar sonioù souezhus-se.
Bihan ar frazenn, met un trezol deomp-ni ur sort !!
08:42 Publié dans Brezhoneg c'hwek | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : brezhoneg, filozofiezh, barzhoniezh
19/02/2009
Kostez ar c'hleuz
Dec'h d'enderv, tammig troiad e-tal an hent-houarn; amiapl an amzer, ha tommik memp àr gostez ar c'hleuz durc'haet d'ar c'hreisteiz. En o e welan an nevez-hañv é tiskouez e livoù splann. Boketoù sklaerig a embann o fetalennoù melen-koar lufrus. An antrisk a gresk o del didroc'het fin, ha lod anezhe zo e boketoù dija ! Tammigoù c'hwibed a welan é tarnijal ur wezh an amzer àr ma hent. Boketoù myosotis zo àr ar c'hleuz ivez met b'on ket ur mailh àr ar myosotis neuze n'on ket evit reiñ un anv spesad resis dezhe. Ur valafenn, burzhud !, a dosta hag a ya da astenn he divaskell àr un tamm plantenn, en heol. Moarvat eo "Aglais urticae", "la Petite Tortue" e galleg (ur vaot vihan, perak 'ta ?); ha moarvat, an hani a welan aze a zo unan a oa chomet kuzhet mat en ur gognell bennak e-pad ar goañv (ha n'eo ket unan arru nevez zo diàr ur preñv), ha bet dihunet get an heol. Hervez ur levr am eus eo un dra kustum get ar spesad-se.
Div bik zo en ur wezenn; ur c'houblad a-dra-sur; an deizioù-mañ em eus gwelet piki é tapout brinsennoù en o figos evit sevel pe kempenn un neizh. Turzhunelli turk a welan a bep tu a goubladoù ivez.
Met ar pezh en deus ma merket ar muiañ hiniv a zo arru e achuamant ma zroiad-bale: kan ar puig chip-chap (pouillot véloce). Tchip ! Tchap ! Tchip ! Tchap ! Hennezh a chom a-hed ar goañv er vro. Met e gan a zo goust an heol getoñ ur sort.

Aglais urticae, unan ag ar balafenned paotañ... pe kentoc'h unan ag ar balafenned nemete a c'heller gwelet, rak dont a ra diaes gwelet spesadoù zo...

Ar puig chip-chap (Phylloscopus collybitus), le pouillot véloce; tennet ag ur lec'hienn interesant-bras evit an dud stummet get an evned: http://www.oiseaux.net/ Nag a draoù a-barzh ! Ken e vez dibosubl monet da furchal a-barzh ma faot deoc'h gwelet evned gwir ivez !

Ar sklaerig (Ficaire)
11:15 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : natur, puig, pouillot, ficaire, sklaerig, pig, pie
17/02/2009
Nijadegoù gouelani
Aiaou ! Pellik zo n'em eus ket embannet notenn natur ebet, ha neoazh e vez santet an deizioù-mañ un dra bennak skañv en aer lan a heol... goude bout gwelet bugerc'heized àr vord an hent-tizh e-tal an Henbont em eus klasket àr o lerc'h pa oan tremenet e-tal an deiz goude met ne oant ket mui aze. A-du-rall em eus tañvaet ur wezh c'hoazh burzhud ar c'henaou ha fiñvadennoù nevez ar c'hevnid e-mesk ar geot; evned dic'hortoz n'em eus ket gwelet, met santet em eus ur joa nevez e kriadennoù ar golvani ! Ha dec'h e porzh-mor an Oriant e oa nijadegoù skañv ar gouelani un arvest a-feson (met afer a veze a ziwall pa vannent bombezennoù !), na bout ne 'm eus ket gwelet gouelan ebet ag ar Groenland ar wezh-mañ. Marse e oa c'hoazh anezhe met d'an tu arall e oan. Ur plomer-kuchenn (grèbe huppé) a oa àr c'horre an dour, sioulik, e-kreiz ar porzh.
Mall eo e gwirionez teurel ur sell d'ar plant a zo é kreskiñ en-dro er c'hoadoù, e kuzh, keneve-se e vin tapet dre souezh !
Met ma c'hefridi kentañ evit ar momant a zo heuliiñ cheñchamantoù liv pennoù ar c'hannerezed gris; daet soñj din penaos, a-benn ar fin, ne ouien ket tamm ebet da beseurt termen en nevez-hañv e arrue an dra-se...

Kannerez c'hris e dilhad goañv... da be termen e vez graet ar cheñchamant ? Kalz a cheñchamant n'eus ket e gwirionez... ar gouzoug a za da vout du betek ar pigos.
11:32 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note








