29/07/2009
loened bihan
Pell zo n'em eus ket lakaet notenn natur ebet ha neoazh e vehe talvoudus derc'hel d'ober; pas marse bemdez èl ma 'm eus bet graet get kalon e-pad ur prantad (ar pezh zo mat evit bout sur da skriv, hag ivez evit ma rediiñ da sellet doc'h an natur, met ar pezh a gemer pasapl a amzer ha-tout), met klask komz lies ag ar pezh a denn, a dost pe a bell, d'an natur.
Tro am eus bet d'ober un devezhiad studi ar balafenned hag ar matizhion-aer (anavet gwell dre an anv "Nadozioù-aer"), ha gwelet em eus bet pegen talvoudus e oa bout ur roued evit tapout al loened-se hag o studiiñ. Komprenet em eus ne rae ket droug dezhe pa vez gouiet implij ar benveg-se; ha gwelet al loen a-dost eo ar gwellañ feson da vout sur ag e anv ! An deiz-se hon eus bet chañs rak brav e oa an amzer, ne oa ket kalz a avel (pa vez avel e ya ar loenedigoù-nij da guzh !), hag oc'hpenn hon eus gwelet spesadoù nadoz-aer marse pas dibaot a-grenn, met ne vezont ket gwelet bemdez ur sort. Evidin-me kalavern penaos, al lod vrasañ anezhe n'anaven ket, na bout em boa klevet komz anezhe; aze hon eus studiet modoù sur d'o diforc'h, ha komprenet ivez gwell e-menn o c'haver, petra eo o buhez. Ar pal goude a vo, evidin-me, o studial gwell (get sikour ur levr n'em eus ket c'hoazh hag ur roued n'em eus ket naket !), hag èl-se, pa 'm bo tro da welet al loened-se àr ma hento*, reiñ un anv dezhe ha sikour (ar pezhig a c'hellan) da sevel ur sort atlas anezhe !
Ar fotoioù-mañ da heul zo tennet ag ul lec'hienn vrav: http://pagesperso-orange.fr/ramieres/libellules/cadre.html
Calopteryx virgo
unan ag ar re baotañ er vro
... ha Boyeria irene (unan dibaot a-walc'h)
Ur bochad re arall hon eus gwelet; n'em eus ket amzer d'o diskouez deoc'h, na da vrastresiñ an diforc'hioù etre rummadoù bras bed an nadozioù-aer... met soñj am bo pell ag an devezh-se en deus ma lakaet da vonet er bed-se.
17:51 Publié dans Natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note









Ecrire un commentaire