31/07/2009

Aelig gwenn ar rolterez

Tuchant, er jardrin, ur valafennig get divaskell pluñvek: ur pterofor. Unan gwenn (Pterophorus pentadactylus) pe unan boutin (Emmelina monodactyla) ? Unan hag a vez gwelet e fin an devezh, ha tostaat a raont lies-mat (an hani gwenn atav) doc'h ar gouloù da noz.

Ar re-se a vez kavet o freñved àr ar rolterez (liseron) hag a-c'houde ma ouian an dra-se e sellan doc'h ar rolterez en ur mod un tamm dishañval. Evel StEx hag a sell doc'h ar stered en ur mod dishañval goude bout anavet ar priñs bihan, me ivez, na bout n'em eus ket c'hoazh gwelet o freñved àr ur blantenn rolterez evit c'hoazh, soñjal a ran enne pa welan seurt plantenn.

 

pterophore_blanc.jpg

Ar pterofor gwenn

 

pterophore_commun.jpg

Ar pterofor boutin

 

Fotoioù tennet ag ar lec'hienn: http://www.vertdeterre.com/nature/animal/insectes.php?act...

 

 

Restaj

Restaj mat a zo mat: se dit à ceux qui font les dégoûtés devant les restes, qui ont pourtant de la valeur si la matière initiale en avait

Get an droienn-mañ e achu ar rummad "Troienn an deiz" ma zud vat, èl ma 'm boa lâret deoc'h.

Eh an da glask komz en-dro ha muiikoc'h a-ziàr an natur.

30/07/2009

pennad

Boutiñ pennad en unan bennak: lui monter la tête

29/07/2009

loened bihan

Pell zo n'em eus ket lakaet notenn natur ebet ha neoazh e vehe talvoudus derc'hel d'ober; pas marse bemdez èl ma 'm eus bet graet get kalon e-pad ur prantad (ar pezh zo mat evit bout sur da skriv, hag ivez evit ma rediiñ da sellet doc'h an natur, met ar pezh a gemer pasapl a amzer ha-tout), met klask komz lies ag ar pezh a denn, a dost pe a bell, d'an natur.

Tro am eus bet d'ober un devezhiad studi ar balafenned hag ar matizhion-aer (anavet gwell dre an anv "Nadozioù-aer"), ha gwelet em eus bet pegen talvoudus e oa bout ur roued evit tapout al loened-se hag o studiiñ. Komprenet em eus ne rae ket droug dezhe pa vez gouiet implij ar benveg-se; ha gwelet al loen a-dost eo ar gwellañ feson da vout sur ag e anv ! An deiz-se hon eus bet chañs rak brav e oa an amzer, ne oa ket kalz a avel (pa vez avel e ya ar loenedigoù-nij da guzh !), hag oc'hpenn hon eus gwelet spesadoù nadoz-aer marse pas dibaot a-grenn, met ne vezont ket gwelet bemdez ur sort. Evidin-me kalavern penaos, al lod vrasañ anezhe n'anaven ket, na bout em boa klevet komz anezhe; aze hon eus studiet modoù sur d'o diforc'h, ha komprenet ivez gwell e-menn o c'haver, petra eo o buhez. Ar pal goude a vo, evidin-me, o studial gwell (get sikour ur levr n'em eus ket c'hoazh hag ur roued n'em eus ket naket !), hag èl-se, pa 'm bo tro da welet al loened-se àr ma hento*, reiñ un anv dezhe ha sikour (ar pezhig a c'hellan) da sevel ur sort atlas anezhe !

Ar fotoioù-mañ da heul zo tennet ag ul lec'hienn vrav: http://pagesperso-orange.fr/ramieres/libellules/cadre.html

nadoz-aer 4.jpgCalopteryx virgo

 

unan ag ar re baotañ er vro

 

 

 

nadoz-aer 2.jpg... ha Boyeria irene (unan dibaot a-walc'h)

 

 

 

 

 

 

 

Ur bochad re arall hon eus gwelet; n'em eus ket amzer d'o diskouez deoc'h, na da vrastresiñ an diforc'hioù etre rummadoù bras bed an nadozioù-aer... met soñj am bo pell ag an devezh-se en deus ma lakaet da vonet er bed-se.

Ur groaz er siminal !

Ur groaz er siminal ! : se dit quand quelqu'un fait quelque chose qu'on n'aurait pas attendu de lui, qu'on n'aurait pas imaginé de sa part qu'il le fasse; un droienn a zo e galleg evit an dra-se met n'em eus ket soñj resis petra.

28/07/2009

gwir gaou

Ne lâr na gwir na gaou: il faut se méfier de ce qu'il dit, on ne sait jamais si c'est vrai ou si c'est faux

(feson arall: Komz a ra par gwir par gaou)

27/07/2009

heol

Aet eo g'an heol !: aet eo diàr ma spered

26/07/2009

penn person

Hennezh a ra d'e benn-person: eñ a ra d'e soñj, evel m'en deus divizet, hep selaou ar re arall

25/07/2009

bamet

N'on ket bamet get katev: n'on ket sot get ar c'hatev

24/07/2009

ar yod

Bez zo yod doc'h e vazh: n'eo ket gwall fin anezhañ

Toutes les notes