28/09/2009

Troiad e-kreiz ar splannder

Ma !

Diaes e vo lâret tout, kar hiniv e oa ur bern traoù... traoù hag a vez kavet stank met pa daol Aton ur sell madelezhus doc'hte e vezomp bamet pe bametoc'h doc'h o gwelet...

Setu da gentañ plantennoù klematit (Clematis vitalba), pe Rouanez-weüs, er gwez haleg, n'eus ket kalz a blantennoù hag a grap geneomp-ni, ar re-mañ zo en o mesk. Pennadoù-blev lan a frouezh pluñvek a raont er gwez d'ar prantad-mañ, hag aze em eus gwelet ar momand ma n'eo ket digor c'hoazh razh blev ar frouezh, lod a ziskouez o blevigoù (o lak da vout èl pluñv neuze), lod arall a zo c'hoazh get blev un tamm tev, pas prest c'hoazh da zigor. E-tal ar re-se e welan bodoù "Lonicera nitida", ur blantenn lakaet get an dud, get del ront ha munut, ha tost doc'h ar Gevrvoued (chèvrefeuille). Soñj am eus bout gwelet c'hoazh, e bodoù sort gete (ag an hevelep spesad), ur gevnidenn iskis-bras. Gober a ra ur gwele-kevnid e stumm un tric'horn. Ha pa dap ur loen en he gwele e hej hennezh hag en debr betek ma tay da vout un tammig boull, get ar loen tapet a-barzh. Hiniv ne 'm eus ket gwelet ar gevnidenn, met ar blantenn ma lak da soñjal el loen, evel ma tegouezh lies; hag an dilost-hañv zo un amzer evit ar c'hevnid, neuze...

Ur bern plant a familh ar c'hwervizon a zo c'hoazh e bleuñv er prantad-mañ hag un dudi eo sellet doc'hte edan an heol, da skouer an askol, plant hag a vez disprizet d'ar liesañ. Ma loupenn am eus kaset ha sellet a ran ivez doc'h had iskis ar balboc'h (la spergule, Spergula arvensis), ur blantenn vunut met resevet he deus un anv get ar re gozh, moarvat e oa mat doc'h ur c'hleñved bennak... An had o deus un tamm stumm ar boestadoù plastik nul ma kaver a-barzh fourmaj-laezh divlaz; met du int. Gwelet a ran ivez frouezh rous ar pikris (sellet doc'h ar pennad).

Ar blijadur am eus da santiñ frouezh stagus "louzaouenn ar chaochetoù" (rak ma peg just-awalc'h; anv skiantel: Setaria verticillata).

Gwelet a ran ur meni "Mammlouzaou" (camomille) met nen dan ket da benn a ouiet he anv resis.

Pep tra a luc'h edan an heol, evel ar gal a welan edan del un dervenn, hañval int doc'h pellennoù neud bihan. Hag ivez frouezh ruz ar c'haol-moc'h.

Goust ar bent a groazan àr ma hent ivez, ha neuze un nebeud plantennoù a garehen lakaat un anv dezhe, met ret e vehe adwelet ar re-se.

Pa achuan e sellan doc'h linenn an dremmwel en ur prad, ha trolinennoù du un nebeud plant dister lakaet àr-wel èl-se dre un taol-degouezh.

clematis_vitalba_7bb serret.jpg

ur glematitenn; n'eo ket bet dispaket pluñv ar frouezh tre c'hoazh.

http://www.floralimages.co.uk/pclemavital2.htm

561px-Clematis_vitalba_IP0602021 dispak.jpg

Dispak eo re ar glematitenn-mañ.

http://www.floralimages.co.uk/pclemavital2.htm

Setu frouezhenn ar pikris !!

picris hieracioide frouezhenn.jpg

Hag evit achuiñ:

Balboc'h (< barv-bouc'h ?)

balboc'h.jpg

(http://www.zum.de/stueber/lindman/)

 

Ecrire un commentaire