01/05/2009

Adoriñ

Hiniv da vintin eh oan bet é vale get tud arall er c'hoadoù, kaer an amzer, an heol é lakaat da splanniñ tout ar "gwerioù" disheñvel er gwez. Ur momant e welemp un toullad "tadoù-aoue" (sirfennoù, kelion-boketoù: des syrphes) é nijal hep bouljal, a-dreist an hent etre ar gwez-sapin, hag en tachadoù heoliek hepken. Kement-se dija en deus graet plijadur din. Met ar muiañ a blijadur - muioc'h evit plijadur e oa - a zo arruet diwezhatoc'h. Aze ivez e oa tadoù-aoue; é kerzhet get ar re arall e oan, ha setu daet c'hoant din da glask tostaat doc'h ar c'helion evit o anavout gwell. Astenn a ran ma dorn, ha setu e welan unan anezhe é tostaat. Ne vouljan ket mui; ha setu hi hag en em boziñ àrnoñ ! Faot a rae dezhi diskuizh un tamm ha, moarvat, heoliata (en arbenn ma oa man dorn edan an heol). Da gentañ penn eo c'hoazh digor he divaskell, èl a pa vehe prest-kaer da nijal kuit en-dro. Goude en o serr, èl a p'he devehe fiziañs ennin. Sellet a ran a-dost neuze doc'h he livoù, he stummoù fin. Ar strollad a zalc'h da grapiñ hag a bella. Chom a ran me diflach evel un den a vehe é adoriñ dirak delwenn ur sant kozh e koad. Momandoù sort-se zo da brofitiñ anezhe pa arruont. Evel beuzet e braventez hep par ar loenig eh on, ha soñjal a ran "betek e-menn e c'heller beuziñ èl-se ?" Soñjal a ran ivez ne vo ket foto ebet en tailh da lakaat da santiñ ar pezh a santan aze. Un dra ivez zo hep par, ma selloù zo buket àrni ha spis e sellan, ar pezh ne reer ket ker lies-se er vuhez, pe neuze en arbenn mand eo ret ma faot deomp chom hep tapout un aksidant. Setu perak eh an da lâret èl ar filozof Alain, eo komprenapl perak e ra vad paterat, perak e lak an dud lies d'en em santout gwell goude, perak e talc'hont da baterat bemdez, pe d'ober o lidoù sioul bemdez: ar feson-se d'en em zastum, gwezh-a-vez àrnoc'h, met lies-mat àr un dra pe ur soñj a zo pell-pell a-zoc'hoc'h (amañ, braventez al loen), a ra vad. Hag ivez, ar pezh a arru lies pa beder, ho korf a zo en ur stumm a-vod, trankil, hag an dra-se dija a ra vad en e unan. Aze e oan e ma sav, mes sioul.

Ma,

eh an da ziskoueziñ deoc'h un tamm loen èl-se, memes ma n'eo ket ar memes tra sellet doc'h ur skeudenn àr ur skramm ha bout touch da gevrin ar vuhez hag he braventez.

syrphe.gif

Setu, marse e oa ur gelionenn ag ar spesad-mañ a oa àr man dorn; an daoulagad, ar bruched lufrus, ar c'hof brizh-melen, an divaskell tanav... kement tra a oa ur misi sellet doc'hte.

Ha bremañ, unan arall, àr-nij:

syrphe2.gif
Mezh am eus: laeret em eus ar fotoioù-mañ àr ur lec'hienn: http://radicarl.net/erreur-entomologique-dans-le-cyberpre...

ar pennad zo ag ar choaz hag ho aliiñ a ran d'he lenn...

Mezh am eus: ho lakaat a ran da goll amzer é sellet doc'h ur pennad àr Internet... pand eo sellet doc'h an tadoù-aoue a zo d'ober d'an hañv, ar re wir, pas ar fotoioù !

 

 

 

Écrire un commentaire