08/05/2009

Haïkuioù niverenn 27

Setu c'hoazh haïkuioù, n'eo ket achu, na n'eo ket. Spi am eus e vo mat o stumm rak ar wezh paset ne oa ket ha ne ouian ket penaos chañj (a-fed polis ha spas etre pep haïku).


Sell nevez àr Antarès

Un dra ker ruz

Ha ker pell !

Brec'h, noz, 24 06 2006

 

 


Tachenn football

Hon daou e kreiz

Evel en ur sahara

Brec'h, 24 06 2006

 

 

 

Hent d'enderv-noz

Hon daou a-wel d'an dud

Ha d'ar c'hogus arneñv

Brec'h, 24 06 2006

 

 

 

Kazhezig

Ha da deneridigezh

En-dro dezhi

Miglos, goude ar medisinour-loened, àr da varlenn, 24 05 2006

 

 

 

Bodoù roz

E-tal an hent

Bleuñv simpl ha bolz uhel

Brec'h, hent d'ar vourc'h, 24 06 2006

 

 

 

Kein ar gazeg-koad

Er gammdroienn

Chom a ran dic'hoarzh

Hent ar c'hoad bihan, amzer c'hris, un tamm deprimet on, 25 06 2006

 

 

 

Ar skuizhder

A lak anken er gwez

Pa n'eus nemet del

Hent ar c'hoad bihan, amzer c'hris, un tamm deprimet on, 25 06 2006

 

 

 

Me hag ur gogusenn

Ur straed etre an daou

Aer spis ar manezioù

Landevant, enderv, ur gogusenn e penn all ar straed a dalvez din da vanez erc'hek, 26 06 2006

 

 

 

Nag a blijadur

Me, an avel, hag an heol

A zo é labourat

Lakaat lienaj da sec'hiñ, enderv, Brec'h, 27 06 2006

 

 

 

Da vinc'hoarzh pintet

Ar vegoù da dreid

A sav ma spered eurus

A-dreist an oabl glas

Hent da Blañvour, 27 06 2006

 

 

 

Dilhad ar vaouez yaouank

Fest wenn

Aozet àr vevenn ar park

Gallium Mollugo àr vord ar parkad kolza, Brec'h, anv "dilhad ar vaouez yaouank" desket get ur vaouez a Bleuwigner, 27 06 2006

 

Ecrire un commentaire