28/09/2009

Troiad e-kreiz ar splannder

Ma !

Diaes e vo lâret tout, kar hiniv e oa ur bern traoù... traoù hag a vez kavet stank met pa daol Aton ur sell madelezhus doc'hte e vezomp bamet pe bametoc'h doc'h o gwelet...

Setu da gentañ plantennoù klematit (Clematis vitalba), pe Rouanez-weüs, er gwez haleg, n'eus ket kalz a blantennoù hag a grap geneomp-ni, ar re-mañ zo en o mesk. Pennadoù-blev lan a frouezh pluñvek a raont er gwez d'ar prantad-mañ, hag aze em eus gwelet ar momand ma n'eo ket digor c'hoazh razh blev ar frouezh, lod a ziskouez o blevigoù (o lak da vout èl pluñv neuze), lod arall a zo c'hoazh get blev un tamm tev, pas prest c'hoazh da zigor. E-tal ar re-se e welan bodoù "Lonicera nitida", ur blantenn lakaet get an dud, get del ront ha munut, ha tost doc'h ar Gevrvoued (chèvrefeuille). Soñj am eus bout gwelet c'hoazh, e bodoù sort gete (ag an hevelep spesad), ur gevnidenn iskis-bras. Gober a ra ur gwele-kevnid e stumm un tric'horn. Ha pa dap ur loen en he gwele e hej hennezh hag en debr betek ma tay da vout un tammig boull, get ar loen tapet a-barzh. Hiniv ne 'm eus ket gwelet ar gevnidenn, met ar blantenn ma lak da soñjal el loen, evel ma tegouezh lies; hag an dilost-hañv zo un amzer evit ar c'hevnid, neuze...

Ur bern plant a familh ar c'hwervizon a zo c'hoazh e bleuñv er prantad-mañ hag un dudi eo sellet doc'hte edan an heol, da skouer an askol, plant hag a vez disprizet d'ar liesañ. Ma loupenn am eus kaset ha sellet a ran ivez doc'h had iskis ar balboc'h (la spergule, Spergula arvensis), ur blantenn vunut met resevet he deus un anv get ar re gozh, moarvat e oa mat doc'h ur c'hleñved bennak... An had o deus un tamm stumm ar boestadoù plastik nul ma kaver a-barzh fourmaj-laezh divlaz; met du int. Gwelet a ran ivez frouezh rous ar pikris (sellet doc'h ar pennad).

Ar blijadur am eus da santiñ frouezh stagus "louzaouenn ar chaochetoù" (rak ma peg just-awalc'h; anv skiantel: Setaria verticillata).

Gwelet a ran ur meni "Mammlouzaou" (camomille) met nen dan ket da benn a ouiet he anv resis.

Pep tra a luc'h edan an heol, evel ar gal a welan edan del un dervenn, hañval int doc'h pellennoù neud bihan. Hag ivez frouezh ruz ar c'haol-moc'h.

Goust ar bent a groazan àr ma hent ivez, ha neuze un nebeud plantennoù a garehen lakaat un anv dezhe, met ret e vehe adwelet ar re-se.

Pa achuan e sellan doc'h linenn an dremmwel en ur prad, ha trolinennoù du un nebeud plant dister lakaet àr-wel èl-se dre un taol-degouezh.

clematis_vitalba_7bb serret.jpg

ur glematitenn; n'eo ket bet dispaket pluñv ar frouezh tre c'hoazh.

http://www.floralimages.co.uk/pclemavital2.htm

561px-Clematis_vitalba_IP0602021 dispak.jpg

Dispak eo re ar glematitenn-mañ.

http://www.floralimages.co.uk/pclemavital2.htm

Setu frouezhenn ar pikris !!

picris hieracioide frouezhenn.jpg

Hag evit achuiñ:

Balboc'h (< barv-bouc'h ?)

balboc'h.jpg

(http://www.zum.de/stueber/lindman/)

 

27/09/2009

Picris echioides

Setu amañ ur blantenn hag a c'hell bout gwelet un tamm e pep lec'h dre amañ, e kreisteiz ar Morbihan, er c'hêrioù evel àr ar maezoù, kentoc'h er lec'hioù sec'h. Met muioc'h en douaroù int dibaotoc'h a galz. E familh an c'hwervizon eo ar pikris. Nevez-arru int er vro, rak e-kreiz an XIXvet kantved ne oa ket c'hoazh hogozik hani dre-mañ. Uhel a-walc'h int, gellet a raont tapout ur metrad. Bokedoù melen dezhe, hag un iskis a gurunenn edan pep "boked" ( e gwirionez edan pep bodad bokedoùigoù), graet get pemp delienn (brakteenn) lan a bikoù bihan (evel ar blantenn a-bezh).

050922-picris-echioides.jpgNerzh o deus ar pikris ha forzh aes e c'hellont dont el lec'hioù e paouez, en douaroù meinek, roc'hellek, grellek... betek er jardinioù.

Bourriñ a-walc'h a ran anezhe en despet ma n'eo ket gwall flour o "c'hroc'hen". Ne ouiit ket c'hoazh perak e vourran anezhe ?

Sellomp doc'h ar frouezh, blev gwenn pluñvek doc'hte; sellomp mat doc'h o liv pa vezont edan terennoù an heol: liv rous-tomm ar c'haramel e madigoù zo, pe er c'hoavenoù karamel sall, get roufennoù oc'hpenn. Ur misi, pas ?

An deizioù-mañ eo hogozik ar prantad gwellañ evit gwelet ar frouezh-se, neuze... kerzhit er-maez !

(foto tennet avamañ: http://www.nature-diary.co.uk/2005-09-19.htm)

26/09/2009

Niverenn 70 an Dasson

bruderezh an Dasson.pngSetu, un tammig zo eo arruet niverenn nevez an Dasson, diàr-benn, dreist-holl, ar priz lennegel a oa bet graet àrlane er Bonoù. Hag ar Gelionenn n'he doa c'hoazh komzet anezhi. Get ar gevredigezh Kerlenn Sten-Kidna an Alre eo embannet ar gazetenn-mañ, unan divyezhek eo.

Ma n'anavit ket ar gazetenn-se e c'hellit mont e darempred get ar Gerlenn (dre ar blog da skouer, http://kerlenn-sten-kidna.nireblog.com/) evit gober ho soñj, marse preniñ an niverenn-mañ pe un niverenn gozh ha - piv 'oar ? - koumanantiñ.

 

20/09/2009

Bezv bev

Un troc'h traoù a vehe da lâret àr ar miz-mañ a-fed natur (pe zoken a-fed traoù arall !); ur bern traoù a vehe da lâret a-ziàr ar bezv, met ne gomzin nemet ag un dra: setu ni arru er prantad ma strew ar bezv o had e pep lec'h. Daou spesad bezv a zo er vro (Betulus pubescens - brinsad blevek dezhe, el lec'hioù gleb e vevont kentoc'h - ha Betulus pendula - brinsad get pipioù gwenn dezhe) met er pennad-mañ e veskin an daou. Ya, o had a laoskont da vonet g'an avel, rak ar gwez-mañ a zo gwez "alouber"; o mod d'ober eo gounit tachenn èl-se, er lannegi, ar pradoù... e kement lec'h a zo e vezont lies ar gwez kentañ éc'h arru (get an derv, met ar re-se a vez sikouret get loened da strewiñ o frouezh !).

Ya, o had a zo traoù bihan gell, get divaskell tanav ha treuzwelus en-dro dezhe. E gwirionez, pa lâran "had", frouezh int stricto sensu, frouezh sec'h evel ar mez, "aken" a vez lâret anezhe. Nijal a raont pell èl-se hag ur blijadur dispis ha kejet get melkoniezh (met ur blijadur ur sort) eo o gwelet a-yoc'h er straedoù pe àr hentoù ar maezoù. En o mesk, ha marse muioc'h tost doc'h ar gwez bezv o-unan, e weler neoazh tammigoù traoù ker bras èlte, met gell-tout, hep divaskell treuzwelus; skant int. Penaos 'ta ? Er wezenn, d'an nevez-hañv, e welomp bisigoù a-spign, hir ha melen: ar bisigoù par. Ar bisigoù parez, berroc'h ha muioc'h en o sav, a zay goude ar frouezh. Ha penaos e vez gwarantet ar frouezh betek ma vint anve (anev, azv)  ? Get skant. Tout ar bisig, pa arru sec'h a-walc'h, a zo posupl dismantr get ar bizied, ha lakaet e vez èl-se ar frouezhigoù hag ar skant da nijal.

Setu ur frouezhenn, beajourez vihan Gwenholom ha Gouel-Mikêl. P'en em sil en ho kaier, en ho plev, en ho tilhad, àr ho urzhiataer, en ho lak da soñjal er gwez-bezv, gwez James Dean hag a voulj ur bochad ha ne vevont ket pell anezhe. Vad a ra din o gwelet.

hadenn bezv.jpg

Ha setu bremañ ur skantenn, kompagnunez ar frouezhenn, ha moaien a vehe lâret zoken "kulatorez an hadenn" peogwir e chom da warantiñ honnezh betek ma vehe prest da nijal.

 

skantenn bezv.JPG

Pa vez sellet dre an tu arall e seblant ar skantenn bout un evn get divaskell, ur sarpant-nij, peotramant pennad-blev ma breur pa ya fonnapl get e velo, ha pa chom gwarantet doc'h an avel ar blev a zo àr e boullkil.

Traoù tennet ag al lec'hienn http://www.plume-de-ville.fr/en_balcon_journal101.html

Un den a c'hell moarvat gober an diforc'h etre an daou spesad bezv ken 'met é sellet doc'h an had pe ar skant, ne ouian ket me gober, met ne vehe ket drouk deskiñ !

 

 

 

 

15/09/2009

faire ji

Tro am eus bet da glevet lâret e galleg: "Il faut faire ji", pe "il faut faire gi" (n'ouian ket penaos skriv), pe c'hoazh "On fait gi à nos quilles" evit lâret "Il faut faire gaffe", "On fait gaffe à nos quilles"... Ha klevet ho pehe un dra heñvel ? Ha dont a rahe ag ar brezhoneg ? Ar wezh kentañ din klevet seurt tra. Klasket em eus er geriadurioù paper hag en-linenn, n'em eus ket kavet netra. Pa vehe unan a lennerion ar blog-mañ é tiegad un tamm titour din àr gement-se em behe bihannoc'h a labour enklask d'ober ! Mersi deoc'h en a-raok !

 

PS: Nann, n'em eus ket skrivet ar pennad-mañ da beder eur pemp da vintin, kousket a ran-me d'an noz; n'ho peus ket c'hoazh komprenet e oa posupl din goulenn ma vehe embannet ma notennoù d'an deiz-mañ-deiz ha d'an eur-mañ-eur ?

14/09/2009

Louzaouenn an droc'h

"Louzaouenn an droc'h" a vez graet ag ar blantenn-se e kornad an Alre. N'eo ket diaes he c'havout, e kement jardrin a zo e c'hellomp he gwelet; moaien zo dezhe bout bihan met pa gavont un douar pinvidik e c'hellont kreskiñ hag o fennoù a c'hell monet btek 50 cm !    louzaouenn ar pemp ridenn, ar pemp gwazhienn, stleñv.

O del àr an hir, get pemp nervenn, a c'hell servij da lien evit gwarantiñ ur biz hag a vehe bet troc'het (diàr-se – marse ! – an anv "louzaouenn an droc'h"), lâret e vez ivez emañ mat an del evit distaniñ da loskadur al linad. Ar re-mañ a c'hell kreskiñ tost ne vern e-menn, met teneroc'h e vezont doc'h ar flastradur evit mand eo o c'hendirvi an Heledan (Plantago major); ar pezh zo brav da welet gete eo dreist-holl ar feson ma tiskouezont o boketoù: pennoù mistr a sav a-benn d'ar lein; ar pennoù-se a zo serret ha du da gentañ-penn. Goude, d'an dias anezhe e weler an daredoù, ar pistiloù ma faot deoc'h (stummoù blevigoù gwenn o deus). Ar boketoù uhelikoc'h a ziskouez o daredoù d'o zro. Ha neuze edan dezhe e weler ar goafioù é sortiiñ, hag ar pochoù-pollen é komañs kreniñ edan an avel. Diwezhatikoc'h c'hoazh, setu ar bokedoù uhelañ é tiskouez o daredoù, ar re e kreiz a lak o goafioù er-maez hag en avel, ha d'an dias neuze e weler ar boketoù goeñvet, hag o deus chañjet liv: daet int da vout gell. Hag ar goafioù a ra evel ur gurunenn hag a sav tamm-ha-tamm betek ar lein enta ! A-benn mand eo arru d'ar lein n'eus nemet ur liv d'ar pennoù: gell. Hag ar frouezh a zo tost prest neuze. An evned o c'hav mat.

Plantago lanceolata-fcu-17-05-05.jpg
Ar skeudenn-mañ a ziskouez mat ar bokedoùigoù get an daredoù gwenn d'ar lein (... ha da gentañ !), o goafioù astennet er-maez (e-kreiz... ha goude !), hag ar boketoù goeñvet da c'hortoz ar frouezh (d'an dias... hag er fin !)

traoù tapet amañ (ul lec'hienn àr voketoù Kerneveur hag an Devon):http://www.aphotoflora.com/DevonandCornwall/page69.html

Emañ ret din lâret un dra: pa alian deoc'h monet àr al lec'hienn ma 'm eus tapet ar foto, ne dalv ket on bet é weladenniñ al lec'hienn-se (re a amzer a dremenan dirak ar skramm dija !) met d'ar liesañ e vez gwelet ag an taol kentañ e-menn eh eus danvez. Ha... kalavern penaos eo un dra reizh menegiñ ar re o deus graet ar fotoioù !

13/09/2009

Tamm Papir niverenn 16

Evit an holl re a zo krazet o neuronoù, setu gwazh fresk an Tamm Papir evit lakaat dezerzh ho empenn da vleuniiñ arre !

Niverenn 16.doc

 

C'hwi a gavo niverennom arall er rubrikenn "An Tamm Papir".

12/09/2009

merkurialenn

Setu ! Krogiñ a ran ur rummad àr ar "fall-louzaou" amañ, klask a rin sevel pennadoù a-ziàr ar plant a welomp lies a-walc'h er vro, marse n'int ket ar re vravañ pe get ar muiañ a liv, met kavet e vo traoùigoù da lâret a-ziàr o fenn ur sort.

Da gomañs neuze, ar verkurialenn-blez (Mercurialis annua, mercuriale annuelle); unan ag ar re baotañ eo er jardrinoù (ha neoazh e seblant dibaotoc'h a galz er C'hreiz-Breizh). Ar merkurial a zo e familh an euforb, met pa droc'hit ur verkurialenn ne ra ket laezh evel ma ra an euforb. Mard oc'h lakaet diaes get ar merkurial en ho jardrin n'eo ket forzh diaes o disgwrizienniñ; amañ e gwirionez hon eus patrom ur blantenn-blez: kreskiñ a ra fonnapl, met mervel a ra goude ha ne vez ket kollet amzer geti da sevel gwriad solud. Kavet e vezont e pep lec'h ma vez troet an douar. Penaos e raont evit bout strewet ? Ne ouian ket. Lennet em eus e oa ar merion o strewe. Met meur a wezh e vezont kaset get an douar ivez. Un dra zo sur: ar merkurial-blez zo plantennoù dioïk, da lâret eo eh eus lod hag a zo tadoù (gwelet e vez splann o goafioù melen é tonet er-maez, da strewiñ ar pollen en avel) ha lod hag a zo mammoù (get boketoù un tamm kuzhet e-mesk an del, ha frouezh blevek).

N'int ket mat da vout debret, ha domaj eo rak aes e vezont da serriñ ! Hag aes da c'hounid ivez !

mercuriale.jpg

Ur verkurialenn-blez: honnezh zo un tad, get boketoù àr korzennoù hir ha goafioù er-maez (staminennoù).

Sellit en ho jardrin, sur a-walc'h eh eus anezhe (ma n'eo ket poazh ho jardrin get ar produioù -- bouhhh !).

Kavet em eus ar foto amañ: http://isaisons.free.fr/mercuriale.htm

Merkurial arall a vez kavet er c'hoadoù; dioïk int ivez, met diforc'hioù zo: ar plantennoù-se a za diàr gwriziad (padus int), hag en em strewiñ a raont get korzennoù edan an douar (rizom); an troñjennoù a zo ront ha pas karrez evel re ar merkurial-blez. N'int ket ken stank evel ar merkurial-blez er Morbihan, pell avaze !

10/09/2009

Ar gwesped hag ar chasplouzed

Diaes eo ar vuhez evit ar chasplouzed (pe biskouled - preñved ar balafenned) !

Dec'h, setu ur wespedenn voutin éc'h ober tro ur blantenn irvin ruz; m'he gwel é tarnijal, é fourbouchal e-mesk an del, get he zastornelloù àr-voulj; en un taol, edan un delienn, e kav ur preñv (moarvat unan "Pieris rapae", pierid ar ranell); n'em eus ket bet amzer da sellet mat, gwelet a ran just he deus tapet ar preñv etre he chajelloù, ha setu ar wespedenn é nijal kuit ! Moarvat eo aet d'ar ruchenn evit magiñ he freñved dezhi (ar re dozvet get ar rouannez).

Vespula_germanica_Richard_Bartz.jpg

Ur wespedenn (Vespula germanica)

Goude, ar mintin-mañ, e welan ur bieridenn-ar-c'haol (ur preñv) àr ar vangoer; soñjal a ran eo unan arru en he ment, hag a zo é klask ul lec'h evit donet da vout ur boupenn (chrysalide); n'eo ket ! Ne fiñv ket hag e-taldi eh eus sortoù uioù melen: poupennoù ur wespedenn vihan; honnezh he doa dozvet e korf ar chasplouzenn. Ar chasplouzenn he deus maget ar gwesped bihan diàr he c'houst, rak marv eo bremañ. Mes lies e arru sort traoù get ar pierid !

Setu ur foto tennet ag ur pennad hag a zispleg biskoazh splannoc'h buhez pierid ar c'haol:

http://insectes-net.fr/pieride/pieride3.htm

 

 

ha setu enta ar skeudenn:

pier28gf.jpg
Chasplouzenn pierid bet parazitet

 

08/09/2009

Lazare Sainéan pe iceberg ar yezh

Setu me n'eus ket pell zo é klask gouiet penn d'un nebeudig gerioù evit komz ag ur vuoc'h kozh: ur gozh kot, ur gozh gaonac'henn, ur bañpin... klasket em eus "pañpin", ger un tamm misterius, liv ar galleg dezhañ, get sikour Internet. Ha setu me arru àr ur levr a-ziàr yezh-pobl Paris en naontekvet kantvlead, ha skrivet get Lazare Sainéan. Torr-penn e oa lenn àr ar skramm, met ur pezh mell levr eo, ha displeg a ra e-leizh a draoù a-ziàr orin un troc'h gerioù, lod bet chomet e Paris, lod bet strewet goude er galleg dre vras, lod anavet gwell en o c'hornad-orin. Ur bochad traoù zo a-barzh, ha bec'h em eus bet e-raok diskrog ha serriñ ar fenestrig àr ma skramm. N'ouian ket mard eo diazezet-mat ha poellek tout an displegadurioù zo a-barzh, met un dra ha ma lak da soñjal kement-se a zo ar fed ma ro ur bochad daveoù d'ar yezhoù pe rannyezhoù (oïl dreist-holl, get skouerioù, traoù tennet a levrioù zo... N'on ket evit lâret, e gwirionez... Klask penn d'ur ger a c'hell ho kas pell, hag ho lakaat da goll amzer, setu n'on ket gwall fier bout chomet èl-se aoglet dirak ma urzhiataer; met d'an tu arall e kavan ur souezh ur sort levr (ne vez ket mui kavet moarvat e neptu), hag e vehen kontant da deurel ur sell a-barzh ur wezh an amzer... Ar brezhoneg hag a-gement yezh zo, evel ar galleg amañ, a zo un iceberg, ha blaouac'h d'an niver a draoù a zo da zeskiñ pa seller edan live an dour !

Un dra c'hoazh e-raok kloziñ; sellet em eus e Wikipedia: ne gomzer ket kalz ag an den-se. Er Larousse: n'eo ket a-barzh. Mmmm... Perak 'ta ?

Toutes les notes