17/08/2009
INT
Setu an deizioù-mañ em eus bet tro da selaou ur bladenn: kani INT.
Degas a ran soñj da stad an traoù en amzer-se (~1996):
Tangwall Ar Re Yaouank a zo just é achu, reiñ a ray diwezhatoc'h trezolioù evel tonioù ar vreudeur Guichen pe an trio Pasquet. Carré Manchot zop en e greñvañ. Skeduz ha Pevar Den a ziskouez o startijenn. Daou strollad yaouank lan a ijin hag a nerzh a zo é tonet, Gwenfol ha Tan 'ba 'n ti. Puilh oa an traoù, met n'eo ket tout...
Ha setu un noz ma oamp aet da Bleheneg da selaou doc'h Celtas Cortos... n'hor boa ket profitet kement ag ar strollad rock fiskal-se en arbenn ma n'anavemp ket mat an tonioù hag ar pozioù c'hoazh. Met evit achu an nozvezh e oa ur strollad fest-noz: INT. Ne oamp ket ken niverus-se é tañsal, daet oa an dud evit Celtas Cortos kentoc'h. Bervidant e oa bet an abadenn-dañs, na bout e oa bet achuet krenn abalamour ma oa diwezhat ha ma oa bet goulennet get aozourion an nozvezh lazhiñ an amplioù ! Soñj mat am eus ag an dañsoù dirollet-se, e-mesk ar re blijusañ em buhez dañsour.
Goude on bet é tañsal estroc'h evit ur wezh gete, pas trawalc'h èl rezon...
An traoù-se o deus roet ur bladenn anvet "Kentañ" (hag o fladenn diwezhañ ivez). Bravet ur bladenn ! Komz a ran ag an tonioù. Ijin, nerzh, trañs, brezhoneg, traoù krouet dezhe ha traoù arall kempennet diàr tonioù kozh. An tri sonour arall (flaouit/bombard, gitar, gitar-boud) a son biskoazh gwell asambl, get ampartiz. Ag ar choaz ! N'eo ket kement-se preniñ o CDioù a lâran deoc'h gober, met kentoc'h kemer skouer doc'hte evit krouiñ sonerezh !

05:12 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : int









Ecrire un commentaire