13/06/2008
Ahu 'to oa i Tauva 'hu
Exotic trip towards the antipod’s sevenadure
Garn-garn ! Petra zo krog ennin ? Er prantad-mañ eo un avel a dTahiti a c’hwezh e milendall ma fenn...
Petra zo kaoz ‘ta ? Ur c’hiz kreñv a zo é ren e bed ar brezhoneg a-c’houde un tammig-zo (ha falloc’h gizioù a zo a-dra-sur, met giz eo ur seurt) da gomz e brezhoneg ag ar broioù pellañ, ag an traoù a seblant an nebeutañ liammet get ar pezh a anavomp dre-mañ ; kement-se evit diskouez hag addiskouez eh omp digor, g’an aon berped kreñvoc’h ne vehe ket komprenet an dra-se get ar re arall (ur seurt kleñved ‘benn ar fin, ganet a-ziàr ur c’hompleks ; kleñved anavet, pas ? met moarvat eh eus kleñvedoù falloc’h, èl ma lâren 6 linenn uhelloc’h).
Petra zo kaoz neuze ? Ar fed mand eo Tahiti un tammig èl Breizh, un tamm douar renet get ar Frañs lec’h ma c’heller kavout ur yezh ha n’eo ket ar galleg ?
An tsunami, hag en deus lakaet an dud da soñjal en inizi ag ar Meurvor Indian, met ivez re ar Meurvor Habask ?
Ul levr er gêr, Secrets et mystères des îles et des océans, pe un titl seurt-se; met kentoc’h e oa an istorioù manezioù-tan a vourren é lenn a-barzh, neuze...
Ur bladenn vinil er gêr ivez, tonioù a zu-hont enni ; brav a-walc’h met un tammig re folklorel, ha dreist-holl get ur golo « soft-colonialist » get ur familhad touristed lakaet keñver-ha-keñver get ur familhad tud a zu-hont. Met n’am eus ket selaouet ker lies-se ar bladenn-se, pa soñjer mat.
Pennad Al Liamm a-ziàr ar Polinezia (c’hwi oar, un istor lec’hiet e Brest) ? Er penn kentañ e kaven un tammig hir an istor (ur fari a oa bet en o mod da lakaat ar pajennoù ivez), met tamm-ha-tamm am boa splujet a-barzh, ha plijadur vras am boa bet é lenn achumant an istor. Ya...
Un dra hag a gont ivez : an anvioù a zu-hont, get ul liv skritur ispisial ha pell a-walc’h a-zoc’h ar pezh omp kustum da lenn er listenn-mañ, get pasapl a vogalennoù...skouerioù anavet pe pas : pahoehoe, Moorea, Mauna Loa, Hatutaa, Fatu-Hiva...
Petra a-benn ar fin ? Netra dreist-ordinal… Setu penn kaoz ma n’am eus ket laosket ma roñsed da redek digabestr trema ar broioù-se (digoradur ma fennad a rae deoc’h krediñ e oan noz-ha-deiz é soñjal e du-hont, met pas ur seurt ! )....
Da c’hortoz sevel ar c’hentañ geriadur brezhoneg-tahisianeg e klaskin, pa ‘m bo tu, preniñ a rin un tammig levr a-ziàr yezh du-hont memestra.
(rak èl ma lâr Jany : Soupiket hag ognon glas
A ra da Vathias ! ! )
13:53 Publié dans Beajoù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Tahiti







