25/06/2009
jimnaska ar gweren
Setu amañ traoù am eus gwelet ar miz-mañ met n'em boa ket bet amzer c'hoazh d'o lâret: ha neoazh e talvont ar boan bout gwelet get pep unan ur sort. Amañ e faot din komz ag ar mod ma vez polinizet daou sort bokedoù get ar gweren. E gwirionez evit pep sort plantenn e vez kavet polinizerion resis, gwezhavez ur bochad sortoù, met gwezhavez ivez un amprevan hepken, unan resis, ha keneve ma ta da welet ar blantenn e chom honnezh hep teurel had goude. Pep plantenn 'deus he mod da vout polinizet, ha bleuñv ar banal em eus kavet berr é sellet doc'h strivoù ar gweren evit tapout o follen. C'hwi a wel penaos eo bleuñv ar banal. Ar petalennoù zo dirak a c'holo ar staminennoù (pe goafioù) hag an dared (le style). Pa arru ur werenenn àr ur vleuñvenn "yaouank" e pouez àr ar petalennoù, get nerzh. Ha me 'lâr deoc'h e vez gwelet splann e lak poan. Emañ é tijambetal aze, é voutiñ he fenn a-barzh. Hag, en un taol, setu ar goafioù hag an dared é strimpiñ er-maez ag o c'huzhadell ! Ken e weler ar pollen é nijal un herradig... Met an dra-se a dremen ker buan ma ne welit ket atav splann, hag afer a vehe a filmiñ hag a dremen ar film difonn evit gwelet mat. Ha p'he devez dastumet ar pollen e ya da welet ur vleuñvenn arall. Leuskel a ra a-gostez ar bleuñv o deus tarzhet c'hoazh, hag ar re a zo re abred evit tarzhiñ, ha pas prest c'hoazh.
Ar blantenn arall am eus gwelet a oa ur sort "pois de senteur" (memes familh get ar banal enta), hag ar werenenn a sellen doc'hti ne oa ket unan voutin èl an hani em boa gwelet àr ar banal. Duoc'h a oa, brasikoc'h. Ha da gentañ pa 'm eus he gwelet àr ar vleuñvenn, distummet he c'horf, evel flastret, em eus soñjet e oa bet tapet d'ur gevnidenn-krank, ar c'hevnid-se hag a gustum gortoz àr ar bokedoù ha foeltriñ ar c'helion, ar gwesped hag ar gweren get un taol chajell lan a vilim. Met pas, seblant a rae flastret en arbenn ma oa ivez é labourat àr he nerzh evit digor ar petalennoù ha lakaat ar goafioù da sorti ! Aze ne oa ket un darzhadenn ken trumm èl kani ar banal avat. Ha c'hwi he gwele goude é torimellat un tamm evit lakaat ar pollen àr he c'horf.
Kement-se a ra c'hoant da sellet doc'h plantennoù arall pa vezont e bleuñv, kar ar gweren-se (hag an amprevaned polinizer arall) a vez ret dezhe en em ober doc'h pep sort boked evit tapout ar pezh o deus c'hoant tapout gete, nektar pe pollen. Peadra da chom hep kavout hir e amzer a-hed an hañv...

Ar vleuñvenn amañ zo bet gweladennet get ur werenenn moarvat kar dispak eo tout he zraoù geti e kreiz.
Ur pennad zo amañ hag a zispleg mat an traoù (gete em eus tapet ar foto)
http://fvayeur.free.fr/journal/Jauneestletendard.html
met ar pezh ne lâr ket eo ar feson mand eo ar werenenn é poueziñ get nerzh evit ma vo ar benveg é tarzhiñ !
22:57 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note









Ecrire un commentaire