07/05/2009

Ul levr a-bouez

La-D-croissance.jpg

Setu amañ ul levr am eus lennet n'eus ket gwerso, en tapet em boa un tamm dre zegouezh en ur stal traoù kozh. An trede embannadur eo, kar al levr-mañ a oa bet embannet e 1979 evit ar wezh kentañ get an titl "Demain la décroissance". An embannadur-mañ zo bet kreskaet un tamm. An aozer, Nicholas Georgescu-Roegen, a zo a orin a vro Roumani hag a zo aet da chom d'ar Stadoù-Unanet goude. Komz a ra a-barzh ag ar produiñ, ag an ekonomiezh, gwelet get sell ar fizik, hag "eil lezenn an termodinamik". Al lezenn-mañ (arabat bout spontet get he anv !) a lâr (eh an da lâret deoc'h e galleg evel ma 'm boa desket er skol-veur) "L'entropie d'un système isolé ne peut que croître au cours d'une transformation irréversible, donc réelle." An añtropi-se zo en ur mod un dra hag a vuzul "an energiezh n'heller ket implij"; da skouer, un douzerez dre voteur a implij esañs evit gober ur labour, ha teurel a ra tommder en aer ivez. Pa vez graet ar bilañs, ar pezh zo goude (tommder + labour graet) n'eus ket mui moaien da lakaat en tu arall evit implij en-dro an energiezh.

Ar pezh en deus ma souezhet a-c'houde ur wezh eo "irréversible, donc réelle", ar pezh a gomz deomp ag ar vuhez dre vras !

Met an aozer a gomz ivez ag an danvezioù tennet ag an Douar, ag ar metaloù, hag int ivez a vez treuzfurmet e traoù hag a uz goude ha n'eus ket mui moaien dastum en-dro evit adsevel ar metaloù-se (re hir-holl e vehe dastum tout an tammoùigoù !!!!). Ha pa soñjer en energiezh hag er metaloù prizius a vez implijet e industriezh an urzhiataerezh eh eus peadra d'en em soñjal, da brederiiñ, me 'lâr deoc'h, evit ur blogour èl mand on daet da vout...

Ar pezh a lak an aozer da soñjal emañ rekis-groñs digreskiñ ar produiñ ha soñjal er rummadoù da zonet, hag implij energiezhoù ha nend aont ket da goll ker fonnapl; kani an heol eo ar gwellañ, dre ar plant,  nerzh al loened, nerzh an avel...

Al levr zo skiantel a-walc'h, met posubl eo heuliiñ, n'eus ket nemet ur pennad a zo un tamm diaesoc'h.

Un dra a gavan ag ar choaz el levr-mañ ivez, reiñ a ra ur sell àr istor ar skiantoù, levezon an eil skiantour àr egile, istor ganedigezh ar soñjoù, ha interesus-bras eo. Ul levr da lenn, KWA !

Ecrire un commentaire