01/09/2009

Kreskañs, ken simpl eo !

Setu ar gelionenn é tihun goude un nebeut deizioù ma oa morgousket... en un enezenn er Meurvor Habask (!), e yacht ur mignon dezhi (!!!)... Met pas, ur farsadenn oa...

 

Ma, e miz Eost ne vez ket kalz a zoereioù en abadennoù keleier en tele, ha ne selaouan ket plaen doc'hte naket; met tro am eus bet da glevet traoù seurt-se: "N'eo ket daet en-dro ar greskañs, met gwelet e vez traoùigoù é vonet àr an tu mat, santet e vez e kresk en-dro lodennoù zo er marc'hadoù..." . Ha traoù arall èl-se. Lod a lâr "Fiskal, gwell e ya an traoù", lod arall a soñj gete ne zay ket ar greskañs e-raok pell, lod a zifenna ar pezh a ra ar gouarnamant evit degas ar greskañs en-dro, lod arall a lâr "Ar pezh a raont ne servij da netra, evit degas ar greskañs en-dro emañ rekis gober an dra-mañ, an dra-se...". Met kazi an holl dud a zalc'h da soñjal er memes mod atav: "Muioc'h a greskañs, mat eo. Nebeutoc'h a greskañs, fall eo." Pa lâran e talc'hont da soñjal, int a zalc'h ivez da gelenn ar soñj-se, d'er strewiñ !   Na simpl eo ar bed ! Evit ma yahe gwell an traoù emañ trawalc'h ma vehe produet muioc'h, muioc'h atav ! Arru omp e 2009, a-c'houde (lakaomp) 40 vlez e anavomp perzhioù fall sevenadur an dreist-produiñ, a-c'houde an amzer-se e ouiomp n'eo ket bras a-walc'h ar blanedenn evit ma vehe dalc'het da greskiñ dalc'hmat evel ma raomp, met ne vern. Pa arru "an enkadenn" (ar gaouad ekonomikel) e arruomp en-dro get an hentoù simplañ: ret eo broudiñ an dud da breniñ c'hoazh hag atav, evit lakaat an dud da sevel raktresoù, da zerc'hel da ziorroiñ o embregerezhioù e vez roet argant dezhe a-yoc'h. Hag ar re o deus ar boneür da c'hellet kreskiñ o stalig a ra se diàr-goust ar re arall, diàr-goust ar broioù arall. Da skouer eo get danvez diaoz kemeret lies er broioù paour (evit nebeut a brofit evit ar broioù-se) e savomp in fine hor produioù high-tech hag e raomp argant. Ne raomp ket foutr, ar pezh a gont a zo kreskiñ, simpl-bras eo ! Ha pa grog broioù arall estroc'h evidomp-ni d'ober ar memes diskoufiaj eveldomp-ni, petra lâret dezhe ? Heuliet a raont hor skouer.

Ar bed zo simpl. Un niver hag a gresk, an traoù zo fiskal, eñ a zigresk, fall foenn. Neuze pa gomzit ag an ekosistemoù, ag ar sevenadurioù, ag an darempredoù etre ar rummadoù, ag an ingalded... da warantiñ ha da zerc'hel bev... oulala ! Re ziaes !

Écrire un commentaire