20/06/2009
Rhagonycha fulva
"Rhagonycha fulva" ? Petra eo c'hoazh an anv-se ? Nend on ket é klask ho pamiñ get ma latin, lâret anv resis al loen eo ha netra ken ! Ha kement ha kement a amprevaned a zo er vro ma n'eus nemet ul lodennig anezhe hag o deus un anv dezhe, e yezhoù ar vro. Moaiand a vehe atav reiñ ul liv brezhoneg d'an anv (Ragonichenn rous ?) pe galleg (Rhagonychie fauve ?).
Un dra zo sur, ur bochad a oa tuchant àr ar bodig "Callistemon" ker brav get tout ar staminennoù (pe goafioù ma faot deoc'h) ruz mouk aze, ha dispak-kaer. Hag e oant tout é fringal aze, dizoavet, edan an heol. Birvilh er bod Callistemon ! Meur a gouplad a spurmantan, a-zevri é ober àr -dro amzer da zonet o spesad. Goude bout klasket o anv e welan int loened hag a jiboes amprevanedigoù. Lenn a ran ivez int e-mesk ar c'hwiled paotañ er vro ! Ha gwir a-walc'h eo ne oa ket ar wezh kentañ din o gwelet. Unan ag ar re gentañ da ouiet o anv neuze ma faot deoc'h monet àr-raok àr studi al loened bihan. E familh ar c'h"Cantharidae" int, c'hwiled hag a nij forzh aes, get adaskelloù (elitroù) hag a zo un tamm blot.
Chê desket din anv ur spesad, diàr... an niver bras-bras a spesadoù amprevaned !! Ar sant dispis am eus penaos ne dizho ket birviken din anavout anvioù razh al loened bihan ag ar vro... n'ouian ket perak...

Rhagonycha fulva

Gober ar garantez àr ur bratellad bokedoù. Bervidant an traoù gete.
14:43 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note









Ecrire un commentaire