05/08/2009
klevet em eus er festival
E festival an Oriant on bet é vale dec'h hag an deiz kent evit dec'h, ha setu un nebeudig strolladoù am eus bet tro da selaou hag eh an bremañ da lâret traoùigoù brav a-ziàr o fenn, da reiñ c'hoant deoc'h da selaou doc'hte.
Dilun e oa ar Ramoneurs de Menhirs, atav ker bervidant; en o raok e oa bet ur strollad indianed Navajo é tiskouez d'an dud ar pezh a zañsont eno hervez ar vodel gozh, ar c'hredennoù pe an oberioù a zo stag doc'h pep dañs. Lakaet o deus an dud da zañsal ivez. Goude ar Ramoneurs neuze eh eus bet ar strollad Blackfire, ur strollad savet get indianed Navajo ivez. Gitar, gitar-boud, taboulinoù. Ar re-se a gase a-barzh ! Sonerezh rock gete, skrivet e oa "punk" àr ar paper, ar pezh a oa gwir a-fed ar pezh a veze lâret gete, pal o sonerezh (sachiñ evezh àr o c'hoantoù don, o diaezamantoù, o doñjer....) met a-fed sonerezh e oa teknik-pasapl, da skouer an taboulinoù, ha ne oa ket d'am soñj punk 100 %. (Evit bout punk 100 % e vehe ret tapout un den hag en deus traoù da lâret, a zo heuget get tra pe dra er gevredigezh, ha lakaat etre e zaouarn ur gitar-tredan, na bout n'en deus ket james touchet gitar ebet en e vuhez...). Fiskal, ha fiskal ar c'hejaj en achuamant get lod ag ar Ramoneurs.
Dec'h e oan bet da gentañ penn é selaou doc'h un trio: Sylvain Barou (flaouit-treuz), Ronan Pellen (bouzouki a vro-Iwerzhon anvet "cistre"), ha Jacques Pellen (gitar). Dont a raen dreist-holl evit Jacques Pellen, n'em boa ket eñ klevet a-c'houde an tazoù, ha kontant on bet aze. Hennezh zo ken duac'h àr e venveg, ha katapl da chañj stil, da grouiñ ur son a-dres evit dougen ar benveger arall a zo é soniñ àr-un-dro getoñ... Ha da vagiñ sinema diabarzh an dud a zo é selaou ! An daou arall zo brudet ivez ha tuaet-mat, sonerion ampart ha tener àr-un-dro, ken e oa ur misi o c'hlevet o-zri !

Jacques Pellen
Goude e oan bet é selaou doc'h Meriadeg Gouriou, soner akordeoñs ag ar vro, hag a son traoù dezhañ e unan, ha gwelet e vez emañ a-barzh e sonennoù "penn-kil-ha-troad", ar pezh a blij din ur bochad hag estroc'h din-me e plij. E stil a c'houlenn un tamm sport getoñ hag e zivrec'h a ziskouez bout kigennek a-walc'h. Spered an trañs, get tonioù hir ha boukloù, kaniñ a ra ivez (e yezh ebet). Ma lakaat a ra da soñjal en ur soner ag ar Limouzin hag a blij din horrol ivez, me 'gomzo deoc'h anezhañ p'em bo un digarez bennak.

Mériadec Gouriou
(evel ma lâr ar c'hlasker gall Corentin Tamar, "La déformation spontanée du visage du musicien est généralement signe de musique qui entretient un lien intime avec les boyaux, le système sanguin, et la joie d'être là, du spectateur)
En achuamant on bet é welet ar strollad Talar, a lakae an dud da zañsal; ha santet e veze ar blijadur e-mesk ar gorollerion !
Bourrapl e oa bale er-maez, ne rae ket mui glav !!
Ar re gozh a lâre "Kalañ-Gouiañv, mammenn an dour / Ma ne vez ket e vezomp paour"
Ar re yaouank a lâr "Goureneañv, mammenn an dour / Ma ne vez ket e vezomp paour" !! kement a zour a zo bet e deizioù diwezhañ miz Gouere; hag un tamm c'hoazh e miz Eost. Penaos e vo an deizioù da zonet ?
12:48 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : fil, gouelioù etrekeltiek, an oriant, lorient









Ecrire un commentaire