06/09/2008
Tri loen
Setu, kavet em eus em dielloù tri loen kaezh é kantren. Ar re-mañ a oa é klask petra e tahent da vout, ha bihan o c'halon é soñjal en o flanedenn: bout ankouaet, mont diàr-wel. N'em eus ket grataet dezhe e vehent savetaet, mes kinniget em eus dezhe mont da glask un tamm bertim er blog-mañ. Piv oar ? Marse e vint adtapet get unan ac'hanoc'h ha roet bod dezhe ?
Setu int atav. Hañval geneoc'h int disoursi àr o follenn mes n'int ket. Anken an Netra en em sil en o c'hreiz.

tresadennoù an nevez-amzer.jpg
PS: mar sellit mat doc'h pladenn "Breizh positive" ar strollad Ar Re Yaouank, e kavehet a-barzh un ton gavotenn anvet "Triloen"; an ton-mañ a ziougane, oc'hpenn dek vlez e-raok, donedigezh an evn, arr beskedenn hag ar c'hazh àr ho skrammoù. Sebezus !
08:50 Publié dans Arzoù-kaer | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : arzoù-kaer, arts plastiques, loened, Ar Re Yaouank
09/08/2008
boestad trezolioù bihan
Setu amañ un tamm skeudenn, savet diàr tammoùigoù paper bet livet get skolajidi, get ar pal sevel "skeudennoù prizius, hag a vo lakaet en ur voestad, evel bravigoù"...
... ma, setu ur gwel d'ar labour-se...
Dister a-walc'h doc'h un tu: livaj graet fonnapl (mes get gred evit lod)
Doc'h an tu arall, skeudenn liesliv, graet get ijin, hag a gas da huneal.

bugale Sant-Jo.jpg
Kerkoulz ho leuskel da brofitiñ e-raok teurel an oberenn verrbad du-hont...
18:15 Publié dans Arzoù-kaer | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : arzoù-kaer, arts plastiques








