28/10/2009
ar melchon-lann
Medicago lupulina
Kavet e vez an anvioù "melchon-lann" pe "luzern bihan" (Medicago lupulina) er levrioù pe get an dud, met en arbenn ma n'eo ket ur sort melchon tre-ha-tre e c'hellehemp gober "luzern-lann" anezhe. Ar re-mañ a vourr ag an douar-lann, ag an douar paour, gwir eo; ha just ker gwir eo int hañval doc'h melchon get o del e teir lodenn, o fennadoù bokedoù melen… c'hwi o gwel er c'hlazenn é astenn o c'horzennoù a-rez an douar, 'gozik dre zan ar geot, gwelet e vez just an tammigoù bokedoù pe ar frouezh du, un nebeudig del. Ya, ar c'horzennoù en em astenn tro-ha-tro, èl brec'hioù ur morgazh. Lies e chom bihan ar blantenn met gwezhavez ar ront a ra ur metr hanter a ziametr ! Evel-se en em strewont, rak ar frouezh bihan du a arru èl-se pellik a-walc'h a-zoc'h ar blantenn vamm.
Mar dastumit razh ar brec'hioù-se (hag aes eo rak ne daolont ket gwriziad èl ma ra ar melchon gwenn) e c'hellit goude disgwrizienniñ aes a-walc'h ar blantenn ha kavout ar wrizienn-vamm, fin-fin, hag a ya don en douar.
Perak n'eo ket bet lakaet er gener "Trifolium" (melchon) neuze ? Ar frouezh eo a zo disheñvel; re ar luzernoù a zo un tamm hiroc'h ha gober a raont ur spiralenn (met gwezhavez get un dro hepken !) – a bep sort spiralennoù hervez ar spesadoù – met re ar melchon a chom eeun ha ne greskont ket kalz.
Kavet e vezont, àr an douar-lann neuze, e pep lec'h e kreisteiz ar Morbihan, met en douaroù n'int ket ker stank.

15:34 Publié dans Plantenn ha plantenn | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : medicago, lupulina, luzerne, luzern, melchon









Ecrire un commentaire