10/10/2009

an turko

Arru eo termen an c'hwibed bras. E galleg e vez lâret "cousins" anezhe (perak 'ta, just-awalc'h ? n'em eus ket c'hoazh biskoazh klasket pelloc'h...), pe e galleg ar skiantourion, "tipules" (perak 'ta arre ? tipula e euskareg a dalv "ognon" met d'am soñj n'eus tra ebet da welet; aaaaah... iceberg ar yezhoù !). Ar loened patoù hir-se a vez gwelet pa vez prantadoù dous, mouest, d'an dilost-hañv. Bale a raont èl-se, patek, diampart, botezek evel ma vez lâret c'hoazh, e-mesk ar geot hag ar louzaou. Ar loened diahel-se a vez debret d'ur yoc'h loened arall, ken dinoaz ha ken aes da dapout evel mand int ! Ar c'hizhier da skouer, ar c'hevnid, an evned... Boued marc'hadmat ! Kavout a raont amzer da goublaat ur sort (gwelet a reer unanennoù èl-se stag-mat an eil doc'h an eil gile) ha d'ober uioù, rak stank e chomont er vro. Ma ne farian ket e vez lâret "turko" ag o freñved, preñved gris ha tev a vez kavet edan an douar. Debriñ a raont gwriziad hag ar beizanted ne vourront ket kaer anezhe. Perak "turko" c'hoazh ? Aze c'hoazh hag arre, respont ebet n'em eus ket (met marse c'hwi ? un dra da welet get ar ger "turc" ??). Touenn.

Bep blez e ma lakaont da brederiiñ ur sort. Penaos e ra ar loened-se er bed, petra a santont en o c'halon, ker bresk evel mand int ?

Halteres-Tipule.jpg

Un c'hwibedenn vras; e familh an diptered eo, ha gwelet a reer spis: div askell hepken, hag ar re divaskell arall a zo edan stumm seurtoù bazhoulennoù, pe bizhier taboulin; servij a raont, a-hervez, da gempoueziñ an nijadennoù.

larvedetipulexm9.jpg

Preñved "turko".

 

28/09/2009

Troiad e-kreiz ar splannder

Ma !

Diaes e vo lâret tout, kar hiniv e oa ur bern traoù... traoù hag a vez kavet stank met pa daol Aton ur sell madelezhus doc'hte e vezomp bamet pe bametoc'h doc'h o gwelet...

Setu da gentañ plantennoù klematit (Clematis vitalba), pe Rouanez-weüs, er gwez haleg, n'eus ket kalz a blantennoù hag a grap geneomp-ni, ar re-mañ zo en o mesk. Pennadoù-blev lan a frouezh pluñvek a raont er gwez d'ar prantad-mañ, hag aze em eus gwelet ar momand ma n'eo ket digor c'hoazh razh blev ar frouezh, lod a ziskouez o blevigoù (o lak da vout èl pluñv neuze), lod arall a zo c'hoazh get blev un tamm tev, pas prest c'hoazh da zigor. E-tal ar re-se e welan bodoù "Lonicera nitida", ur blantenn lakaet get an dud, get del ront ha munut, ha tost doc'h ar Gevrvoued (chèvrefeuille). Soñj am eus bout gwelet c'hoazh, e bodoù sort gete (ag an hevelep spesad), ur gevnidenn iskis-bras. Gober a ra ur gwele-kevnid e stumm un tric'horn. Ha pa dap ur loen en he gwele e hej hennezh hag en debr betek ma tay da vout un tammig boull, get ar loen tapet a-barzh. Hiniv ne 'm eus ket gwelet ar gevnidenn, met ar blantenn ma lak da soñjal el loen, evel ma tegouezh lies; hag an dilost-hañv zo un amzer evit ar c'hevnid, neuze...

Ur bern plant a familh ar c'hwervizon a zo c'hoazh e bleuñv er prantad-mañ hag un dudi eo sellet doc'hte edan an heol, da skouer an askol, plant hag a vez disprizet d'ar liesañ. Ma loupenn am eus kaset ha sellet a ran ivez doc'h had iskis ar balboc'h (la spergule, Spergula arvensis), ur blantenn vunut met resevet he deus un anv get ar re gozh, moarvat e oa mat doc'h ur c'hleñved bennak... An had o deus un tamm stumm ar boestadoù plastik nul ma kaver a-barzh fourmaj-laezh divlaz; met du int. Gwelet a ran ivez frouezh rous ar pikris (sellet doc'h ar pennad).

Ar blijadur am eus da santiñ frouezh stagus "louzaouenn ar chaochetoù" (rak ma peg just-awalc'h; anv skiantel: Setaria verticillata).

Gwelet a ran ur meni "Mammlouzaou" (camomille) met nen dan ket da benn a ouiet he anv resis.

Pep tra a luc'h edan an heol, evel ar gal a welan edan del un dervenn, hañval int doc'h pellennoù neud bihan. Hag ivez frouezh ruz ar c'haol-moc'h.

Goust ar bent a groazan àr ma hent ivez, ha neuze un nebeud plantennoù a garehen lakaat un anv dezhe, met ret e vehe adwelet ar re-se.

Pa achuan e sellan doc'h linenn an dremmwel en ur prad, ha trolinennoù du un nebeud plant dister lakaet àr-wel èl-se dre un taol-degouezh.

clematis_vitalba_7bb serret.jpg

ur glematitenn; n'eo ket bet dispaket pluñv ar frouezh tre c'hoazh.

http://www.floralimages.co.uk/pclemavital2.htm

561px-Clematis_vitalba_IP0602021 dispak.jpg

Dispak eo re ar glematitenn-mañ.

http://www.floralimages.co.uk/pclemavital2.htm

Setu frouezhenn ar pikris !!

picris hieracioide frouezhenn.jpg

Hag evit achuiñ:

Balboc'h (< barv-bouc'h ?)

balboc'h.jpg

(http://www.zum.de/stueber/lindman/)

 

20/09/2009

Bezv bev

Un troc'h traoù a vehe da lâret àr ar miz-mañ a-fed natur (pe zoken a-fed traoù arall !); ur bern traoù a vehe da lâret a-ziàr ar bezv, met ne gomzin nemet ag un dra: setu ni arru er prantad ma strew ar bezv o had e pep lec'h. Daou spesad bezv a zo er vro (Betulus pubescens - brinsad blevek dezhe, el lec'hioù gleb e vevont kentoc'h - ha Betulus pendula - brinsad get pipioù gwenn dezhe) met er pennad-mañ e veskin an daou. Ya, o had a laoskont da vonet g'an avel, rak ar gwez-mañ a zo gwez "alouber"; o mod d'ober eo gounit tachenn èl-se, er lannegi, ar pradoù... e kement lec'h a zo e vezont lies ar gwez kentañ éc'h arru (get an derv, met ar re-se a vez sikouret get loened da strewiñ o frouezh !).

Ya, o had a zo traoù bihan gell, get divaskell tanav ha treuzwelus en-dro dezhe. E gwirionez, pa lâran "had", frouezh int stricto sensu, frouezh sec'h evel ar mez, "aken" a vez lâret anezhe. Nijal a raont pell èl-se hag ur blijadur dispis ha kejet get melkoniezh (met ur blijadur ur sort) eo o gwelet a-yoc'h er straedoù pe àr hentoù ar maezoù. En o mesk, ha marse muioc'h tost doc'h ar gwez bezv o-unan, e weler neoazh tammigoù traoù ker bras èlte, met gell-tout, hep divaskell treuzwelus; skant int. Penaos 'ta ? Er wezenn, d'an nevez-hañv, e welomp bisigoù a-spign, hir ha melen: ar bisigoù par. Ar bisigoù parez, berroc'h ha muioc'h en o sav, a zay goude ar frouezh. Ha penaos e vez gwarantet ar frouezh betek ma vint anve (anev, azv)  ? Get skant. Tout ar bisig, pa arru sec'h a-walc'h, a zo posupl dismantr get ar bizied, ha lakaet e vez èl-se ar frouezhigoù hag ar skant da nijal.

Setu ur frouezhenn, beajourez vihan Gwenholom ha Gouel-Mikêl. P'en em sil en ho kaier, en ho plev, en ho tilhad, àr ho urzhiataer, en ho lak da soñjal er gwez-bezv, gwez James Dean hag a voulj ur bochad ha ne vevont ket pell anezhe. Vad a ra din o gwelet.

hadenn bezv.jpg

Ha setu bremañ ur skantenn, kompagnunez ar frouezhenn, ha moaien a vehe lâret zoken "kulatorez an hadenn" peogwir e chom da warantiñ honnezh betek ma vehe prest da nijal.

 

skantenn bezv.JPG

Pa vez sellet dre an tu arall e seblant ar skantenn bout un evn get divaskell, ur sarpant-nij, peotramant pennad-blev ma breur pa ya fonnapl get e velo, ha pa chom gwarantet doc'h an avel ar blev a zo àr e boullkil.

Traoù tennet ag al lec'hienn http://www.plume-de-ville.fr/en_balcon_journal101.html

Un den a c'hell moarvat gober an diforc'h etre an daou spesad bezv ken 'met é sellet doc'h an had pe ar skant, ne ouian ket me gober, met ne vehe ket drouk deskiñ !

 

 

 

 

10/09/2009

Ar gwesped hag ar chasplouzed

Diaes eo ar vuhez evit ar chasplouzed (pe biskouled - preñved ar balafenned) !

Dec'h, setu ur wespedenn voutin éc'h ober tro ur blantenn irvin ruz; m'he gwel é tarnijal, é fourbouchal e-mesk an del, get he zastornelloù àr-voulj; en un taol, edan un delienn, e kav ur preñv (moarvat unan "Pieris rapae", pierid ar ranell); n'em eus ket bet amzer da sellet mat, gwelet a ran just he deus tapet ar preñv etre he chajelloù, ha setu ar wespedenn é nijal kuit ! Moarvat eo aet d'ar ruchenn evit magiñ he freñved dezhi (ar re dozvet get ar rouannez).

Vespula_germanica_Richard_Bartz.jpg

Ur wespedenn (Vespula germanica)

Goude, ar mintin-mañ, e welan ur bieridenn-ar-c'haol (ur preñv) àr ar vangoer; soñjal a ran eo unan arru en he ment, hag a zo é klask ul lec'h evit donet da vout ur boupenn (chrysalide); n'eo ket ! Ne fiñv ket hag e-taldi eh eus sortoù uioù melen: poupennoù ur wespedenn vihan; honnezh he doa dozvet e korf ar chasplouzenn. Ar chasplouzenn he deus maget ar gwesped bihan diàr he c'houst, rak marv eo bremañ. Mes lies e arru sort traoù get ar pierid !

Setu ur foto tennet ag ur pennad hag a zispleg biskoazh splannoc'h buhez pierid ar c'haol:

http://insectes-net.fr/pieride/pieride3.htm

 

 

ha setu enta ar skeudenn:

pier28gf.jpg
Chasplouzenn pierid bet parazitet

 

07/09/2009

Buhez en irvin ruz

Irvin ruz ar jardin o deus kresket, serret hon eus lod anezhe evit o debriñ, met ar re arall o deus dalc'het da greskiñ ha setu int bremañ é reiñ bod d'ar vuhez. E-pad un herrad hon eus gwelet, bemdez hag a-hed an devezh, balafenned gwenn, pierid (pierid ar c'haol, Pieris brassicae), é tarnijal tro-ha-tro dezhe ha d'o bokedoù. Bremañ n'o gweler ket ken, met dozvet o deus ha gwelet a reer preñved a oadoù dishañval é tebriñ an del hag ar bokedoù a chom.  Ne vern ket bras deomp hag o leuskel a raomp. Oadoù dishañval ha neuze familhoù dishañval. Roudoù a laoskont: tammigoù kaoc'h met kroc'henennoù kozh ar preñved ivez; rak ar preñved a chañj kroc'hen a-vuzul ma kreskont. Ar an deiz en o gweler é tebriñ lies, lod anezhe a seblant é kousket... Met gwelet e vezont splann; lennet em eus (hiniv !) o doa ur goust hag a zisplije d'an evned, se zo kaoz n'o debront ket.

piéride du chou.jpg

Setu unan.

Met àr ar plantennoù e weler ivez, e-kreiz un delienn bennak, re arall ha ne vezont ket gwelet ken aes rak m'o deus liv an del. Oc'hpenn-se ne vouljont ket, ha n'int ket tolpet a-strolladoù bihan evel ar re arall. Preñved pierid ar ranell int (ma ne farian ket atav), "la piéride de la rave", Pieris rapae. Kuzhet int gwell ha liammet eo get ar fed n'o deus ket ur goust hag a ra doñjer d'an evned evel re pierid ar c'haol. Unan arall tost a-walc'h zo Pieris napi (Pierid an irvin) ha spi am eus n'em eus ket fariet etre an daou.

Setu ur preñv:

Pieris.rapae.caterpillar.jpg

A-hent arall eh eus un opilion é c'hortoz ul loen bihan da dapout. N'em eus ket c'hoazh gwelet opilion ebet é tebriñ e mam buhez ha neoazh e tebront ur wezh an amzer, pas ?

01_opilion.jpg

Un opilion

Hag ur genidenn-sailh vihan ivez (une saltique)...

Ha preñved luseved (punaises), melen ha du, re "luseved ar c'haol, punaises du chou, Eurydema oleraceum". Preñved, ya, n'o deus ket c'hoazh divaskell evel ar re vras. Hervez kont e c'hellont gober neuz d'ar c'haol pa vezont ur bochad rak ma sunont ar jol.


Ha vezont arru en o ment e vezont èl-mañ:

Eurydema_oleraceum_rot.jpg (e plas ar ruz e c'hell bout melen pe gwenn)

Hama, met soñj em eus bremañ, gwelet em boa ar re-mañ d'an 20 07 ar blez-mañ, àr ar memes plantenn ! Dozvet o doa neuze.


 

06/09/2009

a-hed ar Skorf

Hiniv on bet é vale e-kostez ar Skorf, tostik-tra doc'h Kerdual. D'an niver a heol a oa e vehe bet pec'hed chom er gêr ! Ha setu me neuze é krogiñ dre ur prad bras, lan a banez, aour-e-dal, pikris, karotez, ... Setu, àr ar vinotenn (rak bourriñ a ra ag an tachadoù un tamm dizolo), ur blantenn vihan get bokedoù, ur brav a liv roz dezhe (rose bonbon a vez lâret e galleg !), int a ra pennoù èl-se. Anvet int "Centaurium umbellatum", ha kavet e vezont un tamm e pep lec'h er pradoù kentoc'h sec'h, met james a-bratelladoù. Talvout a ra ar boan sellet doc'h ar boked get ul loupenn; ar staminennoù (ar goafioù) a zo razh tortiset, un tamm èl skornennoù mod Italia ! Hag ar pistil (an dared) daoubennek n'eo ket vil naket, hañval doc'h ur spoueennig.

Setu ur skeudenn:

centaurium umbellatum.jpg

http://images.google.com/imgres?imgurl=http://medicinalsh...

Pellikoc'h, setu un tachad gwarantet get kaelioù uhel, ur grilhaj tev. Petra eo ? E lec'hioù zo eh eus toulloù, n'eus ket netra skrivet. Moaien a vehe monet a-barzh ? Pelloc'h c'hoazh e welan skritelloù kozh ha dislivet: "Défense d'entrée, terrain militaire, danger de mort" get tresadenn ur penn marv. Hama ! Nag hiniv-an-deiz ? Pa arruan e-tal ar stêr e welan skritelloù nevez-flamm: Terrain militaire, défense d'entrée (mais pas danger de mort. Pa dremenan a-barzh e welan kozh tier diharak ha dilezet, tachadoù betonet ha vil, houarnaj.  An dachenn zo bet dilezet àr hañval, met an natur a vo pell e-raok adtapout an traoù. Hag oc'hpenn e seblant e tay en-dro an arme el lec'h-se.

Pellikoc'h c'hoazh, edan pont ar gourhent, setu bokedoù ruz a-vil-vern; d'an tu arall ag ar Skorf am boa gwelet un dek plantenn bennak èl-se met ar wezh-mañ eh eus ur bochad muioc'h, atav er memp sort tachad: traezh meinek bet degaset d'ar mare ma oa bet kempennet an hent-bras evit er brasaat. Hag ar plant-se, Silene armeria o anv, zo daet get an traezh a-dra-sur, kar n'int ket plant ag ar vro anezhe ! Met seblant a ra, doc'h ar pezh en deus lâret din unan hag a anav muioc'h doc'h ar plant evit ma ran, ne vehe ket bet gwelet c'hoazh un niver ker bras anezhe en ur memp lec'h (met gwelet int bet c'hoazh e bro an Oriant). Plant ag ar menezioù e vehe.

250px-Silene_armeria_1.jpg

Silene armeria (tapet àr ar Wikipedia spagnolek); hañval int un tamm doc'h ar Centaurium uheloc'h, met ar Centaurium zo e familh ar jañsianez (skrivet mod brezhonek !) pand eo ar Silene e familh an Oeillet.

A-hent-arall, plantennoù maol (mauve), aour-e-dall (senecio inaequidens) a Afrika ar Su (a vez gwelet a-hed an hentoù bras, komzet em eus anezhe àr ar blog-mañ), ha traoù arall c'hoazh... Marse e vehe mat krouiñ ur rummad nevez er blog-mañ lec'h ma komzin, àr man goar, anezhe, plantenn ha plantenn...

 

 

16/08/2009

Kenrouedad... ar melchon

Setu me dec'h é komañs distruj melchon er c'hlazenn. Evel ma ne faot ket din implij produioù e ran get an dorn. Met labour zo, me 'lâr deoc'h ! Hag e-ser gouiet an tu da lemel ar melchon a vesk ar geot e anzavan bout plijet-kaer é welet un "enebour" ker barrek evit en em lediñ, ha doujañs am eus doc'htañ. Ar spesad-mañ, an hani stankañ moarvat er vro,  a zo anvet "melchon-stlej" ma faot deoc'h, "trifolium repens", "trèfle rampant. Unan hag a ra pennadoù boketoù gwenn hag a vez kavet mat o nektar get ar bourbouted. Setu dija ur poent mat evitañ. Ha "repens", ar pezh a dalv "hag en em stlej" a zo oc'hpenn gwir !! Pa vez sellet a dostoc'h e weler korzennoù hag a red edan ar geot hag edan ar plantennoùigoù arall. Hag ar c'horzennoù-se a zo stag-mat doc'h an douar, èl pa vehe unan bennak é sterdiñ evit o sankiñ en douar. Penaos 'ta e ra ar melchon ? Pep korzenn, bep an amzer, àr he hent, a ra gwriziad, hag ar gwriziad-se a denn ar blantenn a-benn d'an dias, hag lak ar gorzenn muioc'h en douar. Ar gorzenn a zo kazimant en douar, ha n'eus ket nemet an del hag ar bokedoù a sav o fenn a-dreist ar geot. Evel-se: 1) pa vez touzet, nag e vehe graet izel-izel, e chom ar c'horzennoù gwarantet mat àr-lein an douar. 2) pa vez tennet pe debret un tamm melchon, dre mand eo gwriziennet un tamm e pep lec'h, n'eo ket ur gwall afer  3) ar c'horzennoù a chom er waskadenn, hep bout krazet get heol an hañv (pa vez !!); met n'on ket sur eo ken a-bouez ar poent 3 e buhez ar melchon 4) gouest eo da c'hounit tachenn fonnapl a-walc'h.

Setu ! N'oc'h ket evit parraat a zigor ho peg, bamet èl mand oc'h. Normal eo, bamus eo; reiñ a ra c'hoant kazi da skriv ur rummad a-ziàr ar plant-se, ar re baotañ ha disprizetañ. Penaos e raont evit chom bev en despet deomp, pe meur-a-wezh gres deomp ? Gres deomp, ya, rak hep ar loened a zesavomp pe an touzered a implijomp stank ne vehe ket ken talvoudus teknikoù ar melchon... e-keñver re plantennoù arall.

 

Trifolium_repens_plant_620.JPG

Ar melchon; Trifolium repens; ar melchon-melchon eo (melchon-stlej pe melchon gwenn a vehe moaien lâret ivez); pa lâr an dud "melchon tri blez e komzont ag an Trifolium pratense (an hani ruz a vez kavet stank ivez), pa lâront "melchon blez" e komzont a "Trifolium incarnatum", ur spesad get boketoù ruz-poazh, a veze lakaet get an dud e-raok met pas mui kalz, ha ne vez ket kavet kement-se en natur ken.

31/07/2009

Aelig gwenn ar rolterez

Tuchant, er jardrin, ur valafennig get divaskell pluñvek: ur pterofor. Unan gwenn (Pterophorus pentadactylus) pe unan boutin (Emmelina monodactyla) ? Unan hag a vez gwelet e fin an devezh, ha tostaat a raont lies-mat (an hani gwenn atav) doc'h ar gouloù da noz.

Ar re-se a vez kavet o freñved àr ar rolterez (liseron) hag a-c'houde ma ouian an dra-se e sellan doc'h ar rolterez en ur mod un tamm dishañval. Evel StEx hag a sell doc'h ar stered en ur mod dishañval goude bout anavet ar priñs bihan, me ivez, na bout n'em eus ket c'hoazh gwelet o freñved àr ur blantenn rolterez evit c'hoazh, soñjal a ran enne pa welan seurt plantenn.

 

pterophore_blanc.jpg

Ar pterofor gwenn

 

pterophore_commun.jpg

Ar pterofor boutin

 

Fotoioù tennet ag ar lec'hienn: http://www.vertdeterre.com/nature/animal/insectes.php?act...

 

 

10/07/2009

Pennadoù natur

Aiaou aiaou...

Er prantad-mañ n'em eus ket forzh a amzer da skriv ha ma notennoù natur a goazh, maleürus !

Neoazh e vehe moaien komz, tammigoù, a-ziàr ar c'hudoned hag o deus graet o neizh er wezenn bezv, e jardrin an amezeg; gwelet em eus pasapl a neizhioù kudoned ar blez-mañ, e Gwened kerkoulz èl en Oriant, atav e gwez pe e bodoù stank an del a-barzh; pas forzh uhel atav, avat, ha drol eo gwelet un evn ker bras é fardiñ en un tamm bod èl-se.

Fed ag an dridi, ar re-mañ a vez gwelet bremañ àr ar pratelloù, lod gris (ar re yaouank ag ar blez-mañ) é heuliiñ o mamm pe o zad, hag é krial forzh, da c'houlenn bout maget ! Hag o zud da redek, harz-pe-krev, àrlerc'h an tammoù preñved pe amprevaned, evit o frammiñ e beg digor o flog.

Ar gouelani ivez a weler ar re yaouank en o mesk é vonet àr an ask.

Gwelet hon eus ivez, ur sizhun zo, ur familhad gwigneli-siminal edan toenn ur c'harrdi, ar re vihan é tarnijal, hag é chom barret en ur steud a-du-rall, hag o zud é tonet d'o gwelet plaen, evit o magiñ; ha seul wezh ma tosta ar vamm pe an tad, forset mat, e tigoront holl o figosoù.

Setu evit doereioù an evned...

Un dred yaouank zo un dra sort-mañ:

etourneau 02.JPG

 

25/06/2009

jimnaska ar gweren

Setu amañ traoù am eus gwelet ar miz-mañ met n'em boa ket bet amzer c'hoazh d'o lâret: ha neoazh e talvont ar boan bout gwelet get pep unan ur sort. Amañ e faot din komz ag ar mod ma vez polinizet daou sort bokedoù get ar gweren. E gwirionez evit pep sort plantenn e vez kavet polinizerion resis, gwezhavez ur bochad sortoù, met gwezhavez ivez un amprevan hepken, unan resis, ha keneve ma ta da welet ar blantenn e chom honnezh hep teurel had goude. Pep plantenn 'deus he mod da vout polinizet, ha bleuñv ar banal em eus kavet berr é sellet doc'h strivoù ar gweren evit tapout o follen. C'hwi a wel penaos eo bleuñv ar banal. Ar petalennoù zo dirak a c'holo ar staminennoù (pe goafioù) hag an dared (le style). Pa arru ur werenenn àr ur vleuñvenn "yaouank" e pouez àr ar petalennoù, get nerzh. Ha me 'lâr deoc'h e vez gwelet splann e lak poan. Emañ é tijambetal aze, é voutiñ he fenn a-barzh. Hag, en un taol, setu ar goafioù hag an dared é strimpiñ er-maez ag o c'huzhadell ! Ken e weler ar pollen é nijal un herradig... Met an dra-se a dremen ker buan ma ne welit ket atav splann, hag afer a vehe a filmiñ hag a dremen ar film difonn evit gwelet mat. Ha p'he devez dastumet ar pollen e ya da welet ur vleuñvenn arall. Leuskel a ra a-gostez ar bleuñv o deus tarzhet c'hoazh, hag ar re a zo re abred evit tarzhiñ, ha pas prest c'hoazh.

Ar blantenn arall am eus gwelet a oa ur sort "pois de senteur" (memes familh get ar banal enta), hag ar werenenn a sellen doc'hti ne oa ket unan voutin èl an hani em boa gwelet àr ar banal. Duoc'h a oa, brasikoc'h. Ha da gentañ pa 'm eus he gwelet àr ar vleuñvenn, distummet he c'horf, evel flastret, em eus soñjet e oa bet tapet d'ur gevnidenn-krank, ar c'hevnid-se hag a gustum gortoz àr ar bokedoù ha foeltriñ ar c'helion, ar gwesped hag ar gweren get un taol chajell lan a vilim. Met pas, seblant a rae flastret en arbenn ma oa ivez é labourat àr he nerzh evit digor ar petalennoù ha lakaat ar goafioù da sorti ! Aze ne oa ket un darzhadenn ken trumm èl kani ar banal avat. Ha c'hwi he gwele goude é torimellat un tamm evit lakaat ar pollen àr he c'horf.

Kement-se a ra c'hoant da sellet doc'h plantennoù arall pa vezont e bleuñv, kar ar gweren-se (hag an amprevaned polinizer arall) a vez ret dezhe en em ober doc'h pep sort boked evit tapout ar pezh o deus c'hoant tapout gete, nektar pe pollen. Peadra da chom hep kavout hir e amzer a-hed an hañv...

S7001951.JPG

Ar vleuñvenn amañ zo bet gweladennet get ur werenenn moarvat kar dispak eo tout he zraoù geti e kreiz.

Ur pennad zo amañ hag a zispleg mat an traoù (gete em eus tapet ar foto)

http://fvayeur.free.fr/journal/Jauneestletendard.html

met ar pezh ne lâr ket eo ar feson mand eo ar werenenn é poueziñ get nerzh evit ma vo ar benveg é tarzhiñ !

Toutes les notes