18/06/2009

An SNCF hag ar brezhoneg

Setu amañ doereioù ag ur stourm am behe c'hoant brudiñ amañ, ha lâret en-dro penaos on a-du get ar stourm-se: evit ma vo implijet ar brezhoneg en SNCF, en tier-gar hag en trenioù. Setu neuze petra zo kaoz e kasan deoc'h ur liamm a-ziàr ar pezh zo bet graet e ti-gar Gwengamp n'eus ket pell zo. Lâret e vez deomp a-c'houde ur wezh hon eus droed da gomz brezhoneg, get ma vehe implijet er gêr, klozet etre ar mangoerioù, etre mignoned... met pas ken ! Ha neoazh e faot deomp ma vehe klevet ha gwelet ar brezhoneg er vuhez foran ivez.

Pa faot d'ur yezh bout lodek e kan ar yezhoù er bed, rekis eo he leuskel da ganiñ ha tenniñ ar mouched a stank he beg !

http://www.agencebretagnepresse.com/fetch.php?id=15420 (e brezhoneg)

http://www.agencebretagnepresse.com/fetch.php?id=15421 (e galleg)

Ecrire un commentaire