30/04/2009

Ar gelionenn-krug ha traoù arall

Un droiad er jardrin, ha setu me é welet ur vrav a amprevan, ar gelionenn-krug, "mouche-scorpion", na bout n'eo ket ur wir gelionenn. Ur vamm e oa (an tad eo a zo hañval doc'h ur c'hrug !)

 

mouche_scorpion_panorpa_communis_femelle_1.jpg


A-du-arall eh eus karg a deod-ejon e pep lec'h get o boketoù iskis

arum1.jpg

Ar maezoù zo é tonet da vout glas; ar pin hag a veze gae o liv da welet e-tal ar gwez noazh, a zo bremañ teñval e-tal ar gwez, nevez an del enne.

Karg a draoù a vehe da lâret met divizet em eus pas kemer kement a amzer èl ma 'm eus bet graet àr-dro ar blog... Met me 'zisplego an traoù deoc'h muioc'h àr ar munud un deiz bennak !


 

28/04/2009

Gallaoueg

Setu ur liamm hag a seblant interesant, ur raktres talvoudus, evit ar re a zo intereset get ar gallo. Me zo me en o mesk, na bout n'em eus ket c'hoazh lakaet trawalc'h a boan d'en deskiñ. Fiskal ur benveg èl-se, ar pezh ne lam ket talvoudegezh hep somm an traoù àr baper ivez.

Deoc'h-c'hwi da vonet a-barzh ma het geneoc'h.

http://teinzoudougalo.fr/default.aspx

N'ankouait ket a-fed traoù àr baper just a-walc'h, div oberenn a dalvoudegezh daet er-maez n'eus ket pell zo, get ur sell kempouez ha digor, met nerzhus, àr o yezh.

Ar (pikol) geriadur anvet "Le petit Matao"

galo.jpg

Hag ur yezhadur sklaer, normativ un tamm met an aozer en deus graet a-espres, pinvidik hep koll ur sell skiantel àr an traoù.

Grammaire du gallo.JPG

Kavet e vezont en tier-levroù a werzh levroù brezhoneg normalamant.

27/04/2009

Haïkuioù niverenn 28

Hag e talc'h an hañv 2006 get e hent.

Stag mat doc'h ar lañjer
Bugale
Ar garvig hag ar geot
Galium aparine ha Bromus sterilis a implij hor pled evit strewiñ o bugale, Plañvour, 19 06 2006

Hadenn hag hadenn
Tennet ag ar lañjer
Chapeledad karantez
Tenniñ Galium aparine ha Bromus sterilis ag ar lañjer, 20 06 2006

E-dan ma bizied
Ar lañjer hag he zenerded
A zo mor divent ha pesked
Hir vo tenniñ tout ! Heñvel eo ar frouezh Bromus sterilis doc'h pesked, 20 06 2006

Uhel pintet
Bokedoù glas
A-dreist ar prad melen
Chikoreenn, hag ar prad a zo é komañs sec'hiñ, Plañvour, 20 06 2006

Morskorneg ar c'hogus
Hag a-dreist ar prad
Un toull sklaerder
Arru ba Plañvour, pa oa goloet an amzer e Brec'h, 20 06 2006

Bleuñv drez hag o liv roz
Ha sellet em eus mat
Doc'h o ganedigezh ?
Brec'h, 21 06 2006

Bord an hent
Ur louarnig
A chom da sellet
Brec'h, noz, é arru, 21 06 2006

Louarnig an neizhour
Blev hag eskernaj àr an hent
Eñ eo
Brec'h, 22 06 2006

Avelig fresk
An disterañ marv
Ha setu-te ponner ha yen
Chom da c'hortoz, Plañvour, 22 06 2006

Ar geot alaouret
A zigor dor ar c'hogus
D'an oabl glas
Livioù brav an oabl hag ar geot; hi a wel ur gogusenn get stumm un nor, 22 06 2006

Goûg astennet
Taol-kri hir
Strewet àr ar gêr vras
An Oriant, e-tal an arsanailh, 7eur30 noz, 23 06 2006

26/04/2009

Radio, koad-fav, Clint Eastwood...

krogomp get an natur, kar an notenn-mañ zo sañset bout er rummad "Notennoù natur" alkent.

Er prantad-mañ e kresk ar barroù nevez er fav. Hag ar pezh zo souezhus gete, o barroù hag o del a arru en un taol, ne lakaont ket kalz a amzer d'en em zisplegiñ ha da lediñ an disheol er c'hoad a-bezh. Hag a-hed an hentoù e weler enta ar c'hoadoù é tonet da vout glas-sklaer (lec'h ma kaver fav d'ar bihannañ). Pa vez komparajet get ar gwez derv (ma ta an del anezhe er-maez koursikoc'h) e weler e lak muioc'h a amzer o barroù da arru, hag o del da 'n em zisplegiñ ha da arru en o ment. Ma, tostaat a ra (a-herr) termen ar barroù-mae...

Kas a ran kemenn deoc'h em eus enrollet an abadenn radio a vo klevet àr RMS (89.6 .... kornad an Alre) a-benn dimerc'her (7e 8e) hag (ar memes hani) d'ar sadorn goude (2e 3e); ha tout se adskignet ar sizhun goude... Er programm, un tamm rubrikenn natur, un istoer, un tamm lennadenn, un tamm rubrikenn yezh. Ne lâran ket eo a-dres ar pezh a zo a-barzh, met plijadur am eus bet é varbotal er post, hag esperañs am eus ho po plijadur ivez é klevet brezhoneg er post hag é teskiñ traoù - piv oar ?

Perak e komzan a Clint Eastwood amañ ? Hama, an neizhour eh on bet é welet e film nevez. Ha tamm keuz ebet n'em eus bet, e gwirionez. Ne ouien ket re pesort film e vehe bet, ha... bourret em eus. N'em eus ket c'hoant lâret deoc'h muioc'h evit leuskel goust an dizoleiñ geneoc'h, lâret an an dra-se just evit displeg deoc'h, ma ne ouiit ket pesort film monet da welet, get hennezh d'ar bihannañ, n'ho po ket ar santimant bout kollet ho amzer.

Ma, klozomp amañ.

23/04/2009

Ali baba c'hwerv

Ar ur blog èl-mañ e c'hellan reiñ deoc'h da glevet un ton marzhus ma troidell ar gitar-boud en-dro d'an akordeon, pe ar c'hontrel:
Trad irlandais evit ar blog.mp3
An dra-mañ n'eo ket pirataj met bruderezh !! Diwallit !

Gellet a ran lakaat fotoioù brav am eus bet graet (pas get ma benveg-me avat):

IMG_2024.JPG

Gellet a ran diskouez deoc'h fotoioù a flangenn Aran, get barzhonegoù e okitaneg ar flangenn-se ag ar Pireneioù... biskoazh bravoc'h !
http://talhdaran.blogspot.com/

Gellet a ran ho lakaat da vonet don e bed an amprevaned hag ar plant a vevont àrne:
http://demons-et-merveilles.club.fr/index.html

Gellet a ran diskouez deoc'h tud a bep sort é eskemm a-ziàr ar brezhoneg bev: http://bretonpopulaire.forumactif.com/forum.htm

Gellet a ran diskouez deoc'h eh eus moaien da lenn levrioù ha geriadurioù kozh a-ziàr a bep sort yezhoù, ken n'eus ket mui moaien da unan a faot dezhoñ deskiñ muioc'h ne vern pesort yezh lâret n'en deus kavet netra àr ar yezh-se ! http://www.lexilogos.com/breton_langue_dictionnaires.htm
(klikit àr dictionnaire evit ar yezhoù arall).

Gellet a ran diskouez deoc'h ur lec'hienn hag a sikour deoc'h da ouiet penn da istor an anvioù tud (pe da reiñ c'hoant d'er gober atav !):
http://www.geopatronyme.com/

Ha pasapl a draoù arall... Internet zo lan a draoù heugus, doñjerus, divalav-ki, dañjerus... met en o mesk e kaver perlezennoù get ur vraventez hep par. Hag e c'heller drezoñ tostaat, tañva, klask gouiet pelloc'h a-ziàr pasapl a draoù, monet e darempred, gwelet, klevet...

Perak bout c'hwerv enta, pand on un Ali Baba hag a c'hell tastornat e kement a vernioù aour ?

Chom dirak an urzhiataer ma fella a-zoc'h ar bed gwir, an dud, an natur, ar levrioù, santadurioù ar vuhez...
... met n'eo ket an dra-se ar gwashañ, rak ar pezh a welan àr ar skramm ma laka lies-mat da dostaat, ivez, doc'h ar bed hag an dud. An darempredoù am eus dre bostel a zo get tud gwir. Ar pezh a gasan àr ma blog a lak marse tud zo d'en em soñjal, da vout bamet get un dra vrav bennak... labour ur bloger a vez (ha ma c'hamarad Christian a oar gober an dra-se a-vod get Rezore), d'am soñj, diskouez traoù zo get ar biz, liammiñ traoù tapet a-gleiz hag a-zehoù, ha lakaat e soñj e kreiz, ha talvoudus eo ur sort. Sur, me 'gav domaj chom hep bale ha bout staget doc'h ma skramm betek re, met...

Ar pezh ma lak ar muiañ da vout c'hwerv eo ar pezh a c'houlenn tout an traoù-se get ar blanedenn. Komzet e vez a lakaat atav muioc'h a dud da implij an urzhiataer, da brofitiñ ag an traoù-se. Ar pezh a c'hell bout komprenet, justoc'h eo. Met an teknologiezhoù-se a c'houlenn kement a energiezh, hag ivez (ha dreist-holl) kement a zanvez get hor planedenn Douar ma ta da vout un dañjer eviti hag evit ar boudoù bev zo àrni. Er santiñ a ran en ur mod dispis, met eh on é lenn ur levr ha ma lakay marse da ouiet justoc'h a betra eh eus kaoz. Ar pezh zo sur, bep taol ma implijer teknologiezhoù uhel, nag èl e vehe evit tostaat kalonoù an dud doc'h an natur, doc'h ar yezhoù, doc'h ar re a ra traoù talvoudus, bep taol e fonder trezolioù mineral an Douar, e lonker e-leizh a energiezh. Evit klask an danvezioù a servij d'ober urzhiataerioù e vo distrujet moarvat c'hoazh muioc'h a dachadoù natur, lec'h ma vev, lies-mat, pobloù hag a oar, int, beviñ en ur mod padus.

C'hwi a lâro din e arruo marse "just" an dra-mañ "N'eus ket mui moaien gober urzhiataerezh dre ziover a zafar evit o sevel". Ya, met da c'hortoz, esperañs em eus ne vo ket distrujet re a draoù evit ma vimp (ni !) é implij tout ar braventezioù-se...

Ha ne gomzomp ket ag an amzer am eus paset (e plas gober traoù arall evel just) evit sevel ar pennad hir-spontus-mañ !!!

22/04/2009

Haïkuioù niverenn 27

Arru a raomp get an hañv da vat ar wezh-mañ...

Un toull splannder
E-mesk ar c'hogus
Diwall ! Setu e lagad ront !
SzAnna, mintin, a-dreist an iliz, 15 06 2006

Diskenn ha krapout
Ehanoù bihan àr gein
Tosenn ar garantez
Mane Gwenn, Gwenin, enderv, 15 06 2006

Kelionenn vras
Trouz trouz en ti
Arabat flastriñ an hañv !
E ti mignoned e Baod, goude un dra lâret: an hani gentañ eo 15 06 2006

Aer touforek doc'h tor an dosenn
Un toullig klouar
E-dan an ivinenn
Mane Gwenn, met boskarded a zo, 16 06 2006

E toull ar vangoer
Golvani bihan
Trouz ar vuhez er vourc'h
Bourc'h Vrec'h, 16 06 2006

Ur sell d'ar lein
Punerezh ar balafenned
Gwenn en-dro d'ar lamp
Brec'h, e-kerzh an dañs, 17 06 2006

Derv ha pradoùier
En aer tomm
Ar maezoù eo hon dilhad
A-dreist da wernioù ar Loc'h, enderv, 17 06 2006

Skeud ma fenn àr da benn
Du ha sklaer a bep eil
Div blanedenn é troidellat
Brec'h, e-kerzh an dañs, 17 06 2006

Tamm lenn
Mogedennoù heol
Gronnet get ar gwez
Mintin, lenn an Esteng, Brec'h, 18 06 2006

Loaioù-dour melen
E pleg ar lenn
Da gorf dous àr-dreñv ar stammenn
Brec'h, mintin, 18 06 2006

Hon daou
Ur labous-noz
Hon daou
E-raok monet kuit, kreisnoz, Plañvour, 19 06 2006

21/04/2009

Da heul ar chasplouzenn

Setu me é strimpiñ er-maez ag an ti, rak kavet em eus ur chasplouzenn hag a oa chomet àr ur barr aval-stoub (cognassier) am boa lakaet en ur pod. Skarzhet ar blantenn ur wezh disec'het, petra vo ag ar chasplouzenn enta ? Ne ouiit ket petra eo ur chasplouzenn ? Ur viskoulenn ma faot deoc'h. Amañ e oa, doc'h ar pezh am eus klasket, ar "Phalène brumeuse": ar valafenn a vez gwelet da noz, e-pad ar mizioù du ! Hag ar chasplouzenn a c'heller gwelet e miz Ebrel pe miz Mae (atav hervez ar levr). Seblant a ra int stank a-walc'h. Met petra eo bout stank hiniv an deiz evit ur spesad balafenned ?

Setu enta ar chasplouzenn evel am eus gwelet: kavet e vezont àr ur bern spesadoù, evel ar gwez avaloù, ar gwez kenaou, ar spern du...

operophtera brumata.jpg

E rummad ar chasplouzed "géomètres" eo, ar re-se hag a seblant muzuliñ ar barroù get o c'horf.
Ha setu ur c'houblad àr ur wezenn-kerez d'ar 25 a viz Kalañ-Gouiañv.
Operophtera-brumata-fin-cop.jpg

Anv skiantel ar spesad: Operophtera brumata (brumata, en arbenn ag ar mizioù du sur-awalc'h !!)

A-du-rall, pasapl a draoù a vehe da lâret. An oulm du a zo o del, o barroù nevez é tonet er-maez, d'an termen ma ta o frouezh da vout sec'h ha ma kouezhont d'an dias, betek goloiñ an douar edan ar wezenn.

Ur wezenn fav yaouank a zispak he del !! Ar re arall a ray un tamm goude, met get ar gwez e vez kont èl-se: ar re yaouank a ziskouez abretoc'h o barroù nevez.

Ur veurlas (ur glazard) bras a welan er garzh. Ne voulja ket, aon en deus e ma raok. E liv zo glas-dour. Moarvat an hani zo anvet "Lézard vert" e galleg.

Ur strollad kevnid bihan, tolpet en ur sort boull. Melen get un tachad du; moarvat eo kevnid doug-kroaz (épeire diadème) int. Evel-se e voulc'hont o buhez goude bout aet er-maez ag o uioù. Ur bern zo anezhe (50 ?) met lod-kaer a varvo e-raok donet da vout bras perchañs.
kevnid doug-kroaz.jpg
Foto tennet ag ar lec'hienn-mañ:
http://fr.360.yahoo.com/profile-GEauJ1A7caWbHOIY9QlnQAPm1...

Bokedoù bual zo en o sav sonn er prad; o anv zo "bugle rampant", Ajuga reptans, ha gwir eo en em stlej o c'horzennoù; ar bokedoù avat a seblant piletoù glas-mouk. E familh ar bent, al lavand int.
200px-Ajuga_Reptans04052008.jpg


Plantennoù pat-yar uhel (Ranunculus acris) a grog da sevel o fennoù er pradeier mouest. Sellet a ran un herradig doc'h ur vourboutenn dev, blevek, ur rouannez a-dra-sur. Moarvat emañ é klask he neizh, pe neuze emañ é klask sevel unan nevez ??

Bokedoù myosotis (daoulagad ar Werc'hez), seurtoù disheñvel zo... da adwelet !

Hag evit achu, ur gevnidenn-sailherez (saltique); ur bern spesadoù a zo, honnezh he deus ur c'hof violet lufrus, ur bruched gwer-metal, ha tastornelloù melen evel pollen. Ur loenig brav !

Evit an anvioù-plant e kavan bremañ sikour get ur lec'hienn fiskal, Plantkelt, hag a dolp apeupre razh ar levrioù a lâr anvioù ar plant e brezhoneg, èl-se e c'hellan gober gwell ma soñj pa gomzan deoc'h ag ar plant.
Plantkelt.net, 21 Apr 2009, - Copyright © 2009
Un deiz bennak marse e komzin deoc'h anezhi muioc'h àr ar munud, pa 'm bo implijet ar lec'hienn muioc'h.

Glaouerion


Just un notennig ar mintin-mañ evit lâret em eus gwelet dec'h d'enderv-noz, evit ar wezh kentañ ar blez-mañ, glaouerion e oabl brumennek an Alre. E gwirionez em boa int klevet e-raok o gwelet, ur vandennadig anezhe, get o divaskell moan e stumm lavnennoù-falz. Hag o c'hriadennoù skiltr a gouche mat doc'h devezh dec'h, ma oa tomm a-walc'h an amzer.
Ar re-mañ a zo evned hag a vev kazi dalc'hmat àr-nij, nemet a pa vezont é c'hor, pe é reiñ boued d'o re vihan. Hag e gwirionez, get an treid berr-tre o deus, n'hellont gober ken nemet nija, hag en em stlejiñ àr ar vangoer kent arru get o neizh. Kement-se zo kaoz eo o anv latin "Apus apus", ar pezh a dalv "hep troad". Beviñ a raont, evel ar gwigneli, diàr c'hwibed hag amprevaned arall tapet àr-nij.
Atav e vez ur wir blijadur o c'hlevet arre é tonet dre amañ !

apusapus.jpg


Ur skeudenn ag ar glaouer, tennet ag ur lec'hienn internet a seblant bout fiskal, e okitaneg ar bearn (pe bearneg), get traoù a-fed an natur e-mesk traoù arall: http://www.bearnbearn.com/ausmartinet.html
Kar c'hwi 'ouia, pe marse ne ouiit ket, eo tost ma c'halon doc'h ar yezh-se ! Mard eo tost ho kani c'hwi ivez, kerzhit e darempred genin !! Au cop que vien !

20/04/2009

Kelion dirak ma botoù

An heol a zo é tommiñ an traoù, met a-dreuz ur sort burezh displann. Kentañ tra a welan pand an da zan ar gwez àr-dro kreisteiz hanter eo an teod-ejon evel ma lârer e Brec'h, an arom. Ar re-mañ a zispak o bokedoù iskis, ur vazh velen gronnet get ur sort koef glas, evel ur menestin parabolenn. Met pesort skinoù a resevont ?
An traoù a gresk a bep tu. Ar an hent e welan ur valafenn, ha nouspet kelionenn é heolata, é klask en em dommiñ.
Pav-bran é lugerniñ, bokedoù veronik (daou spesad d'ar bihannañ) é tiskouez lagadoù glas. Valerianella (mâche; "yalc'h an eskob" sañset), get bokedoùigoù glas é c'holoiñ tout ur c'hleuz; ret e vehe din klask o diforc'h resisoc'h.
An derv ar wezh-mañ zo a-zevri é tiskouez o del, o barroù nevez.
Ha ma levrioù-louzaouriezh a zo é huchal din donet d'o digor peotramant d'o lakaat da vale !!






17/04/2009

Kañv


Trist on an deizioù-mañ goude bout gouiet e oa tremenet d'ar bed arall Gwennole ar Menn, un den hag en deus labouret kement ha kement evit ar brezhoneg, un den hag a anave en ur mod don lennegezh kozh ar yezh, istor ar gerioù.... Tro am boa bet n'eus ket pell zo da vonet e darempred getoñ da geñver ar labour àr-dro an astenn da c'heriadur Ernault, eñ eo a oa bet é reniñ ar skipailh hag é kempenn an embann diàr ar posteloù niverus en deus resevet. N'em eus ket eñ gwelet gwall lies met soñj am bo atav ag e emzalc'h hegarat ha degemerus, ag e c'hoant da zeskiñ, ag e izelded a galon en despet d'ar ouiziegezh en doa. Falc'het eo bet abred, p'en doa c'hoant c'hoazh gober enklaskoù nevez. Kenavo dezhoñ !

Toutes les notes