04/06/2009
Ar gariadez vaen
Setu me é achuiñ ar romant "Ar gariadez vaen" skrivet get Yann Fulub Dupuy. Ur pezh levr tev eo, skrivet bihan. Klevet em boa lâret e oa ul levr un tamm diaes da lenn abalamour d'ar puilh mand eo ar c'heriaoueg hag an troiennoù dibaot a-barzh. Ar pezh zo gwir sur a-walc'h, ha me 'm eus eñ aprovet é lenn levrioù arall skrivet getoñ. Kement-se a ziaesa ar c'hompren gwezh-a-vez el levr, met kas a ra plijadur ivez d'al lennour kar-e-yezh, ha c'hwek em eus kavet ar yezh dre vras. N'eo ket fall naket gwelet en un istor, en ur romant, gerioù ne welit ket lies er-maez ag ar geriadurioù. Un tamm evel gwelet un evn gwir p'ho poa eñ gwelet betek aze el levrioù hepken, diàr fotoioù.
An istor he deus plijet din ivez ken-ken, na bout on bet un tamm difonn é lenn ar penn-kentañ. Met ur momant a arru en istor ma on bet tapet ha ma 'm eus klasket gouiet penn d'an traoù hep leuskel al levr a-gostez ken. An darvoudoù a zo en-dro d'un iliz-veur, ha darvoudoù kriz a-walc'h peogwir eh eus multroù. An haroz a zo Yann, ur c'hlasker hag a studi an iliz-veur-se a-zevri. Ne lârin ket muioc'h met suspens a zo. Oc'hpenn-se on plijet a-walc'h get an ilizioù kaer ha neuze n'eo ket falloc'h, desket e vez anvioù hag a denn d'an arkitekouriezh ha-razh...
Danvez zo da lenn, a-fed gerioù ha senario, ul levr ag an dibab a lârehen a-walc'h, boued spered ha boued faltazi. Ha romantoù (gwir ha pas istorioù buhez) hir e brezhoneg èl-se n'hon eus ket kement-se.

15:26 Publié dans levrioù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : dupuy, ar gariadez vaen









Ecrire un commentaire