08/08/2009

Trañs a vro Italia

Atav er FIL. An neizhour e oan bet é selaou ur strollad a vro Italia, Canto Antico, àr leurenn Vreizh. Ne ouien ket tamm petra oa o strollad, met kurius oan da glevet ar pezh a raont, tost eo ma c'halon doc'h Italia e gwirionez, diaes eo displegiñ perak. Ar sonenn gentañ: un ton tarentella eo ! Get taboulinoù-dorn ha-tout ! Ag ar choaz, ar strollad-mañ a zo a greisteiz an Itali hag an dañs-se, nerzhus ha sebezus, a blij din. Neoazh e tigresk nerzh ar strollad ha dreist-holl e zarempred get ar selaouerion a-hed ar sonennoù da heul. Ar c'haner ne ouia ket lakaat e veg dirak ar mikro, diaezamantoù zo get ar son, ne glever ket mat tout ha gwanaat a ra an traoù, ken e oan tost da bartial ! N'oan ket e ma unan èl-se ha ne oa ket kement-se a dud dirak al leurenn, é sellet hag é selaou. Met setu ma klevan an traoù é kreñvaat, ar son zo kemeret gwell get an teknikour, pe ar sonerion a zo dihunet, ha neuze e krog an trañs, ar blijadur en em strew e-mesk an dud, ha komañs a ra tud arall tostaat !

 

Ar c'han get mouezhioù disheñvel, an taboulinoù, ar gitar bihan, ar vandolinenn, ar seurt oud hag an akordeoñs a zo kejet bremañ, a-feson, ha dont a ra diaoulek an traoù en achuamant; ar sonerion a ya kuit met n'o deus ket amzer d'ober seblant a guitaat ar leurenn, goulennet int bet groñs get an dud da soniñ en-dro, hag an ton hir a sonont neuze a lak tout an dud da vreskenn !! Ur bam.

Setu ur chomlec'h ma faot deoc'h anavout gwell ar strollad-se, ha klevet un tañva d'o sonennoù.: http://www.cantoantico.org/

 

Canto Antico.jpg

Canto Antico


taboulinerez.jpg
Taboulinerez ar strollad

 

Commentaires

Setu neuze ar volg ar gelionenn! Me zo ket kreiñ a-walc'h e brezhoneg evit lenn bep artikel met n'eo ket grevus.

An Aourgi, Gael.

Ecrit par : Gael | 10/08/2009

Geo, grevus eo !

Ecrit par : Patrick | 13/08/2009

Deskiñ a ran...

Ecrit par : Gael | 13/08/2009

Tamm ha tamm e ta ... Kalon ! Ha betek ar c'hentañ, get plijadur.

Ecrit par : Patrick | 17/08/2009

Ecrire un commentaire