10/03/2009
Eskernigoù
An neizhour e oan bet é tiskouez da gamaraded ar skol-noz un nebeut eskern a oa bet goulennet genin tenniñ ag un nebeut boulloù-reboursadur, re ur penn-kazh (hibou moyen-duc). Un dra a ra vad d'an den, dispenn pervezh ha diforc'h ar c'hlopennoù, ar plankennoù-skoaz, ar femurioù hag an tibiaioù, ar c'hostezennoù, ar chajelloù distag... Diaes eo o stagiñ doc'h ur spesad bennak, gwir eo, àr-bouez ar c'hlopennoù (get sikour studi an dent), met dre gontiñ ar c'hlopennoù e ouier pet a loenedigoù a zo bet tapet, un nebeut deizioù zo, get an evn-preizh. Hag ur momandig e seblantont beviñ en-dro edan ho selloù kurius, en arbenn ma klaskit gouiet piv int. Ar wezh-mañ e oant tout muennoù (campagnols, ger kavet e levr an Ofis), ur seizh bennak, get o dent plat hag heñvel doc'h heskennoù. Domaj peogwir n'hon eus ket gellet keñveriiñ ar c'hlopennoù hag an dent doc'htu, razh e oant hañval. N'hon eus ket gwelet dent ar milotennoù (mulots, morzigelloù e levr an Ofis), heñvel ar re-se doc'h hon re un tamm. Na re ar mingreigned (musaraignes), lemmoc'h hag hep toull etre an dent a-raok hag ar c'hildent. Met èl-se e oa. Ha fromus eo gwelet, da skouer, askorn kroazell ur vuenn, hag ar femur a ya e benn just e toull ar groazell, tre èl ma ra hor femur en hor c'hroazell deomp-ni.
En em santout a raomp en un taol kazi tost doc'h ar boudoù bihan-se en despet d'ar vevenn etre ar spesadoù, ha muioc'h c'hoazh en despet d'ar vevenn etre ar re vev (mand omp c'hoazh en o mesk) hag ar re varv.
Ur momant a studi an natur hag ivez a vetafizik ?

Foto ur penn-kazh tapet àr ar lec'hienn da heul, kani ur fotografour, kit d'ober un dro àrni:
http://www.raoulkonanz.com/Portfolio/oisHibouMoyenDuc/ind...
22:35 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (1) | Envoyer cette note | Tags : reboursadur, pelote, penn-kazh, moyen-duc, hibou, askorn, eskern, os








Commentaires
Salut Patrick
Ya, gwir eo, bamet on bet ivez e welet razh ar pezh a oa barzh ar "pelote"-se ha pegen bihan a oa eskern al loened bet debret. Danvez a zo da zeskiñ dre traoù sort-se ivez.
Joa
CLM
Ecrit par : christian | 10/03/2009
Ecrire un commentaire