27/05/2009

Balafenn brizh-du

Tro em eus bet an deizioù paseet da welet ur valafenn é sec'hiñ he divaskell àr ur c'heotenn sec'h, goude bout disoc'het ag ar stoubenn (cocon FF). An deizioù kent em boa gwelet ur boupenn arall ha douetañs em boa e oa ar valafenn-se. Aze em boa bet ar brouenn. Ar valafenn "zygène" eo (zijenenn ?), unan du get tachoù ruz splann ha brav-abominapl. Ar boupenn a seblant paper krepon, hag a zo melen àr an hanter, liv an argant (lous) àr an tu arall. Ar boupenn (chrysalide) zu a sorti da gentañ ag ar stoubenn, met pa arru er-maez ag an hanter e arrest ha neuze e ta ar valafenn er-maez. Gwelet e vez c'hoazh pasapl a zijened dre ar vro. Met moarvat ur spesad hepken, pand eus ur yoc'h anezhe e gwirionez. Moarvat eo o livoù flamm ur mod da "lâret" d'an evned n'int ket mat da vout debret.

E ma levr e oa skrivet e veve preñved ar valafenn-se àr ar plantennoù "lotus" (pas lotus (loa-zour) ar yoga, met ur blantenn (troad-yar) tost doc'h ar melchon), met aze e oa àr geotennoù em eus gwelet ar re-mañ.

N'em eus ket klasket tostaat re doc'h ar valafenn-se, na touchiñ, dreist-holl pas !!!!   D'an termen-se ag o buhez int c'hoazh blot ha bresk, hag an disterañ touch graet dezhe a c'hell o distummiñ hag o mac'hagniñ, ar pezh a dalv o marv edan berr. Kaer eo gouiet n'hellont ket c'hoazh nijal da c'hortoz bout sec'h-mat, ha neuze e c'hellont bout tapet meur-a-wezh d'o enebourion d'ar momant-se resis... Stresuset ur prantad evite !!

Setu ma welit unan é tisoc'h ag ar boupenn, chomit hep he direnkiñ re... re nebeut a valafenned hon eus evit c'hoari an dall dezhe !

Ar re am eus gwelet a oa en ur prad mouest.

Setu enta ur skeudenn:

250px-Zygaena_filipendula_240503.jpg

Setu div zijenenn (n'oc'h ket ket mezv !); "zygène de la filipendule" eo.

Ar memes deiz em boa gwelet ur chasplouzenn, ne ouien ket pesort balafenn e oa:

120px-Zygaena_filipendulae_-_Sechsfleck_Widderchen_-_Raupe_02.jpg

Hañval-mat oa doc'h honnañ, hag a zo preñv ur zijenenn just-a-walc'h !!

Gwir eo eo ur soñj mat pa glasker anv ur viskoulenn en ul levr klask da gentañ penn ar re hon eus gwelet ar balafenned anezhe é nijal tro-ha-tro... ne vez ket gouiet...

Ha bremañ evit gwelet ar stoubenn, setu ur liamm. Amañ, ar valafenn a zo aet get he hent. Lâret e vez e galleg "une exuvie" ag an dra-se, ag ar pezh a chom ag ar boupenn (ha stoubenn). Ma, setu. Ha sellit doc'h ar fotoioù arall, c'hwi a welo tout !!

http://images.google.com/imgres?imgurl=http://pagesperso-...

Ecrire un commentaire