15/04/2009
Haïkuioù niverenn 26
Hag ar wezh-mañ, e brezhoneg (met n'int ket troidigezhioù ar re e galleg, hag ar re e galleg n'int ket troidigezhioù ar re-mañ naket)
En o sav-sonn
Selloù a-benn da lein ar vangoer
Kentel ar c'helion ?
Brec’h, "kelion Bourdel", enderv, 11 06 2006
War ma biz
Tastornelloù gwenn ha du
Ar c'hwil sioul
Brec’h, 11 06 2006, ur seurt Agapanthia villoviridescens
Fasoù glav
Fenestri ar reter
Dirak gwez ar jardrin
Brec’h, ar glav ne za ket lies ag an tu-se, 12 06 2006
Kistin-spagn goude ar glav
War an douar
Ha biout c'hoazh
An Alre, 5 eur 30, 12 06 2006
Mangoer wenn
N'hor boa ket gwelet e oa
Jiboeserezh a bep tu
Brec’h, é sellet doc'h ar c'helion bihan é jiboesat àr ar vangoer, 13 06 2006
Brundelladennoù da vintin
Ar-dreñv an abevantoù
Met ar c'housked a zo aze
Brec’h, 7eur, skuizh on c'hoazh, 13 06 2006
Chom da sellet
Traoù zo c'hoazh da zeskiñ
Doc'h ar vangoer
29 blez ha n'em boa ket c'hoazh komprenet buhez ar c'helion bihan-se !, Brec’h, 13 06 2006
C'hwilediged
Ha kantreerion noazh
N'omp ket en hon unan
Traezhenn, enderv (da greisteiz ne oa kazi den ebet) 14 06 2006
Dre ruioù ar porzh
Amzer latar ha joa
Heol ha joa àr an traezh
An Intel, fin ar mintin hag enderv, 14 06 2006
Ruz ha du
Un tamm paper krepon
Dinijet kuit diàr hon tro
Traezhenn, kreisteiz, 14 06 2006
Loj pellgomz
Ni, hor c'homzoù
Ha kelion munut doc'h ar vangoer
Bourc'h an Intel, 4 eur d'enderv, 14 06 2006
Tarzhioù-mor
O zrouz ennomp d'enderv
O c'hoari get hon treid
Astennet àr an traezh pe é tebriñ katev, hon treid er mor, traezhenn, enderv, 14 06 2006
11:39 Publié dans Haïkuioù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : haïkuioù, barzhoneg, poésie









Ecrire un commentaire