14/08/2008
Gwez 8

Setu enta ar maner, get e dour pintek; a-dreist ur vangoer hon eus spurmantet ar batimantoù-se, diàr dremen. etre div zervenn yaouank.
Petra a weler du-hont, àr-dreñv ar c'hastell ? Korfoù teñval hag uhel ur vandennad gwez rusinek, hañval geneoc'h emaint é kinnig fardiñ àr ar maner. An tropellad pin-se a gemer liv ur gogusenn àrnev, é foeñviñ hag é kargiñ, e-kreiz un oabl dizolo.
Ar gwez-se, ag ar spesad Pinus radiata, a zo bet plantet get Mab-den, n'eus ket ker gwerso-se. En o bro orin n'eus ket pikol anezhe ken, ar geizh: ar C'haliforni eo bro o hendadoù.
E pleg-mor ar Morbihan, dreist-holl, en o c'haver a vostadoù, get o del teñval, teñvaloc'h evit ar pin-bro, hag o boulloù-pin foeñvet doc'h un tu. Pa vezont yaouank o deus barroù ag an dias betek ar lein, ha pa vezont koshoc'h e chom hepken un nebeut barroù bras, uhel-pasapl e taont da vout.
Petra a vo planedenn ar re-mañ ? Daoust ha chom a rint dre-mañ a vidad da vidad ? Daoust hag ur marsoñj o deus a c'hourenez ar C'haliforni ha ribloù ar Meurvor Habask ? Kerzhit da ouiet...
Evit ur skeudenn vrasoc'h: Kerambourg 5.jpg
13:55 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Pinus radiata, gwez, arbres, arboles, trees
19/06/2008
Gwezenn 7

Ur steudad platan eo, netra suroc'h. Bet plantet an holl àr-un-dro un deiz bennak. C'hoarezed marse, bet hadet ar memes deiz er bopineg. Pe c'hoazh zoken, kloned èl mand eo ar pupli Itali, holl vreudeur klonet anezhe !
Skeudenn dristik un niver bras a draoù hañval, tristoc'h c'hoazh en arbenn mand int boudoù bev. Ha neoazh, pa seller mat, ha pa vehe an hevelep jenoù gete holl, ha tost-mat o lec'hioù-beviñ dezhe, marse n'eo ket ken hañval-se o buhezioù ? Etre ur blatanenn hag un all amañ, eh eus moarvat diforc'hioù hervez ar plas o deus gounezet a-hed ar blezioù get o barroù. Moarvat zo lod en o mesk hag a dap muioc'h a heol evit ar re all, hag a guzh marse an heol doc'h re arall, tammigoù. Darvoudoù ar vuhez o deus, marse, merket diforc'hioù etreze ? Lakaomp e vehe bet skoet unan d'ur gamion, ha drailhet he c'hlor. Pe unan arall a vehe bet diholpet fall, ken na oa bet gwanaet... Mes ar brasañ diforc'hioù a vo kavet, peurchañs, edan an douar, e-kuzh d'an holl. Pe re a zo strommet get tuellennoù é tremen edan dezhe ? Pe re a vez legeannet o gwriziad get re ar brousgwez a weler e-talde ? Pe re a zo plaset mat e-keñver an dour a zever en douar goude ur gaouad fall-amzer ? Un den a c'hell bout ur sant ag an dra-se é sellet a dostoc'h doc'h o yec'hed, braventez o fennad del. Ar pezh ne raimp ket amañ. C'hoant am boa just ho lakaat da soñjal e c'heller kavout an dishañvalded lec'h ma ne seblanta ket bout. Evit pleustriñ àr an dra-se, ur boelladenn evideoc'h. Kerzhit betek ar renkad gwez tostañ doc'h ho ti; pupli, pin, platan, skav-gwrac'h, ne vern. Roit un anv da bep unan anezhe, ha klaskit e-pad un herrad, ur miziad lakaomp, derc'hel soñj ag o anvioù, ha sellet doc'hte dre unanennoù, get he fenn dezhi, he buhez dezhi. Peseurt efed a c'hell disoc'h ag ur sort amprou ? Ne ouian ket fasipl, mes peurchañs ne selloc'h ket mui er memp mod penn-dre-benn doc'h ar gwez goude. Na marse zoken doc'h an dud, piv a oar ?
Evit sellet doc'h ur skeudenn brasoc'h ha bravoc'h:
Steudad platan en Oriant.jpg
10:50 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gwez, arbres, filozofiezh, philosophie, platan
07/12/2007
Gwezenn 6

Petra a lâr deomp ar beg-mañ ? Perak eo kamm èl-se ? Un dra bennak a zo bet er penn-kentañ, un dra tost a-walc'h doc'h un droug, pa oa bet graet an troc'h er wrizienn. Ha neuze ? Daoust ha chomet zo roudoù ag ar pezh zo bet gouzañvet get ar wezenn, pe ankouaet he deus tout a-c'houde pell ? Gwir eo e kav repu pe boued an amprevaned en toull-se. Marse e tiwano ur blantennig, ur wezennig a-barzh. Da c'hortoz, an diwezu koad a dosta an eil doc'h eben, difonn; n'eo ket sur tamm ebet e stagint un deiz.
An den trist a soñj é tremen penaos ar beg-se zo lan a c'hlac'har don, teñval, euzhus.
An den savet a-enep ar roue Kreskañs ekonomikel a soñj é tremen penaos e huch ar beg-se: "TRAWALC'H !"
An den treuzet get ur gaouad fent a soñj penaos e c'hoarzh ar wezenn, leizh he beg, é welet traoù digomprenapl en-dro dezhi.
Diaes eo lâret get piv emañ ar wirionez; get ar wezenn emezit ? Marse, mes honnezh a chom mut !
Evit tapout ur skeudenn vravoc'h:
Gwrizienn.jpg
22:40 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gwezenn; arbre; la croissance donc l'emploi
04/12/2007
Gwezenn 5

E penn kentañ miz Eost n'eus ag ar wezenn-kiriz nemet ur c'horf askornek ha dizel. Un toull evit leuskel an hañv touforek, ha lan a zel betek re, da analiñ ?
Pe un toull evel toull ur boled, a lakay an hañv da ziwadiñ betek ken ne gollo e vuhez ?
Evit gwelet spisoc'h ar porteled:
Gwezenn kiriz.jpg
17:20 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gwez, arbres
21/11/2007
Gwezenn 4

Tuchant e vehe bet taolet d'an dias gete; mes setu bremañ un ti é sevel, fonnapl, e-taldi. Ha chomet eo ar wezenn. Afer o doa, peurchañs, a virout traoù glas pas pell a-zoc'h ar savadur nevez. Marse eo anvet ar savadur: Résidence des chardonnerets pe c'hoazh, Clos des chênes, ha soñjet o deus e vehe mat pas lâret gaouier re vras d'an annezidi, ha leuskel un tamm tra bev en amen d'an ti. Bezvenn gaezh ! Kuzhet vo heol puilh ar c'hreisteiz doc'hti. Mes bras eo, bremañ, ne varvo ket get an diover a c'houloù, ha peurchañs e taolo had, ha peurchañs e tay evned a-barzh memp. Trawalc'h evit eurüsted ar wezenn ? Kerzhit da ouiet !
Evit gwelet ur foto vrasoc'h: ar savadur.jpg
15:30 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
16/11/2007
Gwezenn 3

Kellidet he deus e-harz un droñjenn vetal. Doc'h un tu, ur riblennad gouiltron, doc'h an tu arall, ar simant ledet aze get perc'henn an ti tostañ. Un tammig hadenn bezv a oa arruet amañ n'eus ket forzh pell zo, ha setu bremañ ur pemp delenn bennak dezhi. Hag ur vezvenn vras a vo amañ un deiz ? Petra emañ ar blantenn-mañ é c'hortoz ?N'eus nemet un taol dispac'h hag a c'hellehe reiñ an tu dezhi da greskiñ. Tout an dud é vonet kuit ag ar c'harter en arbenn ag un dra spontus bennak; ur brezel ? un dra é tarzhal dre-se ? ur saotradur bennak ? Neuze ne vehe ket un dra dibosupl dezhi sevel ar simant, sevel ar gouiltron, ha gober he hent betek arru en he ment. Pe neuze gortoz ken ne zay un den foll bennak e penn an traoù er gumun, mennet da cheñch ar c'harter penn-dre-benn...
Peseurt spi neuze evit donet da vout bras, neuze, ma ne c'hell kontiñ nemet àr ar freuz hag ar reuz evit donet da benn ? Pa soñjer mat eo an dra-se lod ur bern plantennoù bihan hag a gellid er lec'hioù spontusañ. Unanennoù a c'hounid, ur bochad a goll. Lezenn ar plant.
Ma faot deoc'h gwelet ur skeudenn brasikoc'h: Bezvenn vihan.jpg
10:55 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gwez, arbres, bezv, bouleau, kêr, ville
15/11/2007
Gwezenn 2

Un tarzhad drez doc'h he zroad. Evel un avelenn-dro a-dreist ar mor, é suniñ, hag é lakaat skumon gwenn da sevel a-us da c'horre an dour. A-dreist, an del du, èl oabl teñval an amzer touforek. Du-hont, er penn arall ag ar park, un dervenn uhel, kamm-digamm he zroñj èl ur luc'hedenn.
Mes petra eo istoer an drez-mañ edan an dervenn ? Aspadennoù ag ur c'harzh bet fondet ? Pe ar peizant ne faote ket dezhoñ e vehe diarc'hen an dervenn-mañ (rak marse e kont an dervenn-mañ, evitoñ, muioc'h evit ar gwez arall; krapet en deus a-barzh pa oa bihan marse) ?
Evit gwelet ur foto un tamm splannoc'h:
Kerambourg 3.jpg
12:10 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gwez, arbres, barzhoneg, derv, chêne, arnañv, orage
14/11/2007
Gwezenn 1
Amañ e krogan un heuliad pennadoù get foto ur wezenn seul taol, mui un nebeut linennoù...
Ici j'entame une série d'article avec à chaque fois la photo d'un arbre et quelques commentaires...
Ur wezenn, àr he goarigoù, a zo é leuskel un nebeut perennoù àr lein ar vangoer. Nag ur blijadur eviti er gober, a-c'houde an amzer m'he doa hiraezh da vout bras a-walc'h evit gwelet lein ar vur ! Kinnig a ra he fer d'ar mouilc'hi; ne vern ket bras dezhi e vehe ar frouezhaj-se àr hent ar c'hazh mistr.

evit gwelet ar skeudenn un tamm brasoc'h: per ha mangoer.jpg
19:10 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note







