18/08/2009

un abadenn da sellet doc'hti

Setu ma kinnigan deoc'h sellet doc'h un tamm abadenn àr Internet : http://www.arretsurimages.net/contenu.php?id=2152; an abadenn a veze skignet àr ar 5vet chadenn e-raok, ha derc'hel a ra àr Internet bremañ; komz a ra ag ar feson m'o deus ar mediaioù da gomz (dre vras); sujed an ar miz: an enkadenn, ar gaouad argant a zo a-c'houde un nebeut mizioù er bed. Hag an den pedet en doa traoù da lâret; ma n'ho peus àr ar bed nemet sell abadenn keleier TF1 pe F2, emañ rekis deoc'h sellet doc'h an abadenn-mañ ! Un nebeut sioù a zo: an tri den a zo en abadenn en em anav mat etreze ha gwezh-a-vez en em santer un tamm er-maez (met n'eo ket grevus), an den (un ekonomour anvet Frédéric Lordon) a gomz brav met get gerioù dibaot gwezh-a-vez !). Met dre vras e c'hell degas soñjoù d'an dud. E galleg eo, met get sikour kentelioù galleg an Tamm Papir (sellet er blog-mañ) e vo aes deoc'h kompren tout.

N'eo ket brav aliiñ deoc'h monet da sellet doc'h Internet pa vez kement a draoù d'ober er bed gwir, met ur liamm kreñv zo etre an abadenn-mañ hag ar bed gwir ur sort.

 

Spi am eus eo posupl (a-fed teknik) da razh an dud sellet doc'h an abadenn-se.

17/08/2009

INT

Setu an deizioù-mañ em eus bet tro da selaou ur bladenn: kani INT.

Degas a ran soñj da stad an traoù en amzer-se (~1996):

Tangwall Ar Re Yaouank a zo just é achu, reiñ a ray diwezhatoc'h trezolioù evel tonioù ar vreudeur Guichen pe an trio Pasquet. Carré Manchot zop en e greñvañ. Skeduz ha Pevar Den a ziskouez o startijenn. Daou strollad yaouank lan a ijin hag a nerzh a zo é tonet, Gwenfol ha Tan 'ba 'n ti. Puilh oa an traoù, met n'eo ket tout...

Ha setu un noz ma oamp aet da Bleheneg da selaou doc'h Celtas Cortos... n'hor boa ket profitet kement ag ar strollad rock fiskal-se en arbenn ma n'anavemp ket mat an tonioù hag ar pozioù c'hoazh. Met evit achu an nozvezh e oa ur strollad fest-noz: INT. Ne oamp ket ken niverus-se é tañsal, daet oa an dud evit Celtas Cortos kentoc'h. Bervidant e oa bet an abadenn-dañs, na bout e oa bet achuet krenn abalamour ma oa diwezhat ha ma oa bet goulennet get aozourion an nozvezh lazhiñ an amplioù ! Soñj mat am eus ag an dañsoù dirollet-se, e-mesk ar re blijusañ em buhez dañsour.

Goude on bet é tañsal estroc'h evit ur wezh gete, pas trawalc'h èl rezon...

An traoù-se o deus roet ur bladenn anvet "Kentañ" (hag o fladenn diwezhañ ivez). Bravet ur bladenn ! Komz a ran ag an tonioù. Ijin, nerzh, trañs, brezhoneg, traoù krouet dezhe ha traoù arall kempennet diàr tonioù kozh. An tri sonour arall (flaouit/bombard, gitar, gitar-boud) a son biskoazh gwell asambl, get ampartiz. Ag ar choaz ! N'eo ket kement-se preniñ o CDioù a lâran deoc'h gober, met kentoc'h kemer skouer doc'hte evit krouiñ sonerezh !

INT.jpg

05:12 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : int

16/08/2009

Kenrouedad... ar melchon

Setu me dec'h é komañs distruj melchon er c'hlazenn. Evel ma ne faot ket din implij produioù e ran get an dorn. Met labour zo, me 'lâr deoc'h ! Hag e-ser gouiet an tu da lemel ar melchon a vesk ar geot e anzavan bout plijet-kaer é welet un "enebour" ker barrek evit en em lediñ, ha doujañs am eus doc'htañ. Ar spesad-mañ, an hani stankañ moarvat er vro,  a zo anvet "melchon-stlej" ma faot deoc'h, "trifolium repens", "trèfle rampant. Unan hag a ra pennadoù boketoù gwenn hag a vez kavet mat o nektar get ar bourbouted. Setu dija ur poent mat evitañ. Ha "repens", ar pezh a dalv "hag en em stlej" a zo oc'hpenn gwir !! Pa vez sellet a dostoc'h e weler korzennoù hag a red edan ar geot hag edan ar plantennoùigoù arall. Hag ar c'horzennoù-se a zo stag-mat doc'h an douar, èl pa vehe unan bennak é sterdiñ evit o sankiñ en douar. Penaos 'ta e ra ar melchon ? Pep korzenn, bep an amzer, àr he hent, a ra gwriziad, hag ar gwriziad-se a denn ar blantenn a-benn d'an dias, hag lak ar gorzenn muioc'h en douar. Ar gorzenn a zo kazimant en douar, ha n'eus ket nemet an del hag ar bokedoù a sav o fenn a-dreist ar geot. Evel-se: 1) pa vez touzet, nag e vehe graet izel-izel, e chom ar c'horzennoù gwarantet mat àr-lein an douar. 2) pa vez tennet pe debret un tamm melchon, dre mand eo gwriziennet un tamm e pep lec'h, n'eo ket ur gwall afer  3) ar c'horzennoù a chom er waskadenn, hep bout krazet get heol an hañv (pa vez !!); met n'on ket sur eo ken a-bouez ar poent 3 e buhez ar melchon 4) gouest eo da c'hounit tachenn fonnapl a-walc'h.

Setu ! N'oc'h ket evit parraat a zigor ho peg, bamet èl mand oc'h. Normal eo, bamus eo; reiñ a ra c'hoant kazi da skriv ur rummad a-ziàr ar plant-se, ar re baotañ ha disprizetañ. Penaos e raont evit chom bev en despet deomp, pe meur-a-wezh gres deomp ? Gres deomp, ya, rak hep ar loened a zesavomp pe an touzered a implijomp stank ne vehe ket ken talvoudus teknikoù ar melchon... e-keñver re plantennoù arall.

 

Trifolium_repens_plant_620.JPG

Ar melchon; Trifolium repens; ar melchon-melchon eo (melchon-stlej pe melchon gwenn a vehe moaien lâret ivez); pa lâr an dud "melchon tri blez e komzont ag an Trifolium pratense (an hani ruz a vez kavet stank ivez), pa lâront "melchon blez" e komzont a "Trifolium incarnatum", ur spesad get boketoù ruz-poazh, a veze lakaet get an dud e-raok met pas mui kalz, ha ne vez ket kavet kement-se en natur ken.

15/08/2009

Evned ma liorzh

Setu lennet din (fonnapl) ul levr brav, get livadurioù a-dres a-barzh, hag a-ziàr an evned; "Evned ma liorzh" eo, skrivet get Madalen an Amour, un dregeriadez, skeudennaouet get Yvette Le Louët, hag embannet get Skol Vreizh. 24 istor evned; traoù savet diàr ar pezh he deus gwelet en he jardrin; skrivet eo en ur brezhoneg simpl a-walc'h met yac'h; kaoz zo ag an evned stankañ er vro hepken, met roet e vez da dañva traoùigoù hag a ra personelezh pep unan, sellet he deus mat. Ne vez ket desket kement-se a draoù met plijus eo. Lies e lak an evned da gomz, talvoudus eo pa lak àr-wel perzhioù ar spesad-mañ hag ar spesad, met ur wezh an amzer ne ra ket ha domaj eo, rak kollet e vez plas en ul levr hag a zo berr a-walc'h ur sort. Ar skeudennoù a zo un dudi sellet doc'hte. Ul levr a-dres evit ar vugale, ar re a zesk brezhoneg, pe ar re n'anavont ket forzh netra e bed an evned. Evit ar re a anav mat an evned (me zo me etre an daou rummad !), na bout eo skañv e chom bourrapl da lenn, ha n'em eus ket gwelet farioù bras a-fed skiant (moarvat unan barrekoc'h evidin-me a welo un nebeud). Ma 'peus tro d'er lenn, grit !

 

evned ma liorzh.jpg

14/08/2009

sinifiañs ar farioù

Lies e vez tu d'un den diskoachiñ farioù brezhoneg er pezh a vez skritellet. Mat eo skritellañ traoù en div yezh, a-dra-sur, met gwezh-a-vez e vez kement a uioù-koukoug pe e vez skrivet en ur yezh ken diahel (kamm) ma soñjer: "Ar re-mañ o deus lakaet traoù e brezhoneg evit gober un arouez, evit lâret "Divyezhek eo an traoù"; marse evit gober plijadur dezhe o-unan (Lakaat a ran me traoù e brezhoneg), pe da dud arall (gwelet 'peus, soñjet 'm eus ennoc'h !), da n'ouian ket piv..." Met skriv an traoù en ur brezhoneg yac'h ne vez ket atav ar soñj kentañ, ha neoazh emañ ret soñjal er re a lenn an traoù, e yec'hed ar yezh he unan !!

En Oriant aze (un dra vat a oa en Oriant: ar c'hemennoù àr Radio FIL a veze divyezhek lies) e c'hellan diskouez uioù-koukoug brav deoc'h:

Tachad touisterezh (n'eo ket an twist a zesker aze neoazh, met gober touristerezh dre ar vro)

bilhderezh (un "e" zo kouezhet er puñs)

eogrenn Breizh ( ar ger "egorenn Breizh" evit "Espace Bretagne" zo chimik a-dra-sur, ha m'ho klev é vourboutal aze; met, na bout e vehe chimik e c'heller er skriv mat ur sort !)

ur pevarvet ui-koukoug a oa, met ankouaet eo din ! Ha neoazh e kredan e oa an hani bravañ. Met marse ho peus gwelet re arall; kasit int din !

 

Ar farioù-se a oa amañ arlane c'hoazh (evit "Touisterezh" atav, oc'hpenn sur on); sur eo, chañj tout ar panelloù-se a zo torr-penn, met d'am soñj pa vehe graet farioù èl-se e galleg e vehe afer a chañj ar panelloù, hag e vehe graet; n'eus ket trawalc'h a dud é klemm enta ? Pe ar brezhoneg a vehe yezh an uioù-koukoug ? Soñj am eus ag ar c'hantikoù èl Intron Santez Anna, kopiet hag adkopiet ag un interamant d'an arall, get uioù-koukoug oc'hpenn meur a wezh, ken e ta da vout hirisus da lenn ! Ne vehe ket ar brezhoneg ur yezh sirius a-walc'h evit klask he skriv èl ma jaoj ? Ne c'houlennan ket aze skriv dalc'hmat er memes mod, met d'ar bihannañ pas skriv traoù dilennapl ha droch !

Ur yezh n'eo ket ur banniel met un dra vev, da vagiñ get doujañs ha begon !

 

 

 

13/08/2009

Imosima en Oriant

Festival an Oriant c'hoazh: achu eo met ankouaet em eus komz a daou dra d'an nebeutañ:

an dra gentañ, gourc'hemennoù d'ar strollad Imosima a oa eno d'ar sadorn pe d'ar sul, ankouaet em eus dija. An tri sonour (gitar, akordeoñs, gourrebed) a zo àr un dro duac'h a-fed teknik (dreist-holl ar gitarour, evidin-me gitarour bihan), katapl da lakaat trañs ha belbi ha jourdoul e-mesk an dañserion, gwelet e vez o deus plijadur etreze, spurmantet e vez selloù etreze; santet e vez ivez e c'hoariont get an notennoù. Petra eo lodenn ar sonerezh àr ar prim en traoù-se, ne ouian ket. Oc'hpenn-se em eus gwelet ar re-mañ pa oant é komañs get ar sonerezh fest-noz, hag o gwelet em eus é tapout teknik, skiant... ha brud. Ha reiñ a ra kalon deomp é welet penaos mab-den, é lakaat poan sur a-walc'h, a zo gouset da uhelaat e live ha da dapout oustilhoù evit reiñ plijadur d'ar re arall d'e dro, dre e sonerezh. Evit tapout al live-mañ sur a-walc'h emañ rekis tremen ur bochad muioc'h a amzer àr e venveger evit ma ran-me !

Imosima.jpg

Erwann Bérenguer (gitar) Audrey Le Jossec (boest an Diaoul) ha Yann Le Bozec (gourrebed)  : Imosima  !

 

 

08/08/2009

Trañs a vro Italia

Atav er FIL. An neizhour e oan bet é selaou ur strollad a vro Italia, Canto Antico, àr leurenn Vreizh. Ne ouien ket tamm petra oa o strollad, met kurius oan da glevet ar pezh a raont, tost eo ma c'halon doc'h Italia e gwirionez, diaes eo displegiñ perak. Ar sonenn gentañ: un ton tarentella eo ! Get taboulinoù-dorn ha-tout ! Ag ar choaz, ar strollad-mañ a zo a greisteiz an Itali hag an dañs-se, nerzhus ha sebezus, a blij din. Neoazh e tigresk nerzh ar strollad ha dreist-holl e zarempred get ar selaouerion a-hed ar sonennoù da heul. Ar c'haner ne ouia ket lakaat e veg dirak ar mikro, diaezamantoù zo get ar son, ne glever ket mat tout ha gwanaat a ra an traoù, ken e oan tost da bartial ! N'oan ket e ma unan èl-se ha ne oa ket kement-se a dud dirak al leurenn, é sellet hag é selaou. Met setu ma klevan an traoù é kreñvaat, ar son zo kemeret gwell get an teknikour, pe ar sonerion a zo dihunet, ha neuze e krog an trañs, ar blijadur en em strew e-mesk an dud, ha komañs a ra tud arall tostaat !

 

Ar c'han get mouezhioù disheñvel, an taboulinoù, ar gitar bihan, ar vandolinenn, ar seurt oud hag an akordeoñs a zo kejet bremañ, a-feson, ha dont a ra diaoulek an traoù en achuamant; ar sonerion a ya kuit met n'o deus ket amzer d'ober seblant a guitaat ar leurenn, goulennet int bet groñs get an dud da soniñ en-dro, hag an ton hir a sonont neuze a lak tout an dud da vreskenn !! Ur bam.

Setu ur chomlec'h ma faot deoc'h anavout gwell ar strollad-se, ha klevet un tañva d'o sonennoù.: http://www.cantoantico.org/

 

Canto Antico.jpg

Canto Antico


taboulinerez.jpg
Taboulinerez ar strollad

 

07/08/2009

Fullset

Er FIL c'hoazh: an neizhour, setu me éc'h arru dirak "Leurenn vBreizh" ha chom beziwet dirak ur strollad iwerzhoniz yaouank lan a vegon, ha barrek-mat ! Gouiet a raent chañj lusk, chañj nerzh, c'hoari get an arvesterion. Estroc'h evidin zo bet plijet gete hag entanet e oa an dud. Hucherezh a save en o mesk er fin. Ar ganerez (ha sonerez ampart get ar flaouit-treuz) he doa ur vouezh ag ar re vravañ, ha dreist-holl ur feson da ganal hag a oa soutil, teknik a-walc'h, chañj a rae notennoù zo bep taol, ne gane ket àr ar skeuliad (ar gamm) resis ha rik met gouiet a rae riskliñ tro-ha-tro d'ar skeuliad, ur misi ! Ma 'peus tro d'o gwelet, kerzhit !

N'em eus ket kavet foto ebet anezhe c'hoazh àr ar rouedad, ken yaouank èl mand int moarvat, met brudet e vint edan berr.

 

 

06/08/2009

Gouelioù etrekeltiek II

Setu me arre d'enderv-noz é klask àr-lerc'h traoù da selaou. Pas, n'eo ket gwir, gouiet a raen ar pezh am boa c'hoant da glevet; ar strollad Hiks a oa é soniñ en un davarn e kreiz-kêr; manket em eus int  da gentañ-penn, rak aet int da zebriñ. Met goude eh eus bet sapre korollennoù gouez àr ar straed dirak an davarn, me 'lâr deoc'h ! Hag huchadennoù (gober a ra vad huchal ur wezh an amzer). Hag un talabarder hag a oar boutiñ parlandoù get an dañserion, evit o lakaat da c'hoarzhin peotramant da vonet da vreskenn ha da fringal !! Anavout a raen ar gitarour-boud a oa gete e-raok ha plijadur am boa get ar strollad pa oa a-barzh, met aze é welet piv en doa kemeret e blas e oan oc'hpenn kontant: Stéphane De Vito a oa ! Spi am eus ho peus klevet komz anezhañ ! A-hent-arall emañ ret deoc'h deskiñ en-dro istor ar sonerezh e Breizh a-zal ar blez 1990.

HIKS.jpg

HIKS

Er penn d'an dias ag ar memes straed em eus klevet un ton hag a anaven mat; ya, hennezh a oa, David Pasquet, hag a oa é soniñ e stumm un trio; Hélène Brunet getoñ a oa é soniñ get al laüd (ur menestin bouzouki), ha Jonathan Dour get ar violoñs. Drol a oa a gentañ klevet ar stumm "skañv"-se da donioù am boa klevet kant gwezh, met plijus a oa ! Hag oc'hpenn bourrapl pa 'm eus bet dañset àr un ton jig n'anaven ket, un ton brav-abominapl.

Pasquet.jpg

David Pasquet, n'em eus ket kavet skeudenn ebet ag an trio betek bremañ.

Goude-se on bet en ul lec'h arall, ma oa Ozan Trio é soniñ; an tri den-se (gitar, flaouit, kan) a zo barrek-mat àr o benveger, ha santout a raer a-benn, p'o gweler, ar blijadur o deus é soniñ, hag é c'hoari get al luskoù; ar c'haner da skouer a daol aridennadoù notennoù, e-ser kontiñ istorioù e brezhoneg hag ivez e galleg, hag a lak efedoù-lusk e-leizh a-barzh...

ozan trio.jpg

Ozan Trio

 

 

 

05/08/2009

klevet em eus er festival

E festival an Oriant on bet é vale dec'h hag an deiz kent evit dec'h, ha setu un nebeudig strolladoù am eus bet tro da selaou hag eh an bremañ da lâret traoùigoù brav a-ziàr o fenn, da reiñ c'hoant deoc'h da selaou doc'hte.

Dilun e oa ar Ramoneurs de Menhirs, atav ker bervidant; en o raok e oa bet ur strollad indianed Navajo é tiskouez d'an dud ar pezh a zañsont eno hervez ar vodel gozh, ar c'hredennoù pe an oberioù a zo stag doc'h pep dañs. Lakaet o deus an dud da zañsal ivez. Goude ar Ramoneurs neuze eh eus bet ar strollad Blackfire, ur strollad savet get indianed Navajo ivez. Gitar, gitar-boud, taboulinoù. Ar re-se a gase a-barzh ! Sonerezh rock gete, skrivet e oa "punk" àr ar paper, ar pezh a oa gwir a-fed ar pezh a veze lâret gete, pal o sonerezh (sachiñ evezh àr o c'hoantoù don, o diaezamantoù, o doñjer....) met a-fed sonerezh e oa teknik-pasapl, da skouer an taboulinoù, ha ne oa ket d'am soñj punk 100 %. (Evit bout punk 100 % e vehe ret tapout un den hag en deus traoù da lâret, a zo heuget get tra pe dra er gevredigezh, ha lakaat etre e zaouarn ur gitar-tredan, na bout n'en deus ket james touchet gitar ebet en e vuhez...). Fiskal, ha fiskal ar c'hejaj en achuamant get lod ag ar Ramoneurs.

Dec'h e oan bet da gentañ penn é selaou doc'h un trio: Sylvain Barou (flaouit-treuz), Ronan Pellen (bouzouki a vro-Iwerzhon anvet "cistre"), ha Jacques Pellen (gitar). Dont a raen dreist-holl evit Jacques Pellen, n'em boa ket eñ klevet a-c'houde an tazoù, ha kontant on bet aze. Hennezh zo ken duac'h àr e venveg, ha katapl da chañj stil, da grouiñ ur son a-dres evit dougen ar benveger arall a zo é soniñ àr-un-dro getoñ... Ha da vagiñ sinema diabarzh an dud a zo é selaou !  An daou arall zo brudet ivez ha tuaet-mat, sonerion ampart ha tener àr-un-dro, ken e oa ur misi o c'hlevet o-zri !

Pellen.jpg

Jacques Pellen

 

 

Goude e oan bet é selaou doc'h Meriadeg Gouriou, soner akordeoñs ag ar vro, hag a son traoù dezhañ e unan, ha gwelet e vez emañ a-barzh e sonennoù "penn-kil-ha-troad", ar pezh a blij din ur bochad hag estroc'h din-me e plij. E stil a c'houlenn un tamm sport getoñ hag e zivrec'h a ziskouez bout kigennek a-walc'h. Spered an trañs, get tonioù hir ha boukloù, kaniñ a ra ivez (e yezh ebet). Ma lakaat a ra da soñjal en ur soner ag ar Limouzin hag a blij din horrol ivez, me 'gomzo deoc'h anezhañ p'em bo un digarez bennak.

 

Meriadec Gouriou.jpg

Mériadec Gouriou

(evel ma lâr ar c'hlasker gall Corentin Tamar, "La déformation spontanée du visage du musicien est généralement signe de musique qui entretient un lien intime avec les boyaux, le système sanguin, et la joie d'être là, du spectateur)

 

En achuamant on bet é welet ar strollad Talar, a lakae an dud da zañsal; ha santet e veze ar blijadur e-mesk ar gorollerion !

Bourrapl e oa bale er-maez, ne rae ket mui glav !!

Ar re gozh a lâre "Kalañ-Gouiañv, mammenn an dour / Ma ne vez ket e vezomp paour"

Ar re yaouank a lâr "Goureneañv, mammenn an dour / Ma ne vez ket e vezomp paour" !! kement a zour a zo bet e deizioù diwezhañ miz Gouere; hag un tamm c'hoazh e miz Eost. Penaos e vo an deizioù da zonet ?

 

 

 

 

 

 

Toutes les notes