02/05/2009

Follezh

Ur soñj é tonet din èl-se, moarvat em eus eñ lennet en un tu bennak c'hoazh !

Foll an neb n'eo ket foll                                       

Fur an neb n'eo ket fur

Fou celui qui n'est pas fou

Sage celui qui n'est pas sage

rak gwir eo ne vez ket graet kalz a dra talvoudus er bed hep ma vehe diàr follezh ur momand bennak...

 

Ha d'an tu arall, da ziwall a zo !  Hiniv-an-deiz (met marse e ya an traoù da chañj ?) eo trawalc'h d'un dra bout foll ha dic'hortoz evit plijout d'an dud... Ha neoazh e-leizh a draoù foll savet diàr fantazi unan bennak o deus rediet, evit o lakaat da wir, an dud da zistruj an natur, pe da fondiñ traoù talvoudus !

Tout an traoù talvoudus o deus un tamm follezh en un tu bennak enne.

Met razh an traoù o deus ur lodenn a follezh enne n'int ket talvoudus evit kement-se !!

 

 

Commentaires

Salud Patrig : fur eo ar pezh a skrivez.
Fur ha foll...
Joa
CLM

Ecrit par : christian | 03/05/2009

Ecrire un commentaire