15/08/2009

Evned ma liorzh

Setu lennet din (fonnapl) ul levr brav, get livadurioù a-dres a-barzh, hag a-ziàr an evned; "Evned ma liorzh" eo, skrivet get Madalen an Amour, un dregeriadez, skeudennaouet get Yvette Le Louët, hag embannet get Skol Vreizh. 24 istor evned; traoù savet diàr ar pezh he deus gwelet en he jardrin; skrivet eo en ur brezhoneg simpl a-walc'h met yac'h; kaoz zo ag an evned stankañ er vro hepken, met roet e vez da dañva traoùigoù hag a ra personelezh pep unan, sellet he deus mat. Ne vez ket desket kement-se a draoù met plijus eo. Lies e lak an evned da gomz, talvoudus eo pa lak àr-wel perzhioù ar spesad-mañ hag ar spesad, met ur wezh an amzer ne ra ket ha domaj eo, rak kollet e vez plas en ul levr hag a zo berr a-walc'h ur sort. Ar skeudennoù a zo un dudi sellet doc'hte. Ul levr a-dres evit ar vugale, ar re a zesk brezhoneg, pe ar re n'anavont ket forzh netra e bed an evned. Evit ar re a anav mat an evned (me zo me etre an daou rummad !), na bout eo skañv e chom bourrapl da lenn, ha n'em eus ket gwelet farioù bras a-fed skiant (moarvat unan barrekoc'h evidin-me a welo un nebeud). Ma 'peus tro d'er lenn, grit !

 

evned ma liorzh.jpg

Ecrire un commentaire