30/10/2009
Filaj Global - an Distro
Ur gerig evit lâret deoc'h eo kroget (mall a oa !) sezon nevez Filaj Global, un abadenn radio (a gasan me) àr RMS (89.6 FM; Radio Morbihan Sud eo, skigniñ a raont àr greisteiz ar Morbihan (piv en dehe kredet ?). A-barzh èl da gustum, barboterezh a-ziàr an natur, ar sonerezh, ar brezhoneg...
D'ar merc'her etre 7e hag 8e d'an noz, ha d'ar sadorn etre 2e ha 3e d'enderv. Bep pemzektez e arru un abadenn nevez, da c'hortoz e vez lakaet da selaou ar memes abadenn estroc'h evit ur wezh.
18:48 Publié dans Mediaioù / Médias | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : rms, filaj global
18/08/2009
un abadenn da sellet doc'hti
Setu ma kinnigan deoc'h sellet doc'h un tamm abadenn àr Internet : http://www.arretsurimages.net/contenu.php?id=2152; an abadenn a veze skignet àr ar 5vet chadenn e-raok, ha derc'hel a ra àr Internet bremañ; komz a ra ag ar feson m'o deus ar mediaioù da gomz (dre vras); sujed an ar miz: an enkadenn, ar gaouad argant a zo a-c'houde un nebeut mizioù er bed. Hag an den pedet en doa traoù da lâret; ma n'ho peus àr ar bed nemet sell abadenn keleier TF1 pe F2, emañ rekis deoc'h sellet doc'h an abadenn-mañ ! Un nebeut sioù a zo: an tri den a zo en abadenn en em anav mat etreze ha gwezh-a-vez en em santer un tamm er-maez (met n'eo ket grevus), an den (un ekonomour anvet Frédéric Lordon) a gomz brav met get gerioù dibaot gwezh-a-vez !). Met dre vras e c'hell degas soñjoù d'an dud. E galleg eo, met get sikour kentelioù galleg an Tamm Papir (sellet er blog-mañ) e vo aes deoc'h kompren tout.
N'eo ket brav aliiñ deoc'h monet da sellet doc'h Internet pa vez kement a draoù d'ober er bed gwir, met ur liamm kreñv zo etre an abadenn-mañ hag ar bed gwir ur sort.
Spi am eus eo posupl (a-fed teknik) da razh an dud sellet doc'h an abadenn-se.
00:05 Publié dans Mediaioù / Médias | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : arrêt sur images
16/03/2009
Distro Filaj Global
Blogiñ zo mat, met komz a zo tad !
Setu marse petra zo kaoz e krogan en-dro get ma abadenn Filaj Global àr RMS, un abadenn e brezhoneg a vo bremañ skignet d'ar c'hentañ ha trede merc'her ag ar miz etre 7 eur hag 8 eur da noz (evel e-raok), hag adskignet ma 'm eus soñj mat ar sadorn da heul pep abadenn, etre 2 eur ha 3 eur d'enderv.
Enni e vo komzet evel e-raok ag an natur, evel e-raok e vo moaien dizoleiñ pinvidigezh ar c'heriaoueg, sonerezh vo a-barzh; klask a rin ivez gober muioc'h a draoù a c'hell interesiñ ar vugale, evel ur rubrikenn dizoleiñ ar bed.
Tout an traoù-se e brezhoneg. D'am soñj emañ posupl selaou doc'h an dra-se dre internet àr lec'hienn ar radio:
http://radiomorbihansud.fr/site/index.html
... met n'on ket c'hoazh daet da benn. A-du-rall e bro an Alre eo 89.6 ar frekañs.
Pezh zo n'eus ket nemet an abadenn-mañ e brezhoneg àr RMS... klevet e vez ma mouezh àr RBG (Radio Bro Gwened) ivez, er rubrikenn natur.
Er radio-se eh eus muioc'h a vrezhoneg, avat, hag ur labour mil a-bouez a raont... Met RMS a vehe kontant da zegemer un abadenn arall e brezhoneg, neuze ma faot deoc'h kemer ho lañs ha krogiñ da gomz brezhoneg er radio, krogit a-barzh !!
19:24 Publié dans Mediaioù / Médias | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : rms, filaj global, rbg, radio, abadenn, émission








