03/05/2009
lostoù-louarn ha patoù-yar
Setu me en ur prad mouest, emañ ret din diwall, evit ma ne vehe ket dour é tonet em botoù hag é vreiniñ ma chaosetoù ! Fin an devezh eo. Ar vord ar prad, un nebeudig teodoù-ejon (arum italicum), ha n'int ket en disheol ar wezh-mañ, èl da gustum. Met e-mesk ar yeot. Er prad, patoù-yar (pav-bran ma faot deoc'h), lod uhel (Ranunculus acris), lod izel (Ranunculus repens; ar re izel arall (Ranunculus bulbosus) a gaver e pep lec'h ne vourront ket kement ag ar glebor èl ar re-mañ). Du-hont, konifled a achap, tuchant e oa 6 pe 7 aze. Ha setu me é welet lostoù-louarn; e galleg int anvet "prêles", an anv skiantel zo "Equisetum", da lâret eo lostoù-roñsed. E familh ar raden int. Bez zo troñjennoù frouezhus ha lod difrouezh. Ar re frouezhus o deus ur penn ront, lan ag ur boultrenn velen (spor eo), ar re arall zo moanoc'h hag o deus kurunennoù en o hed, un tamm evel ur broust evit naetaat ar boutailhoù. Krouiz eo an troñjennoù. Ar re-se a vourr, d'ar liesañ (muioc'h pe nebeutoc'h hrevez ar spesadoù) ag an dour. Ne ouian ket resis petra eo ar spesad, met dont a rin en-dro g'ur levr, da ouiet.
Ar hent an distro e pasan edan ar wezenn oulm-du, ar frouezh anezhi a gouezh dousig, diniver, evel erc'h... c'hoari a ran un tamm gete, evel get an del sec'h d'an dilost-hañv. Ha gwir eo eo gell liv ar wezenn, gwelet a-ziabell, pand eo glas-dour ar re arall ! Serriñ a ran un nebeudig frouezh skañv ha m'o bout e seier ma jiletenn. D'o strewiñ pelloc'h, kar èl ma ouiit n'eo ket stank ar gwez oulm du bras ha lan a frouezh hiniv an deiz (ar c'hleñved a zo kaoz)

Setu ur lost-louarn (n'on ket sur e vehe an hevelep spesad); gwelet a rit ur penn frouezhus dirak (hag a-gleiz) hag unan difrouezh àr-dreñv (hag a-zehoù).
21:39 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : lost-louarn, prêle, equisetum









Ecrire un commentaire