15/05/2009

Lokmaria-kaer

Un tammig zo n'em eus ket lakaet netra a-ziàr an natur, eh an d'ober un tamm bremañ: dec'h e oan e Lokmaria-kaer é klask gwelet ma oa evned-mor é neizhiiñ (un enklask a zo àr gement-se ar blez-mañ). Met blev ! Ne ouien ket re penaos gober, an aod a zo ker bras... ne oa ket tu. Arsavet em eus e traezhenn Sant-Per evit gober un dro; neizhioù n'em eus ket gwelet met traoùigoù ur sort; un durzhunell voutin é c'hrougousal en un halegenn, m'he gwel goude é nijal kuit; honnezh ne vez ket gwelet nemet d'an hañv amañ hag anezhi e komz ar sonennoù "Ar goukoug hag an druzhunell....". Ur bratellad patoù-yar a zo ivez, melen-koar eo gete, ur bam ! Ur vandennad morfennad triliv (tournepierres à collier) a zo é troiñ bili àr an aod, met n'eo ket d'o lakaat da sec'hiñ; da glask loenedigoù edan dezhe ne lâran ket ! Hag an dra blijusañ evidin: gwelet em eus ur blantenn "margeot", pe "louzaouenn ar c'housked" (jusquiame noire, hyoscyamus niger) àr vord ar vinotenn. E familh an avaloù-douar eo, hag ampouezon eo. Ar blantenn-mañ a zo dibaot dre-mañ, ha sellet em eus àr an atlas: notennet e oa bet e Sarzhav hag e enezenn ar Gêrveur met pas e Lokamariakaer !

Souezhadenn diwezhañ: ar valafenn anvet "Belle-Dame" (Plac'h a vaouez !); hag evit ur wezh em eus divinet he anv !!

 belle_dame.jpg

 

 

 

 

 

 

Ur "Belle-Dame"

Setu evit an droiadig. An nevez-amzer a zalc'h d'ober e dro a-du-rall, met re a draoù a vehe da lâret...

jusquiame.jpg
Margeot (jusquiame noire)
tourterelle_bois.jpg
... hag an durzhunell voutin (tourterelle des bois)... evidin-me e oa kuzhet er bod-haleg !

Ecrire un commentaire