20/10/2009
Etrezomp e brezhoneg II
Setu amañ ur levr eh on é lenn er prantad-mañ: eil levrenn kronikennoù Job Jaffré er Liberté du Morbihan, bet kempennet evit an embann get Daniel an Doujet. Kempennet, da lâret eo evit bout sklaer, bet chañjet skritur dezhe evit o lakaat er mod da skriv a-vremañ (gwezh-a-vez e koller traoù é ober èl-se met peurchañs eo chomet fidel D an Doujet d'an destenn orin !) ha lakaet notennoùigoù oc'hpenn evit displegiñ traoù zo. Ma faot deoc'h lenn brezhoneg yac'h ha c'hwek e c'hellit lenn al levr-mañ. Mard oc'h é klask lenn traoù skrivet e brezhoneg liv gwened dezhe (muioc'h evit ar liv zo amañ, ar jol, ar sapr !), tapit-eñ ! Hag oc'hpenn e teskit traoù a-ziàr ar vro er blezioù-se (1982-1983), hag ivez ar Grenn-Amzer, amzer ar chouanted... Ar si a zo (rak unan a zo !) get skridoù sort-se a zo e vez tremenet ag un dra d'an arall hep forzh a liamm etreze, gwezhadoù zo e seblant bout skriv e brezhoneg brav ar pal, e-raok danvez an destenn. Met aliiñ a ran deoc'h er lenn, eñ pe ar levr a zo bet embannet e-raok hag a zo a-barzh ar blezadoù 80-81; evit ar re a zo é chom e bro an Oriant e vo moaien deoc'h monet da gomz get tud arall ha get Daniel an Doujet a-benn diriaou da 8 e 30 d'an noz er greizenn Amzer Nevez e Plañvour.
Taolit ur sell ivez (pa ne vehe nemet evit gouiet ar priz !) d'ar pezh en deus skrivet Rezore àr ar sujed-mañ: http://rezore.blogspirit.com/index-2.html ; ha profitit evit klask penn d'ar "prizioù Pinocchio" àr ar blog-se !
19:04 Publié dans Lennegezh / Littérature | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : job jaffré, daniel an doujet, amzer nevez
06/05/2009
Lennerez
Setu me tuchant é sellet get plijadur doc'h ul lec'hienn (ma... un druez ! get un amzer ken kaer !!!) nevez savet; ur vaouez a skriv enni a-ziàr al levrioù he deus bet tro da lenn betek bremañ (ha pasapl a zo !). Ma, kelennerez àr ar yezh eo, ma 'm eus intentet mat, neuze eo komprenapl e vehe é lenn ur yoc'h. Ur misi eo 'gozik lenn doc'h he fennadoù a-ziàr ar romantoù (romantoù int evit ar braz anezhe), lec'h ma ro deomp he soñj, didro-kaer. Diskouez a ra bout sot get al lenn, ha, feiz, doc'h he lenn ho pez c'hoant da lenn muiikoc'h. Lod-kaer ag al levroù kinniget a zo e brezhoneg, ar re arall e galleg (hag unanig bennak en ur yezh arall c'hoazh marse). Ha komz a ra ag ar re e brezhoneg get ur sell fresk, ne guzh ket ar pezh he deus displijet dezhi met d'an tu arall e seblant sellet atav doc'h ar perzhioù mat hag o lakaat àr wel. Ha, dreist-holl, diskouez a ra bout intereset get a-gement a vez embannet, hep leuskel traoù zo a-gostez get an abeg-mañ pe abeg.
Gwelet sell ur vaouez ivez zo plijus ha, me 'lârehe zoken, frouezhus. Ha lakaat a ra da dañva ar blijadur a zo da gomz a-ziàr al levroù a lennomp, ur blijadur am eus tañvaet ar blez-mañ dre ma oan e juri ar priz Sten-Kidna. An abadenn tabutal evit choaz al levr a oa bet a-dres.
Kendalc'homp enta da lenn ha da lâret hor soñj (pa vehe mat pe fall) a-ziàr al levroù embannet hiniv-an-deiz e brezhoneg (pe e yezhoù arall a-dra-sur), ha da gomz anezhe !
Al lec'hienn: http://alenn.nireblog.com/
19:05 Publié dans Lennegezh / Littérature | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : http:alenn.nireblog.com
10/03/2009
Donaw
Diàr atiz ur c'hamarad din em eus prenet ur levr en ur stal levrioù kozh. Pa lâran diàr e atiz, chañs am eus bet kavout ar levr-se e-mod-se pas pell goude bout klevet komz anezhoñ. Peseurt levr enta ? "Donaw", skrivet get Iwan Tangi. Iwan Tangi zo un anv-pluenn rak anavout a reer aes a-walc'h piv eo ar skrivagnour gwir. Ur levr berr a-walc'h, kontiñ a ra istoer ur mignoniezh yaouankiz hag a dro emberr da garantez; goude e tro ar vuhez hag ar garantez-se a ya diàr wel, traoù arall a gemer he flas... Ugent vlez goude e klask ar skrivagnour monet àr roudoù ar garantez-se. Penaos e troio an traoù ? Ma c'hamarad n'en deus ket lâret gaouier din. Skrivet brav eo ar levr-mañ. Ur yezh c'hwek, skrivet get ampartiz hag àr-un-dro tost doc'h pinvidigezhioù yezh an dud. Kavet em eus a-barzh gerioù pe troiennoù n'em boa kavet betek bremañ nemet e begoù an dud, ar pezh a ziskouez emañ bet an aozer en o mesk pasapl, da gomz gete.
Tremen a ra lod-kaer ag an istor e bro-Alamagn, àr vord an Donaw (Danube); deskrivet pervezh eo get ar skrivagnour ar santimantoù en deus hed-ha-hed e droiad kentañ hag e eil troiad e bro Alamagn. An amzer é tremen, personelezh an dud, skeud ar marv spurmantet a-ziabell, ar pobloù disheñvel ha ken tost àr-un-dro... Razh an traoù-se a gomz eñ anezhe get gerioù hag o deus ma zouchet.
Moarvat eo bet bevet an traoù-se get ar skrivagnour, pas tout marse met pasapl.
Ar levr a zo bet embannet get Skol Vreizh, hag aliiñ a ran deoc'h er lenn, rak talvout a ra ar boan.
Setu ar golo anezhoñ:

09:01 Publié dans Lennegezh / Littérature | Lien permanent | Commentaires (1) | Envoyer cette note | Tags : levr, livre, iwan tangi, donaw
18/09/2008
Verlaine ha Rimbaud
Ne vo ket hiniv e skrivin an Tamm Papir niverenn 13, nag ar frazennoù 100-120, nag ur pennad nevez evit an Dramsell, pas muioc'h ur pennad diàr-benn gwezenn pe kogusenn…ne m’eus ket bet amzer… ha monet a rin betak skriv : la fuite du temps existe, je l’ai rencontrée.
Ne skrivin ket buhez ar strollad death-metal Breizh strangulation, ne ouian ket trawalc’h a draoù a-ziàr o fenn ; ken en em c’houlennan hag eh eus anezhe e gwirionez, pe pas.
Skriv a rin diàr benn daou levr barzhoniezh, unan get Rimbaud hag an all get Verlaine, dastumadeg « Grands écrivains » (ul levr da 15 lur), prenet un deiz bennak er supermarc’had. Kontet o deus e mam buhezig, marse peogwir e oa al levrioù barzhoniezh nemete am eus lennet e ma amzer krennard (pe ma c’hrenn-amzer ?), en diavaez ag ar barzhonegoù er skol.
Ne rin ket ur pennad àr an daou zen-se dre vras, nag àr o oberoù dre vras. Ne rin ket sulemañ (èl ma lâr tud ar vro) ur pennad àr ar frazennoù a gavan brav a-barzh. Re a zo anezhe, bout ma ne gavan ket tout an traoù fiskal. Komz a rin ken ‘met ag ar frazennoù-se am eus dalc’het soñj anezhe en ispisial, evit an abeg-mañ hag an abeg. C’hwi a welo.
Verlaine da gentañ:
Au calme clair de lune triste et beau
Qui fait rêver les oiseaux dans les arbres
Et sangloter d’extase les jets d’eau
Les grands jets d’eau sveltes parmi les marbres
Ar strofenn-mañ a zo tennet a varzhoneg ar bajenn gentañ, en deus ma lakaet da huñvreal hardizh, ken en em lakais da lenn ar barzhonegoù arall.
…………………………………………..
Les belles, se pendant rêveuses à nos bras,
Dirent alors des mots si spécieux, tout bas,
Que notre âme, depuis ce temps, tremble et s’étonne.
Kavout a ran ar frazenn-mañ dreist ar re arall, marse peogwir ne ouier ket tamm erbet petra eo ar gerioù-se, ha ne vo ket james gouiet ; pep unan en em c’houlenn, ha n’eo ket falloc’h.
C’est l’instant, Messieurs, ou jamais
D’être audacieux, et je mets
Mes deux mains partout désormais !
N’am boa ket remerket ar frazenn-mañ a gentañ, nemet e oa un tammig druz ; met deuet eo en-dro e ma fenn un deiz m’am boa divizet en em lakaat d’ober un dra n’am behe ket kredet gober e-raok ; soñjet am eus er frazenn-mañ neuze, èl en ur ger-stur, evit an amzer da zonet. Un nebeudig mizioù àrlerc’h : n'em eus ket mui amzer d’ober netra !!
La lune blanche
Luit dans les bois;
De chaque branche
Part une voix
Sous la ramée…
O bien aimée. (etc.)
Pet gwezh am eus me soñjet er varzhoneg-mañ da vitin, el lise, pa vezen é vale e-dan ar gwez hag al loar. Estroc’h evit ur wezh e veze peogwir e soñjen e daoulagad glas ur goantenn ag al lise (evit gouiet muioc’h diàr he fenn, n’ho po ken ‘met lenn ma eñvorennoù e 2050, ma vezan c’hoazh bev !). Kredit pe ne gredit ket, Verlaine a gomze aze ag ar memes loar fasipl a welen-me an deizioù-se !
Je me souviens, je me souviens
Des heures et des entretiens
Et c’est le meilleur de mes biens.
Dansons la gigue !
Ur strofenn hag a seblant simpl a-walc’h, met hag a zo chomet plantet e ma fenn, un deiz bennak ma oan é soñjal ar memes tra a-ziàr n’em eus ket soñj piv.
Hag evit achuiñ evit henoazh…met pas get Verlaine – ha ne gomzan ket a Rimbaud – un dra iskis, ma zud vat. Setu ar frazennoù a droe e ma fenn an deiz ma oan é tremen ma Mat-da-gas-karr evit ar pedervet gwezh. Mennet mat oan, me a lâr deoc’h !
C’est le spectre, le spectre impérieux ! Sa main
Montre un but et son œil éclaire et son pied tonne,
Hélas ! et nul moyen de remettre à demain !
(tapet ar follenn roz an deiz-se, ma faot deoc’h gouiet). Drol eo ur seurt e c’hellit derc’hel soñj a draoùigoù seurt-se e seurt degouezhioù.
Dalc'homp c'hoazh get Verlaine…
Fuis du plus loin la Pointe assassine
L’Esprit cruel et le rire impur
Qui font pleurer les yeux de l’Azur
Et tout cet ail de basse cuisine !
An traoù-se a za d’am spered dre bep div wezh pa glaskan gober ur farsadenn bennak dre skrid. Met perak e c’heller lenn genin traoù flemmus gwezh-a-vez ur seurt ? Peogwir e ta soñj din lies goude bout kliket àr „Envoyer“ !! Un dra da remerkiñ, ha n’eo ket a-bouez tamm erbet : ne gavan netra spontusoc’h evit santout un tamm kignen bout flastret e-dan man dent pa ne vezan ket engortoz ! Gwazh-a-se evidin-me ma klaskan gober un tamm tro dre al Larzac da skouer !
Murs blancs, toit rouge, c’est l’Auberge fraîche au bord
Du grand chemin poudreux où le pied brûle et saigne…
Ag ar frazenn-se e talc’han-me soñj bep gwezh ma kerzhan àr un hent seurt-se. Kerzhit da ouiet perak. Marse peogwir am eus studiet ar barzhoneg-se evit ar bacho.
Avec les yeux d’une tête de mort
Que la lune encore décharne
Tout mon passé, disons tout mon remords
Ricane à travers la lucarne.
Hama, n’eo ket fall ! Hag an traoù-se a c’hell servij bep gwezh ma taoler ur sell c’hwerv àr e amzer dremenet. Da betra, lârit c’hwi ?
Met n’eo ket ag ar frazenn-se e talc’han soñj ar muiañ, met kentoc’h a honnezh:
Avec la voix d’un vieillard très cassé
Comme l’on n’en voit qu’au théâtre
Tout mon remords disons tout mon passé
Fredonne un tralala folâtre.
Du an traoù aze ! un tralala folâtre, ha marse un tralala léno evit lod ac’hanomp !
Ha setu tout evit Verlaine ! Ne oa ket hir…met soñj m’eus bremañ eh eus tammigoù traoù skrivet get Verlaine hag am eus soñj anezhe ivez, met ar re-se n’int ket el levr-mañ, neuze…amañ e faote din komz a levezon daou levr bihan àrnin-me.
Tro Rimbaud bremañ...
Tranquille. Il a deux trous rouges au côté droit.
Ar frazenn diwezhañ-se am eus soñj dre bep div wezh, pa vez re sioul an traoù. Ha pa vez lâret a vouezh uhel e ra drol, e degouezhioù zo.
….je contemplai les sujets très naïfs
De la tapisserie.—Et ce fut adorable
Quand la fille aux tétons énormes, aux yeux vifs,
— Celle-là, ce n’est pas un baiser qui l’épeure ! —
Rieuse, m’apporta des tartines de beurre.
Amañ, n’eo ket frazennoù am eus soñj anezhe dre-bep-diw-wezh. Kentoc’h emañ ag wezh kentañ m’am boa o c’hlevet am eus soñj. Paour-kaezh kelennourez yaouank ! E oa ar baotred kreñv ag ar c’hlas é sellet unan d’an all get mousc’hoarzhoù fin pa oa hi é lenn an traoù-se…Ha oa ret dezhi derc’hel da labourat ha dielfenniñ an destenn geneomp…
A noir, E blanc, I rouge, U vert, O bleu : voyelles (etc…)
Evel Rimbaud em boa em spered bep a liv d'ar lizherennoù (A du, E glas, I du, U ruz hag O gwenn) ; lañsiñ a ran ur sontadeg ofisiel hiniv evit gouiet petra a welit c’hwi, ma welit un dra bennak.
Si je désire une eau d’Europe, c’est la flache
Noire et humide où vers le crépuscule embaumé
Un enfant accroupi plein de tristesse, lâche
Un bateau fragile comme un papillon de mai.
Me eo ar c’hrouadur-se, èl rezon, pa lennan an dra-se, bout n’am eus ket graet kalz a vagoù-paper, hani marse. Ha setu ur ger am eus desket e-mod-se : la flache, a vez lâret e reter ar Frañs evit « ar poullad-dour ». Ha dre bep div wezh e tegas ur poullad-dour bennak soñj din ag ar gerioù-se.
Ne ouian ket kalz a varzhonegoù dre vemoer, nemet ha sonennoù e vehent, met aze, ar barzhoneg hir-mañ am eus « peusdesket » ! Kerzhit da ouiet perak aze ivez, d’am soñj e oa ur seurt koustele.
Au bois il y a un oiseau, son chant vous arrête et vous fait rougir
………………………………………………….
Il y a une troupe de petits comédiens en costumes, aperçus sur la route à travers la lisière du bois.
Ar frazenn gentañ a zo ken just…
Ar frazenn arall he deus skoet ma spered, perak ?
Un dra a zo degouezhet din an nevez-amzer-mañ, am eus kavet iskis bras: ar frazenn a zo deuet da wir e Pleuwigner, pa oan é sellet an hent evit kempenn ur valeadenn. Arruet oan en ur c’hroashent, ha gwelet m’eus roñsed é tremen, àrne bugale get gwiskamantoù a bep liv, èl un hune ! Kredet m’eus bout huneet betek ma o gwelis àr an hent-bras en-dro. Neuze on chomet àr-dreñv dezhe e-pad un herrad da sellet, ha souezhet oant un tammig.
Pourquoi une apparence de soupirail blêmirait-elle au coin de la voûte ?
Frazenn iskis a gaver e achumant ur barzhoneg. Soñj am eus anezhi lies, e degouezhioù liesseurt. Dreist-holl pa seblant du rac’h an traoù. Hag ivez pa vez just ar c’hontrel, ha ne ouier ket ag e-menn e ta ar gouloù. Hag ivez pa ran un hune bennak.
La première entreprise fut, dans le sentier déjà empli de frais et blêmes éclats, une fleur qui me dit son nom.
Ar frazenn-mañ zo tennet ag ur barzhoneg a blij din ur bochad. Ennañ e kavan ar pezh a santen el lise pa yaen da vale el liorzh, e-dan ar gwez, e-raok ma vehe kroget ar skol, e ma unan èl rezon. C’hwi a lâro ar pezh a faoto deoc’h, met a-drugarez d’al lise am eus gellet gwelet tarzh-an-deiz ker lies, get kement a blijadur (nag ar skolaj ? Beñ pas, ne oa ket tamm erbet ar memp traoù). Eno ivez e tizoloen gouennoù boketoù n'anaven ket c'hoazh. Bremañ e vehe ret din monet da vale liesoc’h da vitin, sur !
Setu evit an nebeudig gerioù diàr an daou levrig marc'hadmat-se. A-c'houde em eus lennet levrioù barzhoniezh arall (pas kement-se neoazh !). Soñj am eus da skouer a hennezh a oa bet profet din, unan skrivet get Armand Robin, traoù ken tost doc'h ar vuhez a-barzh. James a-c'houde an amzer-se n'em eus goarnet bommoù barzhoniezh em spered èl ma raen d'ar poent-se. Ur prantad arall a ma buhez ? Marse a-walc'h, marse on beuzet muioc'h er bed gwir a-c'houde ?
Nag e brezhoneg ? A ma fed-me, klask a ran ma vo ur yezh hag a gaso ar memes from àr he c'hein èl ma ra, din-me, ar galleg a anaven pa oan bihan (yezh-vamm mand eo, stag doc'h ma bouzelloù). Ma istor get an div yezh zo disheñvel, n'em eus ket klevet brezhoneg a vihan (keneve en iliz), mes an hani am eus klevet pe lennet a-c'houde a glaskan diazeziñ, lakaat da vout ennin ivez, da vout yezh-vamm din en ur mod arall. Ha teurel ar from en-dro evit an holl. Nepas kopiiñ stil Rimbaud na Verlaine, mes klask gober barzhoniezh get ma c'hig ivez, lakaat ar brezhoneg da dridal er feson-se.
Evit tapout an destenn e feson Word, amañ emañ:
Verlaine Rimbaud.doc
09:30 Publié dans Lennegezh / Littérature | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Verlaine, Rimbaud, barzhoniezh, poésie
18/08/2008
Romant diachu... a-grenn !
Setu kavet din, e toull teñvalañ ma suler, un dornskrid aet melen get an amzer; skrivet get ar bluenn; seblant a ra bout penn-kentañ ur romant... bet dilezet pell pell e-raok ar fin ! E gwirionez n'eus nemet ar pennad kentañ a-barzh; mes nag ur pennad ! Fuilh eo bet ar bluenn hag ur gwir galeidoskob a weler amañ get ar skrivagner.
Ken e soñjen: perak ur c'hejaj gerioù dibaot ha plijus èl-se ?
Goude daou zevezh, setu kavet din ar respont: an den en doa kavet farsus tapout geriaoueg Guillevic-Ar Goff (hag a ginnig gerioù diazez hag a-bouez ur sort) ha klask boutiñ en e bennad razh ar gerioù a zo àr ar bajenn gentañ !
Ur vrav a feson da binvidikaat yezh e romant... mes diaes derc'hel get e goustele, sur a-walc'h ! An eil pajenn a oa doc'h er gortoz mes marse eo bet tapet get ar marv e-raok ? pe kollet en deus kalon, ken 'met é welet brasted ar labour ? Piv oa hennezh pe honnezh a-benn ar fin ? Ma zad-kozh ?
Piv a gasay ar labour ramzel-mañ da benn ? Pas me atav, mes c'hwi marse, ma 'peus ar c'heriaoueg-se er gêr, tapit an eil pajenn ha krogit a-barzh ! Ur bajenn, ur chapitr !
Setu amañ ar pennad, evidoc'h:
A - akipiñ.doc
10:43 Publié dans Lennegezh / Littérature | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
06/01/2008
En-dro d'ar mikro
Setu un tammig danevell evit krogiñ get ar blez nevez....
En-dro d'ar mikro.
Da seizh eur hanter pe dost eo savet Herri Takus en e blomm ar mintin-mañ, pikouz en e zaoulagad ha kaod en e veg. An neizhour e oa c'hoazh é lenn get entan al levr nevez-embannet "Buhez Arsène"; ul levr eñvorennoù arre, sur, met karg' a draoù da zeskiñ a-barzh, a-zivout buhez al laeron saout e reter kornad Montroulez e fin ar XVIIvet kantved; hag ur brezhoneg ken flour, ma zud kaezh, ken eo chomet betek kreisnoz hanter é troiñ ar pajennoù.
Bremañ avat emañ ret dezhañ gober difrae, rak deuet eo tro eizh eur hanter d'em ziskouez e penn spleitenn alaouret e vontr nevez...an termen da selaou enrolladenn diriaou...an tokarn àr e zivskouarn, ha setu. Krog eo da glask, e-mesk bourbouterezh plijus ar pemp kañfard a barrez Plougorz, ar mein presius emañ àr o lerc'h a-c'houde un nebeut blezadoù. Peseurt mein presius ? Sot eo Herri get ar gerioù dibaot, get an troiennoù ne vezont ket klevet bemdeiz. Ha setu ar pezh a c'houlenn eñ gete; ha gober a ra an traoù-se get un hentenn dezhañ e-unan: hentenn ar marc'h-mul. Da lâret eo, distilhiñ e c'houlennoù èl ur vindrailherez; a-wezhioù e vezont tolpet dre o ster hag e ya a-kerzh gete, met d'al liesañ e ya a-bep-eil-penn gete: eñ a choaz ar goulenn a seblant dezhañ bout danvez ur gavadenn d'e heul, ha mat pell zo ! goulenn ha goulenn...
Mil-gontant e vez pa gav traoù dic'hortoz dreist-holl: ur ger kozh ne grede ket e veze anavet er bastell-vro...ur ger dianav get ur penn gallek neoazh...unan hag a ra dezhañ soñjal en unan arall er yezh-mañ-hag-ar-yezh...ha, gwelloc'h c'hoazh, ur ger ne oar tamm ebet a beseurt tok e c'hell bout sortiet. E huñvre kuzh: kavout ur ger deuet tre-g'an-hent ag an tamazight, kaset get ne ouier ket an diaoul peseurt micherour ag ar C'habili deuet da Vreizh.
An enderv-mañ e vo get skipailh bourc'h Lannoc'h, ur skipailh hag a blij dezhañ ken-ken; tud kozh ha yac'h a spered, prest da glask en o eñvorennoù ar bommoù-yezh o deus klevet amañ hag aze; pet ha pet ger en deus klevet gete ! Ha dreist-holl get honnezh hag a anav he yezh ker mat ! Ur souezh penaos e c'hell deskiñ un dra bennak dezhañ kazi bep taol ma komz...Trawalc'h eo dezhañ lâret ar pezh en deus klevet get an den-mañ-hag-an-den: ma anav ar ger e tisplego splann petra a sinifi, betek lâret ar gerioù deveret...a-hent-all e lâro ken splann n'he deus ket biskoazh klevet ar ger, hep ankouaat lâret daou pe tri ger hañval, èl pa vehe ar geriadur en he fenn. Hag ur vouezh flour dezhi, dreist-holl pa bleg he fenn da siliñ, en e skouarn, ur berlezenn-yezh. Fent ha furnezh mesket en he farlandoù...Ha daoulagad ! Ya, a-dra-sur, ma vehe bet ganet 40 vlez abretoc'h e vehe bet àr he lerc'h en devehe bet redet, e vehe bet dirak he dor o devehe bet sec'het ar boketoù degaset getañ !
Div eur nemet kard, emañ é soursial àr-dro e zafar. N'eus ket afer a leuskel netra àr he lerc'h, èl an deiz-se ma oa bet get herr ha c'hwez é pourchas pladennoù er supermarc'had tostañ, da lakaat e bouzelloù e vekanik !
Prest-kaer eo bremañ, mont a ra en e oto, skriv a ra ar c'hilometroù àr e garned, hag a-benn da di Fin, lec'h ma vo tolpet an dud.
Ur wezh du-hont, goude bout saludet e gouvidi e krog da ziluziiñ neudennoù e vekanik. E-pad an amzer-se e arru an Intron. Salvet ! Ha pemp munutenn goude e tibun e c'houlennoù kentañ. Nec'het èl kustum, em c'houlenn a ra, mechal ma tegouezho ar burzhud ur wezh c'hoazh ? Goude un hanter-euriad labour eo disammet e spered. Kavet zo bet dija daou ger n'anave ket, ur propoz, un istor lous, ha resisadurioù a bep seurt àr an traoù bet kavet e lec'h arall. Daoulagad an Intron n'o deus ket chañjet, sellet en deus dija estroc'h evit ur wezh en o c'hreiz, evit bout sur.
N'eo ket get displijadur e wel ar gwin ruz é tostaat. Ar wezh-mañ (ne vez ket gwir bep taol) e sikouro an dud da gavout muioc'h a draoù c'hoazh, damsantout a ra an dra-se. Lipat a ra e vanne. Ar gwin-mañ: un dapenn !
Goude pemp munutenn c'hoazh eo bamet é teskiñ gete e sinifi "Kochonet eo ar gazhez gete" : "tapet o deus ur bourd, ur c'hoarzhadeg". Gwelloc'h-gwell. Goude div-pe-teir c'havadenn nevez em sant prest Herri, labouret mat en deus, da lâret ur sorbienn d'e dro, peadra da lakaat daoulagad e vignonez kozh da luc'hiñ muioc'h. Un tammig druz an traoù, marse, en ur brezhoneg hachet, posupl a-walc'h, ha luziet e varbotaj getañ, maleürus ! N'eus ket a gompren d'e fidorienn, ken e lâr an Intron:
— Aziwèmbarhikreizeundikonnvah !
— Petra ? eme-eñ get sell ar jiboesaour, n'am eus ket komprenet. Lâret hoc'h eus un dra n'am eus ket komprenet, lârit en-dro...
— Aziwèmbarhikreizeundikonnvah !
— Aze eh omp barzh..an dra-se m'eus komprenet, met petra zo goude ?
— N'ouian ket re petra eo ar gerioù-se; ma mamm-gozh eo a lâre an traoù-se. Un deiz (. . .) blablabla (. . .) ha setu hi ha lâret deomp: "Aziwèmbarhikreizeundikonnvah !" An dra-sen a venn lâret apeupre "n'eus ket penn ebet d'ar c'homzoù-se".
— Gortozit. Selaou a ran en-dro ar pezh e teuan a añrejistriñ geneoc'h...Ya, an dra-sen eo: "barhikreizeundikonnvah", barzh e kreiz an "dikonnvah"...petra a c'hell bout ?
— Geo,
eme an hani koshañ ag ar strollad, ur penn roufennet dezhañ, ha memp gourmitet èl ma lâront, daoulagad kaerell kuzhet a-barzh e fas.
geo, m'eus soñj bout klevet, g' ar re añsien, "Daomp d'ar iowva", evit lâret monet d'ar prad.
— D'ar yeotva ? N'eo ket posupl...met neuze...
— Ha int a lâre meur-a-wezh " Be zo un evnig a-barzh er c'hogusva du-hont", en aer ag an amzer, te oar a-walc'h.
— O ! Met neuze...
— Ha lâret vez bet c'hoazh "Daomp d'an Duiva", evit lâret "monet d'an iliz", ha memp, hi, hi...'añrejistrez ket ur sort ? int a lâre memp gwezh-a-vez "Daomp d'ar fourchva", evit lâret "monet a-barzh er gwele d'ober...d'ober o c'hoari", tiens !
— . . . !
— Ya da,
eme an Intron
ya da, m'eus me klevet an traoù-se lies.
— Ha me ha-rac'h
eme Chim,
int a ouie lâret o zraoù, ar re gozh !!
16:12 Publié dans Lennegezh / Littérature | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
17/11/2007
Fañtasmoù
Fantasmoù un dastumour-yezh.
Setu amañ soñjoù diwanet ennin pa vezen é labourat bemdeiz àr an dastum gerioù ha troioù lâret e bro an Alre. Soñjoù, pe kentoc'h gweladennoù, hunvreoù, lod anezhe un tamm droch, pe re vrav…
1) Un dolpadenn vojennel : an deiz-se e teuy devadin un den kozh pe ur vaouez n’en doa ket james komzet e brezhoneg er-maez ag e di pe he zi, unan hag a oar muioc’h a draoù evit rac’h kement hini a zo bet gwelet é vale er vro. Souezhusoc’h tra : eñ pe hi a zeuy hep m’am bo pellgomzet dezhañ…
2) Eh on en inizi Tuamotu : dastum a ran verboù dizanav en unan ag ar yezhoù ken brav-se, get ur yoc’h vogalennoù a-barzh (da skouer : Mafutu o taoa, tuhoule a mahabu, sagafu mauna loa…). Mand eo get ur strollad vahineoù kozh e-dan ur wezenn koko, perak pas…
3) Ur ger dastumet genin e-tal peizanted kozh a zo skrapet get ur vandennad skolajidi yaouank (Diwan da skouer) hag a za da vout unan ag gerioù nevez-se a implij ar rummad nevez evit en em ziforc’h a-zoc’h ar rummadoù kent.
4) Ur ger, pe un tolp a gav genin e tegas ur bochad titouroù da ved ar vrezhonegerion : pa soñjan ervad, n’eo ket ken biskoazhkementrallek ar ger-se, pe an tolp-se. Daoulagad ar vaouez kozh eo o deus skoet ma spered, pe he bouezh, ha netra ken !!
5) Kavout a ran ur ger n’eo ket bet kavet get hani, ha neoazh en ur frazenn hag a seblant boutin ; ret eo bout fin eveldin evit pesketaat ar ger-se ! Arlerc’h bout graet un tammig kompren, eo ur ger galleg a oa, ha c’hoazh unan anavet get an holl, am boa fallgomprenet !
6) Ur ger dizanav a gavan : a-drugarez d’an dra-se e komprener orin ur ger e bro-Roumani, o daou a za ag ur ger latin bet ankouaet e rac’h ar yezhoù arall ; pe c’hoazh e komprener a-benn ar fin ur frazenn a oa chomet hep bout komprenet a-c’houde meur a gantved en ul levr skrivet e galleg kozh.
7) Ur pezh mell geriadur ma vo kavet ennañ apeupre rac’h an troioù-lavar pe ar gerioù lâret e brezhoneg komzet, mamm ar geriadurioù bihannoc’h, ha mamm ar skridoù ivez.
8) Geriadur liesyezh an troioù-lavar, get ul levrenn evit pep yezh, hag ar geriadur-se n’eo ket e bal ken ‘met diskoueziñ ijin mab-den, ha reiñ muioc’h a ijin d’ar varzhed a bep bro.
9) Ar ger mil-souezhus en deus un niver a sinonimoù bras-meurbet, ken e c’heller kavout unan nevez bemdeiz get ar memp brezhoneger, ha muioc’h c’hoazh war ar vro a-bezh !
10) Ar ger ha ne faot ket dezhañ bout bac’het en ur geriadur, pep unan ag ar vrezhonegerion aterset a ro un termenadur disheñvel d’ar ger-se !
11) Ar ger anavezet get rac’h ar re gozh pedost ; met pa vez goulennet gete petra a sinifi ho peus ur vinc’hoarzh evit ho respont, ha netra ken ; int a varv, kollet ar pezh a venne ar gêr lâret. Posupl awalc’h e sav ur barzh evit reiñ kalavern peseurt ster d’ar ger ; ha ma ne sav den ebet d’er gober, e vo me, foll èl mand on.
12) Da hanter-c’hant vlez eh an war ar vicher juke-box ! Un den a ro ur pezh moneiz din hag e roan dezhañ sinonimoù ar ger en deus lâret din, pe troioù-lâret hag a sinifi ar memes tra !
Deoc’h-c’hwi da rañjiñ an traoù-mañ e boestoù ma faot deoc’h, pe da zielfenniñ ar pezh a zo àr-dreñv... N’eo ket a-espres-kaer e kouezh àr an niver 12, a zo meur a arouez stag doc’htañ (èl kastelodennoù)…
09:18 Publié dans Lennegezh / Littérature | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : yezh, langue, dastum, collectage, gerioù, mots
22/08/2007
Kogus
Hama, er prantad-mañ ne glever komz er c'hazetennoù nemet ag an amzer, ag ar glav, ag an efedoù a vo àr ar labour-douar, àr an ekonomiezh, àr speredoù an dud. An termen-mañ am eus me choazet evit lenn ur levr a-zivoud ar c'hogus. Ha neoazh em eus me bet da andur èl ar re arall, hag èl ar re arall e vehen bet kontant é welet un oabl dizolo un tamm liesoc'h an hañv-mañ. Ne vez ket ur seurt bep blez; gwezh-a-vez, d'an hañv, em bez hiraezh d'ar c'hogus da zonet en-dro, goude ur prantad re hir hep hani anezhe é vale a-dreist ma fenn; me 'vourr me ag an tammoù-se chañj-dichañj, ag o c'hoarioù get ar gouloù, ag ar vuhez a zo enne. Hag estroc'h evit ur wezh eh on bet é heuliiñ pervezh ur gogusenn é foeñviñ. O, marse e-pad dek munut hepken, mes dek munut zo ur bochad dija deomp-ni hag hor bez ker bihan a amzer, gwezh-a-vez. Setu prenet din neuze e miz Eost ar blez-mañ un tamm levr anvet "Le guide du chasseur de nuages", pe "The cloudspotter's guide", skrivet get Gavin Pretor-Pinney; embannet eo bet get an ti JC Lattès; ha lennet 'm eus eñ fonnapl, hennezh ! A-barzh e vez komzet a gement seurt kogus a c'hell bout kavet en oabl; hag an den a implij ur bochad fent evit lakaat an dud da dañva ar blijadur en devez eñ é arvestiñ ar c'hogus. Meskiñ a ra en e levr displegadennoù skiantel, tammoù lennegezh, istoer, pe arzoù-kaer, ken ne vezer ket james skuizh é heuliiñ an aozer. Mard oc'h krog da skuizhiñ get ur pennad a-ziàr an arzoù-kaer, e tremen fonnapl d'unan skianteloc'h, e-raok donet en-dro d'an arzoù-kaer goude. Er fin e kaver ur pennad teñvaloc'h un tamm àr efedoù ar c'hirri-nij àr an oabl, àr ar blanedenn dre-vras memp... A-fed an displegadennoù skiantel, ur souezh penaos emaint sklaer, gouiet a ra sachiñ hon evezh hep bout torr-penn.
Hañval genin e ran un tamm bruderezh evit ar levr-mañ; neoazh n'eo ket preniñ ur levr bennak hag a gont, mes kentoc'h derc'hel atav ur sell fresk àr ar c'hogus adreistomp, chom hep o dispriziñ èl ma raomp ker lies... Aet eo aozer ar levr betek krouiñ ur gevredigezh anvet "Cloud Appreciation Society", kement ha lakaat an dud da zougen muioc'h a vri d'ar lodenn-se ag ar bed. Ha lakaat a rin ma anv a-barzh ? Ne gredan ket ur seurt. Mes dizoloet 'm eus un den am behe c'hoant gouiet muioc'h diàr e benn, un den hag a seblant marse un istrogell evit ar bed-mañ renet get ar marc'had. Ma werzh ur bochad levrioù (piv oar ?) e vo enoret get ar varc'hadizion avat. Evidin, ma c'hellehe tud zo labourat nebeutoc'h, gounid nebeutoc'h a argant, ha sellet muioc'h doc'h an oabl, ne vehe ket falloc'h…
16:35 Publié dans Lennegezh / Littérature | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : livre, nuages, koumoul, cloud, Gavin Pretor-Pinney
02/08/2007
an eñvor
Setu bremañ un destenn em boa graet un tammig zo. Ur lizher bet kavet er suler...
E koun Ouklast,
Ouklast eo ma anv ; p’ho po kavet an destenn-mañ, kuzhet en dan ag ur c’houfr koad e-mesk un dastumad dilhad, e vin me marv a-c’houde un herrad. Netra gwell evit ur skrid a-ziàr ar vemoer.
Honnezh, n’he deus ket he far, a-dra-sur, met penaos e oa ? Blev kistin, etre hir ha berr, daoulagad e-mesk ar re vravañ, n’eus ket da dortal, livet just ar pezh a faot. Dilhad gell, an deiz-se, ur vrozh ag ar memp liv; ur mod da zañsal ha n’eo ket vil, pell avaze ; e-mesk re he rummad e c’heller gwelet penaos n’eus ket kalz hag a nij ken uhel, da ouiet eo memes hag unan a vehe èldi e-mesk an holl merc’hed dre vras. P’ho peus bet ar chañs da goroll get tud seurt-se, ne gredit ket eo posupl, ha krediñ a rit chomo fas ar vaouez-se plantet en ho spered evit pell.
An deiz àrlerc’h e yae mat-awalc’h an traoù, bep 5 munutenn e teue he sell dirak man daoulagad, hag ar santimant am boa, dre-bep-div-wezh, mousc’hoarzhin get he mousc’hoarzh dezhi (an traoù-se a arru gwezh-a-vez ; gwell a se, neuze, ma c’hellan deskiñ un tammig penaos mousc’hoarzhin èldi, plijusoc’h a vo evit ar re a vev tro-ha-tro din).
An deiz àr-lerc’h ne oan ket mui er memes stad. Dre meur a sistem em eus klasket degas he skeudenn en-dro da ma spered, met kaer am boa gober (lakaat en-dro ar sonerezh a glevemp neuze, soñjal en dud arall a oa geneomp...), ne zaen ket da benn. Soñj a-walc’h am eus ag an dud arall, ya, met hi...Pep unan a sav e sistem evit displegiñ ar bed ha beviñ ennañ : neuze em boa kredet kompren e oa peogwir e oa ur vaouez hep he far, just-awalc’h, ne oa ket moien ijiniñ penaos penn he deus. Un displegadenn gamm, marse, met hag a vez savet get pasapl a dud pa grog « ar gelionenn dall » enne ; ha spi ‘m eus e vev c’hoazh ar gelionenn-se en hoc’h amzer.
Soñjet am eus neuze er vemor-se, ken kevrinus, hag a gerzh pa ne vez ket afer, hag a chom diseblant pa vehe rekis dezhi reiñ ur skeudenn deomp.
A viskoazh on bet plijet get ar vemor, hag a zo ur feson da gas geneoc’h, e pep lec’h mand it, a bep seurt traoù, hep ne gemerehe an disterañ plas en ho malizenn. Tout ar gerioù-se ho peus soñj anezhe, dija ! Hep kontiñ ar re ho peus klevet destroc’h evit ur wezh met ne c’hellit ket lâret. Souezhus eo gwelet penaos gerioù zo a zo anavet get rac’h an dud, met n’o lâront ket ma ne vez ket goulennet gete, ma ne vez ket lâret ar ger-memp pe unan tost-mat evit dihun o soñj... Tud zo (e ma amzer-me atav, pa lennoc’h ar linennoù-mañ ne vo ket ur seurt, marse awalc’h), hag o deus soñj ag ur bochad tud ag ar c’hornad, o micher, o oad, pegoulz e oant marvet, o familh, petra zo arruet en o buhezioù...Digredus ? Ya, met ur sekred o deus : komz a raont a-hed an deiz ag an dud tro-ha-tro, goulenn hag adgoulenn a raont doereioù hennañ, honnañ, kant gwezh ; ober a raont liammoù etre an holl dud-se, ken e talc’hont soñj aes a-walc’h en achumant. Al « labour »-se a gemer amzer, sur-awalc’h, setu penn-kaoz e lâran deoc’h : n’eo ket ar vemor a vank, an amzer da lakaat an traoù a-barzh ne lâran ket. Ur wezh a-barzh, an traoù a chom ma vez komzet anezhe lies a-walc’h...Traoù a zeskomp memes tra, hep gouiet, kar beviñ a raomp en o mesk. Met gortozomp un nebeudig bleadoù c’hoazh hag an traoù-se a oa er vuhez pemdeiziek o devo tremenet e boest ar vemor, rak ne vo ket mui anezhe.
Noñdedie, met peseurt penn he deus-hi ? ?
Evit kendalc’hiñ get ma zraoù, a-bouez eo neuze kendalc’hiñ da eskemm etrezomp, da ginnig d’ar re arall ar pezh hon eus desket-ni, evit ma vo bev ar vemor hag aesoc’h da rac’h an dud derc’hel soñj ag ar pezh a faot dezhe deskiñ. Remerket ‘m eus penaos, evit gerioù zo, eh eus just afer ag o lenn teir pe peder gwezh evit derc’hel soñj anezhe. Met pezh a zo, evit yezhoù èl ma hani (hag ho kani moarvat, a-hent-all ho po poan da lenn ma zestenn), n’hon eus ket tro da glevet pe da welet gerioù zo lies a-walc’h evit ma talc’hint da veviñ en hor mesk. Ni a gred o anavomp met hanter gwir eo. Setu emañ ret deomp dre bep div wezh o lakaat en-dro en hon testennoù, èl ma reer get ar loened en dañjer, p’o laosker da vale a-espres-kaer e lec’hioù zo ma oant c’hoazh un nebeudig bleadoù zo. Gwir eo evit ar gerioù, met evit a-bep-seurt traoù.
Geneoc’h-c’hwi, mand eo aet an traoù èl ma oant komañset da vonet e ma amzer-me, eo bras lec’h an urzhiataer en ho puhez. Ha dreist-holl a-fed ar vemor just-awalc’h. Kasit ul lizher din d’ar baradoz ma farian, met ne gredan ket ema c’hoazh arru memor an urzhiataer a-live get memor an dud ; geo a-dra-sur, ur bochad muioc’h a draoù a c’hell enrolliñ o « c’hwenn » en ur frapad berr ; met gellout a reont, èldeomp-ni, gober liammoù fonnapl a-walc’h etre traoù n’o deus ket netra da welet etreze ? Lakaomp etre penn unan bennak ha penn unan arall, etre ur ger en ur yezh hag ur ger en ur yezh arall, pe memp etre un destenn hag ul lec’h a anavomp... ? Ha, gwelloc’h c’hoazh, en ur mod, gober sintezennoù èl ma raomp ? A-benn dek vlez avamañ, lakaomp, e welin ur vaouez, en ul levr, hag a gavin brav. Perak ‘ta ? Marse peogwir e tegaso he daoulagad soñj din ag ar vaouez a gomzen deoc’h anezhi tuchant, hag he beg a n’ouian ket piv hag a oa kamaradez din er skolaj. Abalamour d’ar galloud hon eus d’ober sintezennoù ha liammoù e-mod-se eh omp ni klaskerion, arzourion,...
E ma amzer-me — àrlerc’h ma ne vo ket gwazh en hoc’h amzer-c’hwi ! — eh eus tud hag a soñj dezhe : seul vihannoc’h a draoù a zo da zerc’hel soñj anezhe, seul aesoc’h eo d’an dud, hag aesoc’h eo dezhe ivez beviñ asambl. Nag a blijadur lâret ur ger hepken, ha lakaat tout ar saliad tud da soñjal er memes film, o deus gwelet rac’h dek gwezh, hag er memes yezh. Brav eo bout digor, a lâran-me dalbezh, ya, met digor àr betra ? Ma arruan en ur vro ma kreden gwelet ha klevet traoù nevez evidin, ha ma lakay me diwezhatoc’h da grouiñ traoù nevez...ha ma em gavan get tud fiskal marse, met n’o deus da zegas din ken ‘met an traoù a welan bemdeiz, da betra ?
Kasit ul lizher din da ouiet penaos e tremen an traoù geneoc’h a-fed an dra-se ; sur a-walc’h ho po desket em denniñ ag an dañjer-se pa lennoc’h ma zraoù ; hag a-fed ar brezel...an dra-se zo un afer arall, mam bugale vihan. Hag, evit achu get ma ravaodaj àr ar vemor, àrlerc’h ma vo ar brezel, just-awalc’h, e bed ar c’houn kentoc’h evit er bed gwir, geneoc’h-c’hwi !
Ho leuskel a ran. Marse e vin marv e-raok bout adkavet ar vaouez-se, met gouiet a ran e vago he mousc’hoarzh memor ar bed, kar ur vaouez seurt-se (ret eo en anzav, ne faot ket krediñ ema ma mousc’hoarzh-me ken burzhudus) a ginnig he mousc’hoarzh d’ar bed a-bezh, ha pas din-me hepken.
Ouklast, ho tad-kozh (n’on ket, gwir eo, rak n’am eus ket bet krouadur ebet betek bremañ, met bezit amiapl, kredit eh on ho tad-kozh).
11:30 Publié dans Lennegezh / Littérature | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
11/05/2007
Messner
Setu un destenn arall diàr-benn ar menezioù, hag a vo kavet en Dasson da zonet (kelaouenn ar Gerlenn Sten-Kidna)
Un texte qui parle encore des montagnes, par l'intermédiaire d'un livre écrit par l'alpiniste Reinhold Messner
Penaos oa arruet ar levr-se etre man daouarn ? N’em eus ket forzh soñj. Profet oa bet din, marse, mes get piv ? A-benn ar fin, pa soñjan ervat, e kav genin e oa bet gwelet genin en ur stal, ha ken desachet e oan bet get ar golo anezhoñ ma ‘m boa eñ prenet… get ma argant ? N’eo ket sur avat… pe oad oan a-benn neuze ? A-c’houde un tammig zo en em interesen doc’h ar menezioù, e-mod-se, mes bihan a levrioù àr an tem-se a oa er gêr, a-benn ar fin. A-barzh en ur geriadur bennak em boa gwelet listennad ar menezioù uhelañ ag ar bed, get o anvioù a-vaez-bro, kevrinus un tamm, ha klasket em boa deskiñ ar 14 anv-se dre eñvor ; setu int kerklouz o skriv amañ evit ma vo posupl d’ar lenner gober e soñj : Everest (pe Chomolungma, pe Sagarmatha), 8848 m……K2 (pe Chogori), 8611 m …. Kangchenjunga (pe Kanchanfanga), 8586 m…. Lhotse, 8516 m…. Makalu ( pe Makalufeng), 8463 m….. Cho Oyu, 8201 m…. Dhaulagiri, 8167 m….. Manaslu (pe Kutang), 8163 m….. Nanga Parbat (pe Diamir), 8125 m….. Annapurna (pe Morshiadi), 8091 m……Hidden Peak (pe Gasherbrum I), 8068 m….. Broad Peak (pe Falchen Kangri), 8047 m….Shisha Pangma (pe Goisainthan), 8046 m…. Gasherbrum II, 8035 m….
Setu amañ enta listennad ar menezioù a zo o uhelded oc’hpenn 8000m ; 14 zo anezhe ; neoazh, a pa vehe kontet e treid da skouer, ne vehe ket tamm erbet ar memes tra ; ha n’eo ket bet kontet naket an is-pikernioù. Un tamm artifisiel eo seurt listennadoù, neuze, mes tre int da lakaat an dud da huneal.
Ha petra a welis en ur stal, an deiz-se ? Ur levr, ur stumm karrez dezhoñ : « Reinhold Messner, premier vainqueur des 14 huit mille. » Setu prenet ar levr neuze, petra gober a-hent-arall ?
Hag e-mod-se em eus kroget da zizoleiñ an den iskis-se hag ar menezioù pell-se.
Er levr-se e kont istor ar menezioù-se hag an dud o deus krapet àrne a-hed an amzer, hag ivez penaos en deus graet eñ evit monet tre betek ar lein anezhe. Skeudennoù ha fotoioù brav ha sklaer a zo. Ha kontiñ a ra a bajenn da bajenn ar choazoù en deus graet, ha lies e seblant en em zifenn, klask a ra displegiñ hag addsisplegiñ perak en deus graet an dra-mañ hag an dra… hrevez an dailh eh eus bet tabutoù en-dro dezhañ, ha gwarizi ivez moarvat, er mare-se. Diaes eo, get e sell-eñ hepken, gouiet tout. Met klask a rae, àr a seblant, difenn ur feson da grapout àr ar menezioù hag a zouje doc’h an dud, doc’h an endro, doc’h stil ar sport-se en e unan. Klask a rae monet pelloc’h evit bevennoù ar sport-se, met hep c’hoari get ar marv. A-dra-sur neoazh en deus bevet en ur mod dañjerus.
Ar pezh a zo iskis un tamm a zo gwelet penaos eh eus pennadoù bihan, a-hed ar levr, skrivet get tud arall. Er pennadoù-se e vezont, kalz-pe-bihan, é kaniñ meuleudi dezhoñ. Gwir eo en deus ur personelezh kreñv hag en deus graet traoù dispar àr ar menezioù ; ha lakaet en deus an alpinism d’ober pazennoù bras a-raok, met iskis eo ijiniñ an den-se é lenn, e-raok en embann, e levr, hag é welet ar pennadoù-se hep bout lakaet diaes get kement-se a veuleudioù.
Hag an pennadoùigoù e-dan ar skeudennoù a zo en trede gour ivez, pand eo ar pennadoù bras, an istoer, kontet getoñ. Ur meskaj dic’hortoz a-walc’h.
Un dra interesant ivez eo gwelet a-hed e levr penaos en deus cheñchet a-vuzul, un amprou goude un amprou arall, get tout ar skiant prenet en deus tapet… ha gwelet penaos da skouer en deus santet an traoù en e spered pa oa marv e vreur, ha eñ getoñ é tiskenn ag ur manez. Ha pa oa marv e vreur arall, àr ur manez arall en Alpoù, ha eñ en Himalaya er memp kourz. Meur-a-wezh er levr eh eus tammoù lec’h ma vez soñjezonoù un tamm don àr ar vuhez dre vras, àr ar marv…
Er levr-mañ e lenner un tamm ivez (mes gwelet e vez muioc’h e levrioù arall savet getoñ) penaos en em interese doc’h ar pobloù a-zu-hont, doc’h diaezamantoù pobl an Tibed da skouer… hag an darempredoù etrezoñ-eñ hag ar sherpaed ivez.
Ar pezh a blij din ivez eo soñjal penaos e komz ag an alpinism en e levr, mes estroc’h evit un dra lâret getoñ a-barzh a c’hell bout talvoudus – pe d’ar bihannañ lakaat d’en em soñjal -- e tachennoù arall, pas hepken e tachenn an alpinism.
Un dra c’hoazh zo da venegiñ diàr-benn an den souezhus-se. Donet a ra ag ar Südtirol, pe Tirol ar C’hreisteiz, en Itali met e-lec’h ma vez komzet an alamaneg. Ha plijus eo gwelet penaos en deus labouret get tud a bep seurt, Alamaned pe Aotrichianed d’ar liesañ met ivez Italianed neuze ; hag ivez Poloniz, Yougoslaviz, Suised….
Pasapl a draoù kej-mej en ur levr interesant-bras a-benn ar fin, ha forzh aes em eus eñ lennet, en dizurzh avat, gwezh-a-vez e-pad div euriad, lies gwezh a dammoù bihan.
Dick Panterra, a Nagram
14:05 Publié dans Lennegezh / Littérature | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : montagne, Messner, alpinisme, menez








