31/03/2009
Bourboutenn varv hag eur an hañv II
Ma, setu me e-kostez an aod a-benn ar fin; un tamm droch en em santan bout aet pell get an oto, pa vehe bet moaien bale tostoc'h... an evned a zo kaoz marse ? Ar santimant displijus am eus e vez afer pasapl ag an oto evit bout àr ar "spotoù" ha gwelet traoù !
Aze a-fed evned n'em eus ket gwelet kalz ur sort. Un herlegon bihan e dilhad hañv get ar chup hir, 6 gouelan bras (goéland marin), daou anezhe a seblant ur c'houblad, un devedig kabell du é kaniñ, ar puiged chip-chap ivez, a bep tu........ euh...... beñ pas muioc'h !
Un tamm plantenn a welan, d'am soñj eo aes da ouiet petra eo, n'eus ket kalz a vehe hañval, met... ne zan ket da benn a lakaat un anv àr ar boketoù violet-se get 6 petalenn a za a-rez an douar sablek, get del àr an hir hag a dro un tamm evel spiralennoù. Me 'ouio...
Hag ur vourboutenn varv, du get ur penn-ardreñv ruz-flamm. Ur bam pa vez sellet a dost. Goude bout klasket -- na bout e vez diaes bout sur kant dre gant get an amprevaned -- e kavan eo moarvat ur vamm Bombus lapidarius, bourboutenn ar vein. Sañsemant an tad en deus un tamm melen àr e vruched. Penaos eo marv ? Kerzhit da ouiet !
Diaes eo diforc'h ar bourbouted etreze hep gellet o derc'hel en dorn hag hiniv em eus profitet.
Er fin e oa dija 5 eur 30 ha santet em eus em boa abuzet edan an heol, krediñ a raen e oa koursoc'h, gast a eur nevez !!!

Ur vamm "bourboutenn ar vein", evel an hani am eus gwelet hiniv.
Koukoug erbet a-du-rall !!
19:06 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : bourboutenn, eur, aod, gouelan
War roudoù ar goukoug
Setu chañjet an eur arre; e-pad ur sizhuniad c'hoazh e vimp un tamm kollet ha skuizh moarvat; met un dra ma lak diaes dreist-holl get ar chañjamantoù-eur. A-c'houde miz Genver eh oc'h kustum da welet an heol é c'hounid àr an teñvalded, d'an noz, da vintin, ha hervez ar pezh a rit d'an eurioù-se e c'hellit heuliiñ red ar blez, a-vuzul. Lakaomp: bremañ, d'an eur ma yan da breniñ ma bara e welan an heol, ha pemzektez zo c'hoazh ne welen ket. Pa vez aet da labourat ivez e vez santet ar c'hemm-se a dammig da dammig. Hag en un taol e vez, d'an noz dreist-holl, lakaet an dud da bas en ur prantad arall. Bremañ e welan an heol pell d'an noz. Etre ar sadorn hag ar sul e vez lakaet ur chañjamant bras, pa n'eus nemet un dra hag a zalc'h da chañj tamm ha tamm. Ha ne gredan ket forzh e lak an dra-se an dud da stagiñ muioc'h doc'h o endro.
Ma !
Kredapl, a-du-rall, eh in d'ober un tamm tro er-maez hiniv dre mand eo brav an amzer ha ma 'm bo un tamm frankiz da vonet. Hiniv eo ma fal klevet ar goukoug; tud zo o deus hi klevet an deizioù-mañ...

08:35 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : koukoug, heol, kan, eur
29/03/2009
Filaj Global 1 04 09
Moaien a vo deoc'h klevet ma mouezh arre àr RMS (an Alre, 89.6) get ma abadenn e brezhoneg "Filaj Global"; ar wezh-mañ c'hoazh e oan e ma unan é tiviz a-ziàr an natur, ur levr bennak, lennet em eus traoù, komzet ag ar menezioù-tan... Stank e oa, na bout e oa un tamm sonerezh ur wezh an amzer (strollad Guichen)... esperañs am eus n'em bo ket besteodet re aze.
Atav e vo moaien deoc'h klevet an dra-se dimerc'her kentañ etre 7 eur hag 8 eur d'an noz, hag adskignet e vo d'ar sadorn àrlerc'h etre 2 eur ha teir eur d'enderv.
12:39 Publié dans Stajoù,abadennoù... e brzhg | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : rms, filaj global, rbg, radio, abadenn, émission
Tamm Papir niverenn 15
Erc'h àr an djebel Toubkal er Marok, foto tapet get Roland ha kaset din goude dezhoñ en devout reset... an Tamm Papir diwezhañ. Ya. Setu arru pemzekvet niverenn an Tamm Papir. An devezhioù a zo hiroc'h bremañ, klevet e vez an evned a bep tu, ar plantennoù é tispak o del pe o bleuñv... met un dra a vanke deoc'h. Bremañ e vo roet ho c'hoant deoc'h. Danvez 'po da lenn. En niverenn-mañ e vo... avañturioù ar c'hrog-istribilh, kaoz a vo a Sidoni, a bPompei... En em gavout a rit get Doue é tiskenn get ar skalier (kemerit un anti-histaminik ma ne ra ket vad deoc'h kroaziñ e hent) hag é stankiñ frioù an dud (un drol a Zoue enta !); sul zo hiniv, an deiz ma arru an Tamm Papir geneoc'h ar wezh-mañ, neuze...
Ma faot deoc'h resev an Tamm Papir hep tremen dre ar blog-mañ, gellet a rit atav lâret din.
N'omp ket c'hoazh arru get an niverenn 1000, met tostaat a raomp... àr hor goarigoù !!
Niverenn 15.doc
10:55 Publié dans Tamm Papir | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : tamm papir, métaphysique, tro-lavar, héraklès, logiciel, software, tubercule, isaac newton, bubble-gomme, dante
27/03/2009
Trouzig metalek
Ar mintin-mañ, ne oa ket c'hoazh kement a c'hlav èl bremañ, e taas din klevet un evnig melen hag en deus ur son metalek en e vouezh, dibunet a-herr getoñ: ar seran penn-melen, (le serin cini). Ar wezh kentañ ma 'm boa eñ klevet ar blez-mañ a oa e Naoned d'ar 15 ag ar miz-mañ. Lies e kan pe àr an orjal-tredan, pe e lein ur wezenn, en e unan. Pezh zo, n'anavan ket forzh e vuhez ha diaes din barbotat àr he divout. Neuze eh an da arrestiñ bremañ get ma fennadig. Klaskit c'hwi klevet ar pousin-se, get e benn ront hag e bigos berr. E gan a zo forzh aes da anavout, ha diaes da ankouaat goude.

Ur seran penn-melen; boullig melen !
19:04 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : serin cini, seran penn-melen
26/03/2009
Anvioù-parrez
Lies eh an get an tren etre An Alre hag an Oriant, ha d'ar liesañ e vez get an TER; lâret e vez get ur vouezh flour anvioù an arsavoù àr an hent.
Ur vouezh flour hag un tamm iskis, rak distag a ra an traoù èl a pa vehe un tourist bennak é tonet a bell hag é welet an anvioù-se evit ar wezh kentañ ! Landaul-Mendon zo "Landaul-Mañdon", Landévant a za da vout "Landeuvant" !
Da lâret eo n'o deus ket klasket gouiet penaos e vez distaget an anvioù-se e galleg ar vro e-raok gober an enrolladennoù ! N'eo ket forzh a labour ag o ferzh !
Kontant e vehen oc'hpenn-se, èl rezon, ma vehe lâret an anvioù e brezhoneg, ar pezh ne vehe ket forzh diaes d'ober a-fed teknik. Met m'o deus poan dija é toujiñ doc'h distagadur an anvioù e galleg, c'hwi a c'hell ijiniñ ar boan a lakaont da implij ar brezhoneg en trenioù !
Met an traoù-se a c'hell chañj ma kasomp hor soñj dezhe, pas ?
09:09 Publié dans Kevredigezh a-vremañ | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : sncf, yezh, galleg, brezhoneg, distagadur
24/03/2009
doereioù ag ar gwez
Setu me é vale, ha gwelet a ran emañ ar lod brasañ ag ar spesadoù gwez é tispak o del; ar wezh-mañ em eus notennet an deizioù en ur c'harned hag aesoc'h e vo derc'hel soñj ar blez-mañ a za. Ar spesadoù a zihun ar sizhun-mañ zo: ar skav-gwrac'h sikomor, an tilh, ar c'histin-spagn, ar fav-put (kroget e-raok), ar spern-gwenn, an drez...
Gwelet a ran ivez eo kazi achu get bisigoù an haleg, ha dont a ra del da gemer plas ar bleuñv er spern-du. Kreskiñ a ra ar frouezh en oulm du, ha n'eo ket c'hoazh daet an del enne.
Drol eo, an holl draoù-se zo normal, met pa weler ar chañjemantoù-mañ e komprener eo dija achu an nevez-amzer kentañ. N'eus ket afer a vout é sellet pervezh doc'h an natur evit merzout penaos fonnapl e tremen an amzer, droug ha fach geneomp; met marse e laka splannoc'h an dra-se gwezh-a-vez, pas ?
Un dra c'hoazh a-ziàr ar mod da sellet. Tuchant e oan é sellet doc'h ur bitadig douar graet get un amprevan bennak, marse ur werenennig. Krog on da c'hortoz; komañs a ran kompren e c'hell padout pell. Soñjal a ran e razh an traoù am eus d'ober (ha skriv ar pennad-mañ ne oa ket en o mesk) ha diviz a ran monet kuit. Ha neoazh, den ne c'hello lemel genin ar gredenn e oa a-bouez-bras sellet doc'h natur an amprevan en doa graet an traoù. E gwirionez, er prantad ma vevomp hiniv-an-deiz e vezomp techet lies da glask titouroù a eil dorn, gouiet a raomp mat monet da glask er levrioù, àr ar web, met talvoudegezh un dra bet arvestet doc'hti ho unan kaer a zo bras !... na bout nend a ket ker fonnapl, a-dra-sur. Setu me neuze é kuitaat an toullig; traoù arall am eus gwelet àr an hent, bremañ emañ ret din achu get ma fennad ha tremen da draoù arall... "Le principe de réalité" a vez graet ag an dra-se e galleg, an dra-sen eo ?
Frouezh an oulm du; n'eo ket c'hoazh arru an del enne, ar liv glas zo liv ar frouezh.
17:37 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gwez, del, delioù, filozofiezh
Abadennoù da zonet
Mard oc'h é chom e kornad an Alre... ar pezh n'eo ket gwir marse, posubl a-walc'h eh oc'h é lenn kement-mañ er Stadoù-Unanet !
Neuze mard oc'h é chom pe é tremen dre gornad an Alre e vo peder abadenn dishañval-mat doc'h ho kortoz emberr.
********************
A-benn disadorn d'an noz (28), da 8 eur 30 e vo ur Webnoz, abadenn tele dre Internet kinniget get Lionel Buannig hag e skipailh, e brezhoneg tout evel rezon. En un davarn er Bonoù, "Le P'tit Mousse" e vo an traoù. Digor eo da bep unan; a-du-rall e c'helloc'h sellet àr Internet àr ar lec'hienn http://www.brezhoweb.com/, àr-eeun, peotramant (met aze e vo ret gortoz un nebeut deizioù) an abadenn enrollet.
An tem a vo "al lennegezh" hag ur sort tavarn lennegel a vo: komzet e vo ag ar levrioù embannet hiniv-an-deiz, roet e vo "priz Sten-Kidna" d'unan ag ar c'hwec'h romant bet kinniget d'ar juri; komz a rin-me doc'h ma zu a ma feson da welet ar barzhoniezh ! Esperañs em eus en em dennin apeupre... Ma faot deoc'h gwelet ma fenn d'ar momant-se e c'hellit atav klask !
********************
Ar memes deiz e vo, d'enderv, un abadenn e brezhoneg evit an dud vras en Ardeven, kinniget get ar gevredigezh Gevred: pep unan a c'hello monet da vale, da glevet brezhoneg, da bredeg, pe da zeskiñ traoù (ha lies-mat an holl draoù-se àr un dro);
an emgav a vo da 2 e1/2 àr blasenn an iliz en Ardeven :
- Gwelet e vo Milin An Narbon get Pèr Ar Floc'h
-ha peulvanoù Kerserc'hoù get Yann-Baol RIUS
********************
An deiz àrlerc'h e aozo Kerlenn Sten Kidna an abadenn Kanomp Asambl èl bep blez, e sal ar Vadelen e Pleuwigner; 3 € ar monet a-barzh.
Moaien a vo aze kaniñ, àr-un-dro get Kanerion Pleuwigner hag ur bare kanerezed a Bleuwigner, traoù kozh (met anavet c'hoazh get pasapl e-mesk ar re gozh) bet savet get person Pleuwigner un amzer zo bet, an aotrou Marechal. Ar ar roll ivez: kanennoù-iliz ha sonennoù da goroll pe da respont. An holl draoù-se vo tu deoc'h lenn àr ur skramm (ur menestin karaoke enta) pe àr ur c'harned (roet get ar monet a-barzh).
Evit lâret deoc'h ar wirionez ne selaouan ket bemdez doc'h sonennoù Marechal, na ne ran. Met bep blez e vez an abadenn-se ur feson da addizoleiñ kanennoù-iliz bravik a-walc'h, gober trouz en ur sal, hag ar pep pouezusañ eno, d'am soñj me, un digarez evit en em gavout get tud kozh ha lâret kaer gete e brezhoneg, ha marse monet d'o gwelet àrlerc'h evit deskiñ traoù gete pelloc'h.
********************
Hag ar gwener àrlerc'h e vo ar Starak e Brec'h !! Amzer 'peus c'hoazh (pas kalz !!) da sevel un tamm sonenn pe ur sketch evit monet àr ar leurenn d'ar gwener 3 a viz Ebrel da 8 e 30 da noz d'ar Bar Breton (e kreiz ar vourc'h). Ar pal: krouiñ traoù e brezhoneg, kentoc'h traoù bourrapl ur seurt, ret eo lâret. Reolennigoù droch a zo, moaien zo deoc'h sellet doc'hte àr lec'hienn Sten-Kidna (int eo a aoz an abadenn), http://kerlenn-sten-kidna.nireblog.com/
Pezh zo, ret eo diskenn un tamm get ar bajenn evit kavout ar pennad a-ziàr ar Starak.
Setu tout evit ar momant, met pasapl eo dija, neuze hañval genin e kavo pep unan e walc'h aze evit komz pe klevet brezhoneg, get traoù dishañval a-grenn an eil doc'h eben.
09:07 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : brezhoneg, sten kidna, kerlenn, pleuwigner, bonoù, brec'h
23/03/2009
dreolan kabell aour
Tuchant troioù 1 eur e poke an heol c'hoazh ur wezh hag e oan é vale, kreñv e kane ar puiged chip-chap (pouillots véloces), ar laouenaned (troglodytes) hag ar pign-pigned (pe pintiged; pinsons) er liorzh. Tostaat a ran doc'h an alez sapin-kroaz; hag aze e klevan ur c'han pas ken kreñv, met bourrus ha gwiv. Kani an dreolan kabell aour peurchañs ! Goude ur vunutenn pe div e spurmantan unan, é klask e voued e-mesk ar brinsad sapin èl ma ra lies; eñ a zalc'h da vale, hep paouez, en o mesk, àr glask an amprevaned ha kevnid munut a zebr da gustum. Marse e vo un neizh dre aze ? Met mechall ma tin da benn ag er gwelet... Get un dreolan a-barzh e seblant ar sapinenn bout un eneig enni. Met ar sapinenn he deus respontet din é tiskouez penaos n'he doa ket afer ma vehe un tammig evn enni evit ma vo flammenn ar vuhez a-barzh. Diskouez a rae ar bleuñv é tispak, bleuñv par, hag a daolo pollenn goude; roz tener e oant, ur liv un tamm digredus. Met e gwirionez ar sapin hag ar gwez rousinek o devez lies boketoù pe frouezh get livoù souezhus, pa ouier sellet doc'hte... a-dost !
Evit gwelet bleuñv sapin, sellit doc'h ar lec'hienn-mañ ! N'eo ket ar memes spesad met ar bleuñv a denn mat d'ar re am eus gwelet hiniv.
http://michelc.over-blog.com/article-18930349.html

Un dreolan kabell aour; ur vamm eo (melen eo he c'hribenn ha pas orañjez)
17:21 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : dreolan, roitelet
21/03/2009
Gwignelenn e Brec'h
Hon tri àr an hent, hor pazoù é tassoniñ àr zouar ar vravikañ parrez a zo er bed-mañ, an heol é pokiñ a-dreist hor pennoù, brezhoneg bev etrezomp... ha braoac'h d'ar blijadur am eus bet neuze é welet ar wignelenn, an hani gentañ evidin-me ar blez-mañ, ha doc'h he diskoueziñ d'am daou gamarad. Ar blezioù kent e welen ma c'hentañ gwignelenn e penn-kentañ miz Ebrel kentoc'h; koursoc'h ar blez-mañ enta evidin. Ar prantad amzer gaer a zo kaoz marse, pe muioc'h a voneür am behe bet ha tra ken ? Ma, ne vern, plijus e oa.
17:49 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gwignel, gwennili, hirondelle, swallow








