27/05/2009

ger é klask dilhad


podcast
Setu amañ un tamm ger... deoc'h c'hwi da glask e pesort kornad eo bet enrollet, ha da sikour genin da ouiet penn d'an tamm ger-se displeget ker splann amañ, da lakaat dilhad dezhoñ ha d'er lakaat da veviñ en-dro e-mesk ar gerioù arall...

07/03/2009

Liveoù yezh

Kinnig a ran deoc'h amañ un tammig poelladenn, d'an dud da zeskiñ diforc'h ar liveoù-yezh, ha marse a-walc'h gouiet cheñch live yezh doc'h an dro.

Meur a unan a zo, etre gros; bemdez; bemdez pinvidik; uhel; foeñvet (an dra-se zo "un tamm re vrav, gerioù dibaot hag all, frazennoù hir, evit diskouez e live sokial pe brezhoneg")

An diforc'h paour/pinvidik e gwirionez a welan me èl un tamm a-gostez: moaien zo d'ur yezh gros bout pinvidik, pas ? Mard eus ur bochad gerioù disheñvel, na bout e vehent lous pe hudur ?

Posupl eo astenn an c'hoari evit ar rannyezh peotramant ar seurt brezhoneg (anat deoc'h e komzomp ag ar brezhoneg komzet, neuze netra da welet get ar feson da skriv)...

Deoc'h-c'hwi da denniñ ho mad ag ar boelladenn-mañ...

Adkavout ar liveoù.doc

Ne vez ket atav ken aes lakaat ur live d'ur frazenn; etre daou e c'hell bout...

24/02/2009

Bev hiniv, marv arc'hoazh


Kas a ran deoc'h un notennig àr un droienn forzh brav am eus desket em bro, e-kostez Pleuwigner da skouer: "Bev hiniv, marv arc'hoazh"

Ur gentel filozofiezh un tamm kriz, met geti braventez ar wirionez; ar pezh a gavan brav dreist-holl eo ar feson mand eo renket ar soniadoù a-barzh... pa vez distaget e ra "Biù hiniù, marù arhoah". A fed ar vogalennoù e kaver i, i, i / a, a, a hag a-fed hanter-gensonennoù e kaver ar "ù" teir gwezh, ha peder gwezh ma asantomp lakaat a-barzh ar son e-raok an a diwezhañ e "arc'hoazh"

Na pezh ur barzhoniezh !

Setu, un den pa glev an dra-se evit ar wezh kentañ a zo merket get ar pezh a dalv, met an traoù-se a za aesoc'h en e spered en arbenn ag ar sonioù souezhus-se.

Bihan ar frazenn, met un trezol deomp-ni ur sort !!

12/02/2009

5 kwizz

Den ebet n'en deus ket kredet respont d'ar c'hwizzoù betek bremañ, mes ne vern, pennek on, ha tolpiñ a ran er pennad-mañ ar 5 kwizz kentañ (diàr geriadur Ernault); 2 zo bet kaset deoc'h c'hoazh ma 'm eus soñj mat. Ur gwiskamant nevez o deus rak koulz pe diwezhat e vo posupl d'an dud c'hoari gete e sal ar gerlenn Sten-Kidna en Alre.

Live5 kwizz 1Ernault.doc

Live5 kwizz 2 Ernault.doc

Live5 kwizz 3 Ernault.doc

Live5 kwizz 4 Ernault.doc

Live5 kwizz 5 Ernault.doc

03/02/2009

Tamm kwizz 3

Ma faot deoc'h derc'hel da zeskiñ gerioù nevez e kinnigan deoc'h un tamm kwizz en-dro; deoc'h-c'hwi da c'hoari, met evit ar respontoù e c'helloc'h pe goulenn genin pe neuze klask er geriadur ho kunan, ar pezh a zo hiroc'h doc'h un tu mes a gas muioc'h a zeskamant doc'h an tu arall...

QCM ag ar marv 3.doc

15/01/2009

tamm kwizz 2

Ma !! N'em eus ket bet c'hoazh respont ebet geneoc'h a-ziàr an test bihan àr-dro gerioù un tammig dibaot e geriadur Ernault. Gwir eo n'eo ket gwall aes ar goulennoù, met petra a barra doc'hoc'h a c'hoari ?

Mat e vehe sevel kwizzoù evit pep live, gwir eo; ha re seurt-se a gaver àr lec'hienn DAO, un nebeut anezhe.

Met da c'hortoz ar pezh zo prest genin a zo c'hoazh ar memes seurt kwizz. Neuze e kinnigan deoc'h unan arall seurt get an hani kentañ.

Deoc'h-c'hwi da glask bremañ !

QCM ag ar marv 2.doc

18/12/2008

Tamm kwizz 1

Ma faot deoc'h c'hoari ha deskiñ gerioù, setu ur c'hwizz evidoc'h; ret eo din lâret da gentañ eo ur c'hwizz diaes hennezh... ma faot deoc'h gouiet ho notenn, kasit ho respontoù din, pe klaskit e geriadur Ernault, lodenn Le Goff; razh ar goulennoù-mañ a zo tennet avaze.

QCM 1.doc

02/11/2008

Tarzan

Setu kroget un tamm rummad ha ne c'houlenno ket re a labour genin, mes geneoc'h c'hwi, geo !
Amañ e vo roet deoc'h da glask reiñ din ar muiañ a fesonioù disheñvel da gomz ag un dra resis; e brezhoneg evel-just mes e galleg ivez, e gallaoueg, e okitaneg, e ....
Ar pezh a gont zo e kemerehec'h perzh evit ma vo ar pinvidikañ ar gwellañ an enklaskoù.
Deoc'h-c'hwi neuze da labourat ! Ma labour-me a vo tolpiñ ar pezh a resevin geneoc'h...

evit reiñ lañs d'an traoù, krogomp get an dra-mañ:

Penaos e vez lâret pa ya mitenn er-maez a fri unan bennak ha pa chom a-spign èl-se ?

E brezhoneg em eus klevet da skouer: kleier a-spign doc'h e fri; hinsiñ Maoris er suler (suniñ an traoù-se er fri en-dro) !
E galleg e kavan brav: "T'as un Tarzan qui te pend au nez !", lâret e vez ivez "des chandelles"
Na c'hwi ??

Moian vo deomp ledanaat an enklask goude d'an traoù a denn d'ar fri.

30/10/2008

geriadurioù en linenn

Setu neuze daet c'hoant din da gomz deoc'h (ne vo ket hir) ag al lec'hienn-mañ http://www.lexilogos.com/breton_langue_dictionnaires.htm hag a vo talvoudus deoc'h da implij ma 'peus un dra da skriv e brezhoneg àr ar skramm, ha ma n'eus geriadur paper ebet geneoc'h. Ne voc'h ket é chom pell àr al lec'hienn-se avat, meitave e vehec'h aet sot get ar gerioù, ar pezh a c'hell arru.

Mes marse e implijit al lec'hienn c'hoazh ? Displegiñ a ran ur sort: lakaat a rit ur ger e galleg, ha gellit a rit choaz etre 5 geriadur disheñvel evit bout un droidigezh.
Kavet e vez respontoù dreist-holl get Favereau, get Freelang (hag a zo efedus), un tamm bihanoc'h get Preder; get TermOfis pas atav, pas lies a lârehen zoken, mes pa vez kavet ur respont avat eo displeget sklaer a-walc'h.
Ha get Geriadur.com, torr-penn eo, dibaot a wezh e vez roet ur respont. Neoazh eo a hennezh e vez komzet ar muiañ, pe eh eus bet komzet ar muiañ. Marse eo chomet bourdet ar raktres un herradig, ha ne damallan ket netra da zen.
Ur benveg efedus eo ur seurt evit gober ho choaz etre troidigezhioù disheñvel. A-dra-sur e vank traoù c'hoazh e pep geriadur, gerioù zo a vro Gwened en o mesk, sur, mes n'eo ket fall.
Ha ma sellit doc'h ar pezh zo edan al linennoù kentañ eh eus c'hoazh geriadurioù arall en linenn.
Get an urzhiataer oc'hpenn e c'hellit pourchas skouerioù implij ar gerioù, dre ober "klask", Ctrl + F, e ne vern peseurt testenn e brezhoneg àr an urzhiataer;
Un dra zo, n'eo ket sur e vo ag an urzhiataerezh da viken (setu amañ ma soñj), neuze arabat kontiñ àr ar geriadurioù en linenn hepken. Ha klaskomp saveteiñ àr baper an trezolioù tolpet e bouzelloù an urzhiataerioù, ne ouiomp ket petra a c'hell arru koulz pe diwezhat...

04/09/2008

verboù

Get an distro-skol e vihanna an amzer ma choman da vagiñ ar blog-mañ, allas. Setu eh eus daet soñj din da lakaat a-barzh un dra hag a c'hello servijiñ da gement den a zo é teskiñ brezhoneg, d'ar re a zo é chom e bro-Gwened a dra sur, mes d'ar re arall ivez (a bouez eo !)... ar listennad verboù-mañ a zo e levrig Loeiz Herrieu "Le breton usuel", daet eo ar levr-mañ da vout diaes da gavout, ha neoazh e talv ar boan bout lennet !
Setu neuze un daolenn. Klasket em eus lakaat an traoù er skritur a vremañ (get farioù marse, rak amzer n'em eus ket bet d'ober enklaskoù), hag oc'hpennet em eus verboù zo am eus klevet pe lennet.

Kinniget int dre urzh ar verboù e galleg, evel e levr Herrieu; n'em eus ket lakaet diforc'hioù etre ar re am eus klevet er c'hornad hag ar re n'em eus ket bet tro da glevet, etre ar re am eus lennet c'hoazh hag ar re n'em eus ket (ha bez zo anezhe, èl rezon)...

Diglok ma labour a dra sur, mes ma c'hell sikour geneoc'h da zegas soñj deoc'h a verboù zo, da ledanat listennad ar verboù a zo en ho spered, n'eo ket fall. Oc'hpenn tra, ma teskit ur verb n'ho peus ket klevet c'hoazh e-mesk an dud, marse er c'hlevehet un deiz bennak (ha neuze, nag a blijadur) ur sort.

Setu an daolenn neuze.

Listennad verboù Herrieu +.doc

Toutes les notes