30/06/2009
an tu fall, petra 'faot deoc'h !
dalc'hmat an tu d'an uz ! : se dit quand on accumule les malchances, les misères, que les tartines tombent toujours du mauvais côté; m'eus me durant an tu d'an uz ! : je n'ai jamais de chance
02:41 Publié dans Troienn an deiz | Lien permanent | Commentaires (1) | Envoyer cette note
29/06/2009
Jobig
Emañ Jobig é tostaat ! : le "marchand de sable" français est ici Jobig (à Pluvigner, Brandivy notamment)
00:10 Publié dans Troienn an deiz | Lien permanent | Commentaires (2) | Envoyer cette note
28/06/2009
Pedros-Loko
http://www.dailymotion.com/relevance/search/but+patrice+l...
Petra eo al liamm-mañ ? Football, mell-droad !! Penaos emañ posupl ?
Eya, e ma amzer dremenet eh on bet sot get ar football, c'hoari a raen e klub ma farrez er skipailh pousined da gentañ ha get ar re "pupilhed" goude. Met ar pal-mañ dreist-ordinal am eus soñj anezhoñ c'hoazh bremañ evel ma 'm eus soñj ag ar sezon 94-95 a-bezh. Heuliiñ a raen an FC Naoned (dre ar radio d'ar liesañ) hag ar sezon bamus o doa graet neuze. Em c'hlas termen e oan get kamaraded hag a oa èldin àr-dreñv Naoned, ur blezad fiskal a oa evit estroc'h evit an dra-se, ha neuze pa soñjan en FC NAoned e soñjan ivez er blez-se !
Met ar pal-se, ur sort, a zo ag ar choaz, ha get sonerezh Led Zeppelin àr-dreñv eo gwell c'hoazh !
A-c'houde e heulian Naoned en desped d'o flanedenn... Met n'on ket ker sot get ar foot èl en amzer-se, pell avaze !
04:41 Publié dans Sport | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
darn
Leuskel un tamm labour e darn: laisser un travail en plan.
01:35 Publié dans Troienn an deiz | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
27/06/2009
Haïkuioù niverenn 29
Al lanv
A red àr ar lec'hid
Gwask grizias àr an dud
Tomm spontus, pred e Belz, 1 07 2006
Ur c'housked eürus
Teir gwezh "Demat"
Evned a-leizh ar fenestr
Brec'h, 2 07 2006
Derv, ar stêr, ur vag
Avel klouar dre o mesk
Razh kement-se evit hor bank
Bank àr an hent etre ar Bono ha Bekerel, ur banne avel a zo aze, 2 07 2006
Soñjoù du an noz kent
Ha sonenn seder ar mintin
Gaouier a lâront o daou
3 07 2006
Tommder ankenius
Kan ar fenestri
Da gaso kuit ?
Fenestri digor da vitin, Brec'h, 3 07 2006
Da vinc'hoarzh
En deus fourchet a-dreist ar fenestr
Dilhad heol hag avel
Fenestri digor da vitin, Brec'h, 3 07 2006
Gweren skañv
Er bleuñv kistin
Met pouez o frond àrnin
Lakaet on diaes get c'hwezh ar bleuñv kistin kazi, enderv, 3 07 2006
An hañv tomm ha gris
Dre ruioù an Alre
Krennardezed a bep tu
Penn kentañ ar vakañsoù eo !, An Alre, 4 07 2006
Glav a-blomm
Dihunet en deus
Spered an deiz
Brec'h, da vintin, 5 07 2006
En aer fresk
Kogusennoù liv
A ziskouez o bro din
Kogus roz ha glas da serr-noz, Gwened, 5 07 2006
12:00 Publié dans Haïkuioù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : haïku, poésie, barzhoniezh, brezhoneg
Leue ruz...
Soniñ a ra leue ruz leue du: ne son ket gwall vad get e venveg, evel ma ra unan é komañs (klevet em eus se d'al liesañ a-ziàr an akordeon)
03:25 Publié dans Troienn an deiz | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
26/06/2009
blaz ar skuizhder
Skuizh on ken na vlazan: skuizh-marv on
00:05 Publié dans Troienn an deiz | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
25/06/2009
jimnaska ar gweren
Setu amañ traoù am eus gwelet ar miz-mañ met n'em boa ket bet amzer c'hoazh d'o lâret: ha neoazh e talvont ar boan bout gwelet get pep unan ur sort. Amañ e faot din komz ag ar mod ma vez polinizet daou sort bokedoù get ar gweren. E gwirionez evit pep sort plantenn e vez kavet polinizerion resis, gwezhavez ur bochad sortoù, met gwezhavez ivez un amprevan hepken, unan resis, ha keneve ma ta da welet ar blantenn e chom honnezh hep teurel had goude. Pep plantenn 'deus he mod da vout polinizet, ha bleuñv ar banal em eus kavet berr é sellet doc'h strivoù ar gweren evit tapout o follen. C'hwi a wel penaos eo bleuñv ar banal. Ar petalennoù zo dirak a c'holo ar staminennoù (pe goafioù) hag an dared (le style). Pa arru ur werenenn àr ur vleuñvenn "yaouank" e pouez àr ar petalennoù, get nerzh. Ha me 'lâr deoc'h e vez gwelet splann e lak poan. Emañ é tijambetal aze, é voutiñ he fenn a-barzh. Hag, en un taol, setu ar goafioù hag an dared é strimpiñ er-maez ag o c'huzhadell ! Ken e weler ar pollen é nijal un herradig... Met an dra-se a dremen ker buan ma ne welit ket atav splann, hag afer a vehe a filmiñ hag a dremen ar film difonn evit gwelet mat. Ha p'he devez dastumet ar pollen e ya da welet ur vleuñvenn arall. Leuskel a ra a-gostez ar bleuñv o deus tarzhet c'hoazh, hag ar re a zo re abred evit tarzhiñ, ha pas prest c'hoazh.
Ar blantenn arall am eus gwelet a oa ur sort "pois de senteur" (memes familh get ar banal enta), hag ar werenenn a sellen doc'hti ne oa ket unan voutin èl an hani em boa gwelet àr ar banal. Duoc'h a oa, brasikoc'h. Ha da gentañ pa 'm eus he gwelet àr ar vleuñvenn, distummet he c'horf, evel flastret, em eus soñjet e oa bet tapet d'ur gevnidenn-krank, ar c'hevnid-se hag a gustum gortoz àr ar bokedoù ha foeltriñ ar c'helion, ar gwesped hag ar gweren get un taol chajell lan a vilim. Met pas, seblant a rae flastret en arbenn ma oa ivez é labourat àr he nerzh evit digor ar petalennoù ha lakaat ar goafioù da sorti ! Aze ne oa ket un darzhadenn ken trumm èl kani ar banal avat. Ha c'hwi he gwele goude é torimellat un tamm evit lakaat ar pollen àr he c'horf.
Kement-se a ra c'hoant da sellet doc'h plantennoù arall pa vezont e bleuñv, kar ar gweren-se (hag an amprevaned polinizer arall) a vez ret dezhe en em ober doc'h pep sort boked evit tapout ar pezh o deus c'hoant tapout gete, nektar pe pollen. Peadra da chom hep kavout hir e amzer a-hed an hañv...

Ar vleuñvenn amañ zo bet gweladennet get ur werenenn moarvat kar dispak eo tout he zraoù geti e kreiz.
Ur pennad zo amañ hag a zispleg mat an traoù (gete em eus tapet ar foto)
http://fvayeur.free.fr/journal/Jauneestletendard.html
met ar pezh ne lâr ket eo ar feson mand eo ar werenenn é poueziñ get nerzh evit ma vo ar benveg é tarzhiñ !
22:57 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
pouez bann
An dra-se ne ra ket na pouez na bann din: ça ne me fait ni chaud ni froid; ur c'harr karget zo pouez mard eus re a bouezantur àr an diaraok, ha bann mard eus re a garg àr lost ar c'harr.
07:00 Publié dans Troienn an deiz | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
24/06/2009
aes a zesk
Hennezh zo aes a zesk: n'en deus tamm poan ebet é teskiñ traoù nevez.
01:46 Publié dans Troienn an deiz | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note








