16/06/2008

Haïkuioù niverenn 9

Setu un heuliad haïkuioù oc'hpenn (atav ag ar memes blez), ma n'ho peus ket bet ho kwalc'h anezhe); eh omp é tostaat doc'h an notenn niverenn 100 àr ar blog-mañ: petra d'ho soñj a vehe brav gober evit lidiñ kement-se ?

A-hent-arall, ma faot deoc'h gwelet an haïkuioù bet kaset e-raok, setu int renket er rummad haïkuioù bremañ

Linenn wenn
Dirak linenn Groe
Mor bev
Gwelet a ran ar spoum àr ar mor evit ar wezh kentañ, An Arvor, 14 02 2006

Bod fuloret
Treset g'an avel
E stern ar fenestr
An Arvor, mintin, digoret 'm eus an abevantoù, 15 02 2006

Sanderling
En e unan
War vord un devezh glav
An Arvor, àr ar c'hae, e-dan ar glav, 15 02 2006

An dour
Ho rouantelezh gris
N'eo ket aet da gêr-Is !
Devezh glav, 15 02 2006

Gouloù gris
Teñval a-dreñv
Kumulonimbusenn an noz
Serr-noz, Brec’h, 16 02 2006

Dre-mañ en-dro
Kenseurted o blev skraboilhek
Roñfled an dour nevez
Kumulonimbused, Brec'h, pell zo ne oa ket bet anezhe ! 16 02 2006

Peder dridienn
Ganet àr ar stign
Eme ar fenestr
Enderv-noz, An Arvor, e tan just a zigeriñ ar fenestr, 17 02 2006

Serr-noz, dour a-spign
Er gwiskad gris
Toull ebet
Brec'h, 18 02 2006

Delenn ebet c'hoazh
Diskar-amzer
Er bizigoù kenaou
Pluvergad, 3eur30 goude merenn, 19 02 2006

Ront dispis
Er gris sklaer
Malvenn gris teñval
Manez a gas da Bluvergad, é tonet a Wened, an heol hag ar c'hogus, 19 02 2006

Kogus torosennek
Bandenn àr-dreñv
Glas prizius
Kened ar glas-se, just ul linenn e-mesk ar gris, enderv, Brec’h, 19 02 2006

Klezeñv yen ar c'hogus
An avel
Ne c'hoarzh ket ken
Plañvour, An Arvor, enderv-noz, 20 02 2006

Duoc'h-du
Gwask ar c'hogus
War garrez ar fenestr
Plañvour, d'enderv, 20 02 2006

E-mesk dilhad haleg
An avel yen
Ur pigos melen-koar
Moualc'h, An Arvor, 1eur 45 d'enderv, 21 02 2006

Heol dirak
Ha, plaen
An houlenn hag he zrouz
An Arvor, 1e30 d'enderv, 21 02 2006


Kouezhet diàr neizh
Ar yenion dislivet
Glav an enderv-noz
Plañvour, enderv-noz, 22 02 2006

Krapout en-dro
Pawioù chas
War an traezh
An Arvor, serr-noz, 22 02 2006

Gris plaen
War-bouez
Faoutoù melen roz
Seblant erc'h, yen-ki eo, 23 02 2006

Mor brizh-gwenn
Soñj an enezennoù
Skornet du-hont
Mintin, An Arvor, 24 02 2006

Pinenn vras
E-kreiz dañs-tro
Ar garzhoùier
Pleskob, tro vale, 25 02 2006

Avel sil
E torosennadur
Ar garzhoùier
Pleskob, 25 02 2006

Saout
Hag o livioù
Mesk ha mesk
Pleskob, 25 02 2006

Avel sklas
Lagad orañj Aldebaran
Gwalc'het a-nevez
Noz, 26 02 2006

Lagad Aldebaran
Pell en tu-hont
D'hon avelig yen
Noz, 26 02 2006

Komzoù en ti
Bourboutenn é saludiñ
E heol an diavaez
E-pad ma komzan get plac'h ar radio, ti an Arvor, 27 02 2006

Ma anken foll
Ha didalvout, an oabl
Ken glas e-mesk ar c'hogus
Plañvour, goude merenn, 28 02 2006

Taol troad en oabl
Ur meskaj
Brini-tour ha dubeed
1eur d'enderv, iliz Plañvour, 28 02 2006

Huchadenn ar gegin
Kontell er vemor
Goelan spontus an noz
Plañvour, goude un hurlink, 28 02 2006

09/10/2007

Haïkuioù n°8

N'eo ket achu, ha pell avaze, get an haïkuioù-mañ, setu bremañ un nebeudig haïkuioù-gouiañv c'hoazh

Ruz
Korollenn ledan
Gouiziegezh kogus
An Arvor, àr an aod, serr-noz, ruz eo an oabl, 8 02 2006

A-dreist ar bodoù-se
Ha n'eo ket e lec'h arall
Kevrin an c'hwibed
An Arvor, aod, serr-noz, 8 02 2006

Kreion fin
Ar binenn
Dirak ar c'huzh-heol
Kerpap, 8 02 2006

Roz ha glas
Sklas an aer
Doc'h an teñval ne vo ket tommoc'h
An Arvor, serr-noz, 9 02 2006

Boull-heol
Gwelet hepken
E daou benn an devezh
Devezhiad labour en Aradon, 10 02 2006

Sioul ma c'horf
Laboused neoazh
A sil o anv em skouarn
Abadenn yoga-nidra 1añ, 11 02 2006

Un tachad roz
Liv maouez
Er c'hogus plaen
Karnag, enderv-noz, 12 02 2006

Unan ruz
Unan gell
O fennoù du er wezenn
Koublad beufiged er prunus, kreisteiz, Brec'h, 12 02 2006

Lavreger é sec'hiñ
Peseurt krouadur a c'hoario
Etre o divhar, keneve an avel yen ?
An Arvor, 13 02 2006

Aer yenik
Heol diframmet
Kogus a-dorimell
An Arvor, enderv-noz, 13 02 2006

Da gentañ
Lagadig an tour-tan
Oh, al loar-gann !
Digoret 'm eus an abevantoù en Arvor, 14 02 2006

27/09/2007

Haïkus n°4

setu bremañ pedervet lodenn ma haïkuioù e galleg: e C'hwevrer eh omp aze !

On le voit sans le voir
Magnifique
Il pousse
Arbre à Brec'h, derrière les chaumières, 5 02 2006

Rectiligne
Surgissement de pigeon
Dans mon paysage
Fenêtre de Larmor, midi, 7 02 2006

Sanderlings
Leurs voix de février
Apprendre dans le soir
Larmor, 18h00, 8 02 2006

En ourlets
Radeaux caressés
De soleil horizontal
Ploemeur, crépuscule, 9 02 2006

Dans un pré
Silhouettes
De l'hiver fugace
En fait, il faut profiter de l'hiver pour voir les silhouettes des arbres nus !, An Aradon, 10 02 2006

Arbre là-bas
Sur un mètre
Papillonnage de tourterelle
Une tourterelle vole vers une autre sur une distance très courte, scène volée sur la route de Plescop, 11 02 2006

Déchiquetis de lune
Par les nuages
Le soir venu
Crépuscule, Brec'h, 12 02 2006

17/09/2007

Haïkuioù n°7

Setu un niverenn arall a ma haïkuioù... miz C'hwevrer ar wezh-mañ...


Tour iliz fin
Son bras en oto
Bed arall e-skeud ar reier
Pa arruan goude Kommana e-dan ar roc'h Trevezel, diouzh son meurdezus bagad Kemper 2 02 2006

Reier hag o mojoù
Latar
Ha sell bev
Roc'h Trevezel el latar, sell stag doc'h ar reier èl ma c'hell bout stag doc'h menezioù, 2 02 2006

Kognellad del sec'h
Ar voualc'h
A ziskrabell
Plañvour, 3 02 2006

Kavell al loar
Mel orañjez
Hanter-zebret
Distro ag ar fest-noz e Muzilheg, 4 02 2006

Bodad laboused
Gwezenn
Piv int ?
Ar an hent, etre Brec'h ha Pleuwigner, 4 02 2006

Avion roz-aour
Manket al loar
Ar-bouez nebeut
Brec’h, da serr-noz, 5 02 2006

Park bras ar vourc'h
Teir bran àr-nij
O zeir er c'hoad-kren
Brec’h, teir eur d'enderv, tro vale e park bras ar vourc'h, 5 02 2006

Gwerenn
Buhezig en diabarzh
Ar voustikenn
E oto ur c'hamarad din àr zu an Alre, 6 02 2006

A-dreñv
E-kuzh d'am amzer
Anav ag an heol nevez
Mintin, é vonet da Blañvour, n'em bo ket amzer da sellet doc'h an oabl e-pad an devezh, 6 02 2006

Pep unan he fas
El manezioù
Gwez e kreiskêr
Da noz en Oriant, 7 02 2006

08/09/2007

haïkus n°3

Setu, èl ma 'm boa grataet deoc'h, mes hiniv e-plas dec'h, setu haïkuioù arall e galleg

Entre Groix et continent
La banquise
De nos conneries futures
Mer couleur de pôle, Larmor, plage de Locqueltas, 24 01 2006

Le soleil s'engrise
Résidu rouge dans le froid
Derrière la fourche du cyprès
Larmor, vu de la fenêtre, crépuscule, 25 01 2006

Bleu et rose
Aux lointains
Intimes du ciel
Auray, vers 13h30, coin du ciel où ces deux couleurs jouent ensemble, 29 01 2006

Clarté
Un orangé inouï
En sort
Après une journée limpide, soleil couchant en sortant de Lorient, 30 01 2006

Les poils de la terre
Se réveillent
Après la neige
Herbe, 30 01 2006

Clarté solaire des nuages partout
Et sur la dune
Cri d'homme sur son chien
Cri inattendu, Larmor, de ma fenêtre, 31 01 2006

Sur deux plans gris
Enormité de vagues
En fond de ville
Landerneau, soir, on voit le coteau derrière, 1 02 2006

06/09/2007

Haïkuioù n°6

Setu c'hwec'hvet ma barzhonegoù berr ag ar blez 2006, da c'hortoz teirvet lodenn ar re e galleg arc'hoazh,

mard eo intereset un embanner bennak gete, ra lâro din,

Bandennoù roz-gris
Cheñchet an avel
Yen c'hoazh
Avel reter da serr-noz, 26 01 2006

Manez en oabl tanav
Tourioù ar gwez pin
A-dreist d'an tailheris
Plañvour, oabl glas, 27 01 2006

Gwaregoù
En heolig yen
Ur bod-skav
Plañvour, 27 01 2006

Dent Genver
Ar paotrig ennin
A grog en o gwirded
A-spign doc'h an doenn, fenestr ar gambr, Brec’h, 28 01 2006

Erc'h er vro
Fiziañs ennañ
Ar wezh-mañ
An erc'h a stag doc'h an hentoù ar wezh-mañ, Brec'h, 28 01 2006

Piv a gomz ar gwellañ
Ag ar menezioù ?
Un tamm erc'h lous
Brec'h; ma lakaat a ra da soñjal e skornegi ar menezioù; 29 01 2006

Blev rous
Krib gouloù
Ar pupli
An Oriant, kuzh-heol, 30 01 2006

Sklaerder dispis
Dozvet get an oabl
An heol orañj
An Arvor, 6 eur da noz, 31 01 2006

Kreiz an hañv
El liv-se
Perak hiniv ?
Landerne, er sal e santan èl pa vehe an hañv, diaes da zisplegiñ, 1 02 2006

17/08/2007

Haïkuioù n°5

Setu neuze pempvet lodenn haïkuioù ar blez 2006...

Digor ar spered
D'ar c'hroc'hen hag e vraventez
Dirak ur bod-kelenn
Brec’h, 22 01 2006

Seksig ruz
En dañs melen
Koad-kenaou
Brec’h, 22 01 2006

Didrouz
Etre an del marv hag ar c'hleuz
Ma c'hazhez
Miglos àr ma lerc'h àr an hent d'ar C'hoad bihan, Brec’h, 22 01 2006

Peder pig
En ur linenn
Perak derc'hel soñj ?
Plañvour, tra gwelet er bratell, 23 01 2006

A noz da noz
En deus redet an amzer
Ken splann an oabl neoazh !
Devezh labour e Plañvour, 23 01 2006

Gwagennoù en noz
Burzhud ur vaouez
E nijal ennin
Soñjal a ran en ur vaouez resis a-hed ar mor da noz, An Arvor, 23 01 2006

Dre vesk ar c'hoadoù
E sav menezioù an Oriant
O fennoù karrez
Ar an hent, teir eur d'enderv, 24 01 2006

Ur siminal vihan
Golvani enni
Evel en ur film italian
An Arvor, gwelet ag ar fenestr, 24 01 2006

A-dreñv fourchell
Ar sipresenn
E varv liv an deiz
An Arvor, ag ar fenestr, serr-noz, 25 01 2006

Avel nort
Kogusennig yen
Dañs skañv Gwener hag ar Loar
Kredet vez e red ar Loar met an avel yen eo, mintin, àr an hent d'an Aradon, 26 01 2006

01/08/2007

haïkuioù n°2

Sklaerder a-zehoù
Perak troiñ ar penn ?
An dorn, ar vougenn a glev an tommzer
E tonet a Landaol, 4 01 2006

O fennoù diouzh ar memes tu
Evel pell pell zo
Prad ha saout
Pont-Christ, saout é vouetat e-dan an heol, int a gerzh trema ar memes tu evel ma reont lies, 5 01 2006

E-mesk ar c'heot
Tammigoù douar é nijal
Pigos ar gazeg-koad
Kreiz al lotisamant, ur gazeg-koad é klask he boued, 5 01 2006

Tren
Hir ha gris
Hag en un taol, an heol
Sklaerder dic'hortoz pa oan é sellet doc'h an tren é tonet, an Alre, 5 01 2006

Arouez al levenez, ar goañv, an heol, ar glav
An hañv hag an dristidigezh
Kan an torig ruz, dirak hag a-dreñv
Torig ruz er Prunus, e-dan an heol; kan an torig ruz a ya get pep seurt amzer, 5 01 2006

Difiñv
Linenn an deiz a cheñch liv
Un nebeut blev
Netra en oabl war-bouez un nebeut lostoù-kazh, gran avel ebet, 6 01 2006

Gwezenn sapin
Soudard kromm an hent du
Pilet du ar sec'hor a-vremañ
Sapinenn Pliant (hent da Wened), deiz sklaer ha sec'h, soñj ag ar beajoù betak ar skol-veur d'ar lun mitin, 6 01 2006

Krommennoù ar bern douar
Piv o meulo ?
An heol izel
Ur bugel hep menez
Bern douar e-talur gourmarc'had, Gwened, 6 01 2006

Un den hag un dañs
Get bolotenn e hunvreoù
E-raok digor an nor
Brec'h, un den a ra un dañs berrbad, achuet get ur shoot, dirak an davarn, 6 01 2006

Pe ken divent e vehe ar c'hoadoù
Ur wezenn sonn, er c'hourt
Ar c'hraperig warni
Ar Bono, skol gozh, 7 01 2006

Evel dorn ur vaouez
E blev ar palud
E tremen ur banne heol
Sine, 4 eur bennak, 8 01 2006

30/07/2007

Haïkuioù kentañ

Setu, da c'hortoz bout embannet un deiz bennak marse, e kinnigan deoc'h un nebeut barzhonegoù berr, tamm ha tamm.

Bez zo pasapl anezhe...


An heol a gemer e amzer
War vevenn ar maezoù
Flouradenn, ha goude, e lagad
e-raok ma sav an heol, Brec’h, 26 12 2005

Tridienn en he unan
Er vezvenn danav
Laboused ar bed enni
Brec’h, d'enderv, 26 12 2005

Pikigoù gwenn
Toenn é sterlikenniñ
Kan an oto yen
Brec’h, skorn, 27 12 2005

Oabl a-dreñv an iliz
Simpl ha yen
Ur liv ha tra ken
Pleuwigner, amzer sklaer ha yen, e-raok kreisteiz, 27 12 05

Geot diblaen
Ha gwiskad erc'h tanav
Levenez an heol nevez ganet
Brec’h, da 9eur30, an heol é liviñ an erc'h, 28 12 2005

Ur wezenn, un all, un ti
Da heul hep ehan, gwenn
Ar sell war bep tra, gouloù nevez
War an hent d'an Drinded-Porhoët, 11e30, 28 12 2005

Hej-dihej
Avel-erc'h a-dreuz ar blantenn
Kren-krenig an aneouid
Brec’h, kreisteiz hanter, avel yen, 29 12 2005

Abevantoù digoret
Ganedigezh ar glav
E kalon pep lec'h
Brec’h, da vitin, goude devezhioù yen-sklas, 30 12 2005

An tour-iliz
Sinadur
An duadenn
Iliz Brec'h dirak un duadenn hag a ya a-benn d'ar reter, gwelet a Vonnerfaven, 31 12 2005

Al laboused en o c'han ?
An avel domm 'mesk ar c'hogus ?
Un dra bennak a zañs en natur
Marsoñj ag an nevez-amzer, kreisteiz, e Brec’h, 1 01 2006

Daoulagad ha korf bev
Mil yezh enni
Hag unan e gwad al lizhiri
Evit ur genskriverez din, 2 01 2006

Frouezhenn ruz
Tu bennak war ar bod roz
Dec'h, hiniv hag arc'hoazh
Frouezhenn e-dan ar fenestr e-dan ar pevar amzer e mare Kalanna, 2 01 2006

Div vran war-nij
Buhezioù du a-dreist ar park
Unan er c'heot, ha me war an hent
Park bras ar vourc'h, 4eur, 2 01 2006

Sklaerder ken-ken
Dre ar faout
Pichoned dirak an heol
Sklaerder an heol etre ar c'hogus ha dubeed, war an hent d'an Alre, 3 01 2006

Feuntanioù brinkier
Ha kriboù-brumenn
Ar c'hoad-bezv e-taldeomp
Bezv er vrumenn, tro-dro da Vrec'h, 3 01 2006

Barroù brinkier brinsad
Kroaz-digroaz
Du dirak gris
Gwez noazh er vrumenn, an Alre, 3 01 2006