23/10/2009

Eac'hus / euzhus

 

urzhiataerioù torret.jpgGwelet em eus, tuchant, un tañva d'un abadenn hag a vo skignet a-benn arc'hoazh (sadorn 24 10) àr Arte da 7 eur d'an noz (Arte Reportages). Un tamm gwel d'ar Ghana lec'h ma arru un toullad urzhiataerioù, postoù-tele, pellgomzerioù hezoug daet ag an Europ, e-sigur sikour get an dud-hont da dapout int-ivez benvegoù niverel. E gwirionez e achuont er strewedeg hag e vezont dismantret d'ar vugaligoù pe d'ar grennarded eno, hag e-leizh a dud èl-se a dap kleñvedoù diàr efed ar metaloù a zo en traoù-se. Pa soñjer oc'hpenn-se er re a labour a-lazh-korf hag evit blankigoù er C'hongo evit tenniñ ag an douar ar memes metaloù-se (hag argant ar werzh a brofit d'ar vrezelourion a-zu-hont; cf film YA Bertrand ar sizhun-mañ (dimerc'her d'an noz me 'gred)) e lak un den da vout heuget. Ha Yann-blogour da vout dic'houstet. N'em boa ket afer ag an dra-se evit ma tihunehe ennin an c'hoant da skriv nebeutoc'h àr ur blog ha da zizoniñ ag ar sapre rouedad-se. Hag e rin ? Moarvat, met pegoulz ? Pa vimp rediet holl d'er gober pe e-raok ? Ma...        Skriv hag eskemm ha krouiñ ha klask a chom dalbezh a-bouez-ruz, met chom bev a zo ret evit gober an traoù-se ha leuskel bev ar spesadoù arall a zo mil a-bouez ivez...    C'hoant am behe da skriv "gwelet e vo" met pas, er gwelet a raomp dija, ar gast a vur-se é tostaat...

 

foto: http://www.flickr.com/photos/leoroubos/3678064019/

01/09/2009

Kreskañs, ken simpl eo !

Setu ar gelionenn é tihun goude un nebeut deizioù ma oa morgousket... en un enezenn er Meurvor Habask (!), e yacht ur mignon dezhi (!!!)... Met pas, ur farsadenn oa...

 

Ma, e miz Eost ne vez ket kalz a zoereioù en abadennoù keleier en tele, ha ne selaouan ket plaen doc'hte naket; met tro am eus bet da glevet traoù seurt-se: "N'eo ket daet en-dro ar greskañs, met gwelet e vez traoùigoù é vonet àr an tu mat, santet e vez e kresk en-dro lodennoù zo er marc'hadoù..." . Ha traoù arall èl-se. Lod a lâr "Fiskal, gwell e ya an traoù", lod arall a soñj gete ne zay ket ar greskañs e-raok pell, lod a zifenna ar pezh a ra ar gouarnamant evit degas ar greskañs en-dro, lod arall a lâr "Ar pezh a raont ne servij da netra, evit degas ar greskañs en-dro emañ rekis gober an dra-mañ, an dra-se...". Met kazi an holl dud a zalc'h da soñjal er memes mod atav: "Muioc'h a greskañs, mat eo. Nebeutoc'h a greskañs, fall eo." Pa lâran e talc'hont da soñjal, int a zalc'h ivez da gelenn ar soñj-se, d'er strewiñ !   Na simpl eo ar bed ! Evit ma yahe gwell an traoù emañ trawalc'h ma vehe produet muioc'h, muioc'h atav ! Arru omp e 2009, a-c'houde (lakaomp) 40 vlez e anavomp perzhioù fall sevenadur an dreist-produiñ, a-c'houde an amzer-se e ouiomp n'eo ket bras a-walc'h ar blanedenn evit ma vehe dalc'het da greskiñ dalc'hmat evel ma raomp, met ne vern. Pa arru "an enkadenn" (ar gaouad ekonomikel) e arruomp en-dro get an hentoù simplañ: ret eo broudiñ an dud da breniñ c'hoazh hag atav, evit lakaat an dud da sevel raktresoù, da zerc'hel da ziorroiñ o embregerezhioù e vez roet argant dezhe a-yoc'h. Hag ar re o deus ar boneür da c'hellet kreskiñ o stalig a ra se diàr-goust ar re arall, diàr-goust ar broioù arall. Da skouer eo get danvez diaoz kemeret lies er broioù paour (evit nebeut a brofit evit ar broioù-se) e savomp in fine hor produioù high-tech hag e raomp argant. Ne raomp ket foutr, ar pezh a gont a zo kreskiñ, simpl-bras eo ! Ha pa grog broioù arall estroc'h evidomp-ni d'ober ar memes diskoufiaj eveldomp-ni, petra lâret dezhe ? Heuliet a raont hor skouer.

Ar bed zo simpl. Un niver hag a gresk, an traoù zo fiskal, eñ a zigresk, fall foenn. Neuze pa gomzit ag an ekosistemoù, ag ar sevenadurioù, ag an darempredoù etre ar rummadoù, ag an ingalded... da warantiñ ha da zerc'hel bev... oulala ! Re ziaes !

14/08/2009

sinifiañs ar farioù

Lies e vez tu d'un den diskoachiñ farioù brezhoneg er pezh a vez skritellet. Mat eo skritellañ traoù en div yezh, a-dra-sur, met gwezh-a-vez e vez kement a uioù-koukoug pe e vez skrivet en ur yezh ken diahel (kamm) ma soñjer: "Ar re-mañ o deus lakaet traoù e brezhoneg evit gober un arouez, evit lâret "Divyezhek eo an traoù"; marse evit gober plijadur dezhe o-unan (Lakaat a ran me traoù e brezhoneg), pe da dud arall (gwelet 'peus, soñjet 'm eus ennoc'h !), da n'ouian ket piv..." Met skriv an traoù en ur brezhoneg yac'h ne vez ket atav ar soñj kentañ, ha neoazh emañ ret soñjal er re a lenn an traoù, e yec'hed ar yezh he unan !!

En Oriant aze (un dra vat a oa en Oriant: ar c'hemennoù àr Radio FIL a veze divyezhek lies) e c'hellan diskouez uioù-koukoug brav deoc'h:

Tachad touisterezh (n'eo ket an twist a zesker aze neoazh, met gober touristerezh dre ar vro)

bilhderezh (un "e" zo kouezhet er puñs)

eogrenn Breizh ( ar ger "egorenn Breizh" evit "Espace Bretagne" zo chimik a-dra-sur, ha m'ho klev é vourboutal aze; met, na bout e vehe chimik e c'heller er skriv mat ur sort !)

ur pevarvet ui-koukoug a oa, met ankouaet eo din ! Ha neoazh e kredan e oa an hani bravañ. Met marse ho peus gwelet re arall; kasit int din !

 

Ar farioù-se a oa amañ arlane c'hoazh (evit "Touisterezh" atav, oc'hpenn sur on); sur eo, chañj tout ar panelloù-se a zo torr-penn, met d'am soñj pa vehe graet farioù èl-se e galleg e vehe afer a chañj ar panelloù, hag e vehe graet; n'eus ket trawalc'h a dud é klemm enta ? Pe ar brezhoneg a vehe yezh an uioù-koukoug ? Soñj am eus ag ar c'hantikoù èl Intron Santez Anna, kopiet hag adkopiet ag un interamant d'an arall, get uioù-koukoug oc'hpenn meur a wezh, ken e ta da vout hirisus da lenn ! Ne vehe ket ar brezhoneg ur yezh sirius a-walc'h evit klask he skriv èl ma jaoj ? Ne c'houlennan ket aze skriv dalc'hmat er memes mod, met d'ar bihannañ pas skriv traoù dilennapl ha droch !

Ur yezh n'eo ket ur banniel met un dra vev, da vagiñ get doujañs ha begon !

 

 

 

23/05/2009

Pennad a-ziàr "yezh(où) hon tadoù-kozh"

Kinnig a ran deoc'h teurel ur sell d'ar pezh a skriv ma c'hamarad Kristian an deizioù-mañ. http://rezore.blogspirit.com/

Hag embann a ran sklaer on a-du get ar pennadoù-se, tre. N'eo ket evit liviñ an amzer dremenet e skrivan e brezhoneg. N'eo ket get ur sell stratejik àr an amzer da zonet naket (ha ne ouian ket pesort abegoù ekonomikel). Evit an amzer dremenet hag an hani a-vremañ hag an hani da zonet eo !! Evel a lâren dec'h, piv omp-ni evit krediñ ober fae àr pinvidigezhioù bras evel re hor yezhoù ?

23/04/2009

Ali baba c'hwerv

Ar ur blog èl-mañ e c'hellan reiñ deoc'h da glevet un ton marzhus ma troidell ar gitar-boud en-dro d'an akordeon, pe ar c'hontrel:
Trad irlandais evit ar blog.mp3
An dra-mañ n'eo ket pirataj met bruderezh !! Diwallit !

Gellet a ran lakaat fotoioù brav am eus bet graet (pas get ma benveg-me avat):

IMG_2024.JPG

Gellet a ran diskouez deoc'h fotoioù a flangenn Aran, get barzhonegoù e okitaneg ar flangenn-se ag ar Pireneioù... biskoazh bravoc'h !
http://talhdaran.blogspot.com/

Gellet a ran ho lakaat da vonet don e bed an amprevaned hag ar plant a vevont àrne:
http://demons-et-merveilles.club.fr/index.html

Gellet a ran diskouez deoc'h tud a bep sort é eskemm a-ziàr ar brezhoneg bev: http://bretonpopulaire.forumactif.com/forum.htm

Gellet a ran diskouez deoc'h eh eus moaien da lenn levrioù ha geriadurioù kozh a-ziàr a bep sort yezhoù, ken n'eus ket mui moaien da unan a faot dezhoñ deskiñ muioc'h ne vern pesort yezh lâret n'en deus kavet netra àr ar yezh-se ! http://www.lexilogos.com/breton_langue_dictionnaires.htm
(klikit àr dictionnaire evit ar yezhoù arall).

Gellet a ran diskouez deoc'h ur lec'hienn hag a sikour deoc'h da ouiet penn da istor an anvioù tud (pe da reiñ c'hoant d'er gober atav !):
http://www.geopatronyme.com/

Ha pasapl a draoù arall... Internet zo lan a draoù heugus, doñjerus, divalav-ki, dañjerus... met en o mesk e kaver perlezennoù get ur vraventez hep par. Hag e c'heller drezoñ tostaat, tañva, klask gouiet pelloc'h a-ziàr pasapl a draoù, monet e darempred, gwelet, klevet...

Perak bout c'hwerv enta, pand on un Ali Baba hag a c'hell tastornat e kement a vernioù aour ?

Chom dirak an urzhiataer ma fella a-zoc'h ar bed gwir, an dud, an natur, ar levrioù, santadurioù ar vuhez...
... met n'eo ket an dra-se ar gwashañ, rak ar pezh a welan àr ar skramm ma laka lies-mat da dostaat, ivez, doc'h ar bed hag an dud. An darempredoù am eus dre bostel a zo get tud gwir. Ar pezh a gasan àr ma blog a lak marse tud zo d'en em soñjal, da vout bamet get un dra vrav bennak... labour ur bloger a vez (ha ma c'hamarad Christian a oar gober an dra-se a-vod get Rezore), d'am soñj, diskouez traoù zo get ar biz, liammiñ traoù tapet a-gleiz hag a-zehoù, ha lakaat e soñj e kreiz, ha talvoudus eo ur sort. Sur, me 'gav domaj chom hep bale ha bout staget doc'h ma skramm betek re, met...

Ar pezh ma lak ar muiañ da vout c'hwerv eo ar pezh a c'houlenn tout an traoù-se get ar blanedenn. Komzet e vez a lakaat atav muioc'h a dud da implij an urzhiataer, da brofitiñ ag an traoù-se. Ar pezh a c'hell bout komprenet, justoc'h eo. Met an teknologiezhoù-se a c'houlenn kement a energiezh, hag ivez (ha dreist-holl) kement a zanvez get hor planedenn Douar ma ta da vout un dañjer eviti hag evit ar boudoù bev zo àrni. Er santiñ a ran en ur mod dispis, met eh on é lenn ur levr ha ma lakay marse da ouiet justoc'h a betra eh eus kaoz. Ar pezh zo sur, bep taol ma implijer teknologiezhoù uhel, nag èl e vehe evit tostaat kalonoù an dud doc'h an natur, doc'h ar yezhoù, doc'h ar re a ra traoù talvoudus, bep taol e fonder trezolioù mineral an Douar, e lonker e-leizh a energiezh. Evit klask an danvezioù a servij d'ober urzhiataerioù e vo distrujet moarvat c'hoazh muioc'h a dachadoù natur, lec'h ma vev, lies-mat, pobloù hag a oar, int, beviñ en ur mod padus.

C'hwi a lâro din e arruo marse "just" an dra-mañ "N'eus ket mui moaien gober urzhiataerezh dre ziover a zafar evit o sevel". Ya, met da c'hortoz, esperañs em eus ne vo ket distrujet re a draoù evit ma vimp (ni !) é implij tout ar braventezioù-se...

Ha ne gomzomp ket ag an amzer am eus paset (e plas gober traoù arall evel just) evit sevel ar pennad hir-spontus-mañ !!!

26/03/2009

Anvioù-parrez

Lies eh an get an tren etre An Alre hag an Oriant, ha d'ar liesañ e vez get an TER; lâret e vez get ur vouezh flour anvioù an arsavoù àr an hent.
Ur vouezh flour hag un tamm iskis, rak distag a ra an traoù èl a pa vehe un tourist bennak é tonet a bell hag é welet an anvioù-se evit ar wezh kentañ ! Landaul-Mendon zo "Landaul-Mañdon", Landévant a za da vout "Landeuvant" !
Da lâret eo n'o deus ket klasket gouiet penaos e vez distaget an anvioù-se e galleg ar vro e-raok gober an enrolladennoù ! N'eo ket forzh a labour ag o ferzh !
Kontant e vehen oc'hpenn-se, èl rezon, ma vehe lâret an anvioù e brezhoneg, ar pezh ne vehe ket forzh diaes d'ober a-fed teknik. Met m'o deus poan dija é toujiñ doc'h distagadur an anvioù e galleg, c'hwi a c'hell ijiniñ ar boan a lakaont da implij ar brezhoneg en trenioù !
Met an traoù-se a c'hell chañj ma kasomp hor soñj dezhe, pas ?

12/02/2009

Dispriz e-keñver ar re gozh

Dec'h e oan é preniñ traoù hag arru get ar c'hef e oa div vaouez kozh e ma raok (afe, pas ken kozh-se, troioù 70 vlez hepken kredapl); gwelet o doa, àr ar c'hef èl ma vez lies, golo ur gazetenn tele hag a gomze ag an c'hoari Koh-Lanta àr TF1, n'ouian ket mui peseurt c'hoarierez eno he doa bet diaezamantoù... ha setu int da gomz etreze ag an dra-se èl a pa vehe bet un dra anavet gete. Soñjet em eus "Ag an dra-se emaint é komz !" ha soñjet em eus ivez: "An div-mañ a gomz ag an dra-se, met pet ha pet er Frañs a gomz ag ar memes tra ? pe a gomz ag an abadennoù tele d'ar bihannañ ?". Pasapl a dud kozh dre amañ a vez dalc'het dirak an tele, get an aon bout en o unan, hag a sell doc'h seurt traoù bemdez-Doue, a gomz a seurt traoù pa gavont kenseurted dezhe... Hep komz ag ar c'hazetennoù people a vil vern (pe en ur bern vil ?) a gaver en tier kazetennoù. Plas petra a gemer an tele-se hag ar c'haozadennoù-se ? O ya a-dra-sur, div vaouez kozh, unan a Vihui-an-dour lakaomp hag unan a Montsegur en Ariège a c'hell komz èl-se (hag e galleg èl rezon) ag un dra o deus gwelet o div ! Mes peseurt pinvidigezh eo an dra-se ?? Kement a aon o deus an dud da vout en o unan ma stagont o c'halon da ne vern petra evit gellout komz ag an dra-se goude ?
Lâret zo bet lies ar gaou en deus graet an tele-se d'ar sevenadur-pobl; o ya, sur, kollet zo bet pasapl dre ma ne gomzer ket mui ag an traoù-se. Sur ivez, e komzoù an dud e-raok an tele e veze hep douetañs ha bemdez komzoù hep penn na paramant, diàr traoùigoù bet degouezhet get an den-mañ hag an den, èl ma vehe arruet get haroz un c'hoari tele; ha kredennoù ha farsadennoù skañv... met d'ar bihannañ e tiwane an traoù-se e-mesk an dud, hag ar c'honerioù a lârent a veze savet gete ! Hep komz a ijin ar yezh !
Pa gomprenan peseurt boued zo bet roet a-c'houde bremañ marse 30 vloaz pe muioc'h evit lod, d'an dud, e ta ur seurt doñjer bras din... soñjit 'ta, pet trezol a furnez-pobl pe a farserezh-pobl a zo bet beuzet edan an traoù-se ? ha pa welan e roer ar memes soubenn d'ar re yaouank hiniv an deiz... met un deiz bennak ne vo ket mui a dele, neuze...

25/12/2008

Lizhiri an tad Nedeleg

E-mesk lizhiri niverus bet kaset d'an Tad Nedeleg em eus laeret -- ya, laeret, ur vezh ! -- un nebeudig hag eh an d'o diskouez deoc'h. Eya, tud zo a gred en tad Nedeleg c'hoazh. Ha perak ne vehe ket ? Lod-kaer ag an dud a gred e traoù ken digredus arall... gellout ar mein presius, an horos-skop, ar greskañs ekonomikel...
Setu neuze o lizhiri: lennit mat !

Aotrou Tad–Nedeleg karet,


Evit ar 25 da vintin, e ma botoù-lêr, e faot din resev ar c'harr-nij brav-abominapl am boa gwelet an deiz arall er porzh-skol, get ma c'hamarad Barack. Perak eñ ha pas me neuze ???
Me ho ped Tad Nedeleg, roit din ma goulenn !

Sinet: Niko Munist


____________________________________


Tadig Nedeleg a garantez,

Goulenn a ran geneoc'h ma vo roet din em chaosonoù deiz Nedeleg un teir pe peder planedenn Douar oc'hpenn; ne zele ket bout diaes da gavout e gourmarc'had an egor !!
Mar plij tad Nedeleg, afer am eus anezhe evit gellet derc'hel da goñsomiñ èl kustum. Ale mar plij ! Peder zo re ? Goulenn a ran div hepken neuze, unan dre chaoson.

Sinet: Yann-kornôgat

__________________________________________

Tad Nedeleg !

Gouiet a ran ne savit ket an dud a varv da vev èl egile, met marse e c'hellit sikour genin. A-ziàr un evn eo. C'hoant am behe, evit Nedeleg, e vehe roet din ur penngwenn bras, unan gwirion ha bev !! Gouiet a ran ne vo ket aes met c'hwi a c'hell gober tout, pas ? Penngwenned bras zo geneoc'h e-lec'h ma vevit, pas ?

Sinet: Dodo-man

____________________________________________

Tad-kozh Nedeleg ,

Goulenn a ran geneoc'h, noz Nedeleg, pa voc'h é lakaat ho korv tev da dremen (dre beseurt burzhud ne ouian ket) e siminalioù strizh ar bed a-bezh, mar plij, reiñ din ar "Fun mega feun hag a gas gerioù ag un empenn d'an all !" Met geo, gwelet a rit petra eo, gwelet em boa an dra-se en ur c'hatalog. Dre ar fun-se e tremen tout ar gerioù a zo anavet get un den da vout desket get an hani a zo luget doc'htoñ, e-korf un euriad bennak !! Bez oa un den anvet Maner hag en doa ur bitrak seurt-se, met den ebet n'en deus adkavet e-menn en deus eñ kuzhet.
Mar plij, Tad Nedeleg !!

Sinet: Yann Brezhonegour

_______________________________________________

23/11/2008

Alter'Nantes

Dre zegouezh un tamm zo bet lâret din e oa un dra interesant da selaou àr Alter'Nantes FM, ur webradio hag a ro ar gomz d'ar c'hevredigezhioù tro-dro Naoned. Hag ho aliiñ a ran da selaou doc'h un abadenn d'ar sul d'an noz (6 eur - 8 eur), m'ho pez tu, "Radio Erika" eo. Lakaat a ra an dud da soñjal ha da eskemm àr sujedoù a-bouez evel dazont al labour-douar, ar bio, an OGM, an digreskiñ, an energiezh... Ur blog zo graet evit lakaat an dud da welet lec'hioù, da selaou traoù zo... neuze e ran ma "micher": bruderezh evite.
http://www.alternantesfm.net/sommaire.htm
Estroc'h evit notennoù natur ha barzhoniezh a zo da lakaat àr ar blog-mañ ivez !

Petit mot en français: un peu par hasard j'ai découvert la radio AlterNantes qui donne la paroles à disverses association, et je vous conseille d'écouter l'émission Radio Erika le dimanche soir entre 18h et 20 h, une émission qui fait réfléchir sur des sujets très importants comme le bio, le lien social, la simplicité volontaire etc... A découvrir, surtout pour les Nantais certes mais aussi pour les autres ! Lien ci-dessus (c'est une webradio).

27/09/2008

Bout digor / Etre ouvert (sur le monde)

Qu'est-ce que "être ouvert sur le monde" ? Une tendance maladive à clamer sur tous les toits que les bretons sont ouverts sur le monde (et ils le sont probablement) m'a poussé à écrire ce petit texte (mettez-vous au breton les gars, pour le lire !)

Petra eo bout digor ?

Klevet 'm eus estroc'h evit ur wezh an traoù-mañ; "Je joue de la musique traditionnelle bretonne, oui mais je suis ouvert sur le monde !" pe "Je parle breton, oui mais je ne suis pas enfermé sur moi-même"… "Je m'intéresse à la culture bretonne oui mais je ne suis pas tourné vers le passé !"…. Ha lies e vez ar gazetennerion é kas an dud da lâret traoù seurt-se get goulennoù seurt get hennañ: "Vous, vous jouez de la musique bretonne, mais vous n'êtes pas fermé, au moins ?", pe "Vous, vous n'êtes pas un traditionnel pur et dur ?", ha setu an dud é lâret "Non, non, je suis ouvert !" pe "Je m'intéresse à d'autres choses !"… Ret e vez en em zifenn , en ur mod; ha dreist-holl, bout intereset get ar brezhoneg pe traoù en-dro d'ar sevenadur er vro, a vez gwelet èl un dra hag a serr an den en ur bed strizh.
N'em eus ket gwelet lies tud, lakaomp un den hag a ra sonerezh klasel, aterset get journalisted er feson-mañ: "Vous êtes féru de musique classique, mais réussissez-vous à ne pas être enfermé dans ce monde étroit (tout de même) ?…" ha neoazh eh eus ag an dañjer-se evit kement sevenadur, pe memes kement dudi a zo.
N'em eus ket c'hoant lâret e ne faot ket digor, brav eo bout digor a spered, mes seblant a ra e yaomp re bell geti; dont a ra an dra-se da vout ur redi, un dra d'ober da gentañ penn, pouezusoc'h evit kement tra zo. Ken en em lak an dud d'ober traoù divlaz, pe traoù kopiet, pe c'hoazh en em lakaont d'ober van a vout digor evit diskouez ur skeudenn "vat" anezhe. E berr gerioù, moarvat e vez manket krouadennoù a-feson, enklaskoù pinvidik, en arbenn ag ar pezh a zo daet da vout un aon. An aon da vout gwelet evel un den "serret".
Neoazh e ouiomp ervat penaos é vonet àr traoù munut, ispisial, lec'hel, e tostaomp ar pezh zo boutin d'an holl bobloù, da Mab-Den. Doc'h ma zu da skouer on kalz teneroc'h doc'h ar yezhoù, bras pe bihan, a-c'houde ma teskan ha ma komzan brezhoneg. Un den hag en devo studiet pervezh evned an aod en e gornad a c'hello komz get tud arall, ha deskiñ traoù dezhe ha gete, e-leizh gwell evit unan hag a vehe chomet get traoù "dre vras".
Evit bout un tamm sklaeroc'h, mat eo bout digor, mes mard a an dra-se da vout an dra bouezusañ, ma ho lak da chom hep furchal en ho kornad, ho po kalz bihannoc'h a draoù da ranniñ get ar re arall. Ma ne gredomp ket heuliiñ un hent disheñvel un tamm, studiiñ traoù tost doc'homp, e vo eskemmet get ar re arall a-ziàr traoù gouiet get an holl, traoù tapet dre ar memes mammennoù… Aes e vo en em santout heñvel, sur, mes me gav genin e vo kollet pasapl a binvidigezh, ha memes a blijadur.
Emañ ret deomp asantiñ bout "serret", pe seblantout bout serret, da dermenoù zo, evit tañva muioc'h ar blijadur da vout digor pa vez kavet tud disheñvel !

Hag achu eo ma sonenn

PS: dont a ra soñj din ag ar c'hentelioù topologiezh, er skol-veur matematik:

Toute réunion d'ouverts est un ouvert
Toute intersection finie d'ouverts est un ouvert
L'ensemble vide est un ouvert

Toutes les notes