12/10/2009
Frazennoù 15
181 - « …e vefe gwelloc’h kaout diskred dezho… » idem
"… e vehe gwell en devout diskred dezhe"
On ferait mieux de se méfier d'eux
182 - « Bevez e voe din kavout an traoù-se » idem
Plijadur am boa bet é kavout an traoù-se
183 - « sammet gant ar yenijenn,… » idem
Accablé par le froid
184 - « ken e zé en dud de vout chourch geton » Obereu Guillaum er Borgn
Ken na zae an dud da vout chourch getoñ
Tant et si bien que les gens devenaient allègres, enthousiastes avec lui (???)
185 - « nen don ket mé chonjet d’hobér… » idem
Nend on ket me soñjet d'ober…
Je n'ai pas l'intention de faire…
186 - « me chom kalz tostoh d’er gér pe vé ré a houian . »
Me 'chom kalz tostoc'h d'ar gêr pa vez re a c'houiañv.
Pa vez re a c'houiañv a dalv "pa vez re yen, re rust, re fall an amzer"
187 - « er jileteu oeit é goarn-Doué » idem
Ar jiletoù oaet e goarn-Doue
Aze n'on ket sur: me 'gav genin e komz a jiletoù un tamm kozh roet d'ar baourizion (??)
188 - « d’er sul pe ien ari-dorn get mam-goz » idem
D'ar sul pa yaen ari-dorn get mamm-gozh
Monet ari-dorn (ere-dorn) get : suivre en tenant la main de
189 - « é tei d’oh, én hou park, gunehtu béh en doar . » idem
E tay deoc'h, en ho park, gwinizh-du bec'h an douar
Gwinizh-du bec'h an douar: à profusion, plein le champ
190 - « n’em es nitra meit uigent vlé » idem
N'em eus netra 'met ugent vlez
Je n'ai que vingt ans (an netra zo evit poueziñ tammigoù)
191 - « Grès d’oh de viùein pél ha iah . » idem
Gres deoc'h da veviñ pell ha yac'h.
Puissiez-vous vivre longtemps et en bonne santé
192 - « deit on a béfians d’hé guélet » idem
Daet on a befiañs d'he gwelet
??
193 - «…n’eo ket ur gêr vras. Ur vourc’hadenn n’eo ken . » Assimil
Ce n'est qu'une bourgade
194 - « ped ha ped plac’h yaouank zo bet da vatezh da Baris » idem
Pet ha pet: combien (poueziñ); drol eo, amañ e c'hortozer kentoc'h "aet da Baris"
195 - « kassit beb a zaou ganeoc’h » idem
Kasit bep a zaou geneoc'h
Emportez-en chacun deux
196 - « émant chomet de boéz » Obéreu Guillaum er Borgn
Emaint chomet da baouez
Ils sont restés à ne rien faire (ou: en jachère, é komz a barkoù)
197 - « me zad-koh, hag e oé deustou d’é oed kaset mat, chomet… » idem
Ma zad-kozh, hag a oa daousto d'e oad kaset mat, chomet…
E oad kaset mat: son âge bien avancé
198 - « chetu ind é krollein ar ou nerh… » idem
Setu int é korolliñ àr o nerzh
Les voici qui dansent avec entrain
199 - «…merhat, ha sur eùé. » idem
Moarvat, ha sur ivez
Evit poueziñ eo
200 - « Honen e grié forh d’hé buhé . » idem
Honnañ a grie forzh d'he buhez
Elle criait à l'aide de toute ses forces15:20 Publié dans Frazennoù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : frazenn, er borgn









Ecrire un commentaire