23/10/2009
Eac'hus / euzhus
Gwelet em eus, tuchant, un tañva d'un abadenn hag a vo skignet a-benn arc'hoazh (sadorn 24 10) àr Arte da 7 eur d'an noz (Arte Reportages). Un tamm gwel d'ar Ghana lec'h ma arru un toullad urzhiataerioù, postoù-tele, pellgomzerioù hezoug daet ag an Europ, e-sigur sikour get an dud-hont da dapout int-ivez benvegoù niverel. E gwirionez e achuont er strewedeg hag e vezont dismantret d'ar vugaligoù pe d'ar grennarded eno, hag e-leizh a dud èl-se a dap kleñvedoù diàr efed ar metaloù a zo en traoù-se. Pa soñjer oc'hpenn-se er re a labour a-lazh-korf hag evit blankigoù er C'hongo evit tenniñ ag an douar ar memes metaloù-se (hag argant ar werzh a brofit d'ar vrezelourion a-zu-hont; cf film YA Bertrand ar sizhun-mañ (dimerc'her d'an noz me 'gred)) e lak un den da vout heuget. Ha Yann-blogour da vout dic'houstet. N'em boa ket afer ag an dra-se evit ma tihunehe ennin an c'hoant da skriv nebeutoc'h àr ur blog ha da zizoniñ ag ar sapre rouedad-se. Hag e rin ? Moarvat, met pegoulz ? Pa vimp rediet holl d'er gober pe e-raok ? Ma... Skriv hag eskemm ha krouiñ ha klask a chom dalbezh a-bouez-ruz, met chom bev a zo ret evit gober an traoù-se ha leuskel bev ar spesadoù arall a zo mil a-bouez ivez... C'hoant am behe da skriv "gwelet e vo" met pas, er gwelet a raomp dija, ar gast a vur-se é tostaat...
foto: http://www.flickr.com/photos/leoroubos/3678064019/
22:26 Publié dans Kevredigezh a-vremañ | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : urzhiataer, bertrand, ghana, congo, décharge, cancer









Ecrire un commentaire