06/08/2009

Gouelioù etrekeltiek II

Setu me arre d'enderv-noz é klask àr-lerc'h traoù da selaou. Pas, n'eo ket gwir, gouiet a raen ar pezh am boa c'hoant da glevet; ar strollad Hiks a oa é soniñ en un davarn e kreiz-kêr; manket em eus int  da gentañ-penn, rak aet int da zebriñ. Met goude eh eus bet sapre korollennoù gouez àr ar straed dirak an davarn, me 'lâr deoc'h ! Hag huchadennoù (gober a ra vad huchal ur wezh an amzer). Hag un talabarder hag a oar boutiñ parlandoù get an dañserion, evit o lakaat da c'hoarzhin peotramant da vonet da vreskenn ha da fringal !! Anavout a raen ar gitarour-boud a oa gete e-raok ha plijadur am boa get ar strollad pa oa a-barzh, met aze é welet piv en doa kemeret e blas e oan oc'hpenn kontant: Stéphane De Vito a oa ! Spi am eus ho peus klevet komz anezhañ ! A-hent-arall emañ ret deoc'h deskiñ en-dro istor ar sonerezh e Breizh a-zal ar blez 1990.

HIKS.jpg

HIKS

Er penn d'an dias ag ar memes straed em eus klevet un ton hag a anaven mat; ya, hennezh a oa, David Pasquet, hag a oa é soniñ e stumm un trio; Hélène Brunet getoñ a oa é soniñ get al laüd (ur menestin bouzouki), ha Jonathan Dour get ar violoñs. Drol a oa a gentañ klevet ar stumm "skañv"-se da donioù am boa klevet kant gwezh, met plijus a oa ! Hag oc'hpenn bourrapl pa 'm eus bet dañset àr un ton jig n'anaven ket, un ton brav-abominapl.

Pasquet.jpg

David Pasquet, n'em eus ket kavet skeudenn ebet ag an trio betek bremañ.

Goude-se on bet en ul lec'h arall, ma oa Ozan Trio é soniñ; an tri den-se (gitar, flaouit, kan) a zo barrek-mat àr o benveger, ha santout a raer a-benn, p'o gweler, ar blijadur o deus é soniñ, hag é c'hoari get al luskoù; ar c'haner da skouer a daol aridennadoù notennoù, e-ser kontiñ istorioù e brezhoneg hag ivez e galleg, hag a lak efedoù-lusk e-leizh a-barzh...

ozan trio.jpg

Ozan Trio

 

 

 

Ecrire un commentaire