10/01/2009
Vertuzioù 121 - 138
"Liv an dispi pa gavi, krouiñ a ri." Konor Botfawenn, ar Releg-Alre, XVIIIvet kantvlead.
Setu ur reolenn ha n'eo ket falloc'h evit un all a-benn ar fin.
Eh an d'he lakaat e pleustr bremañ. Afe, krouiñ n'eo ket penn-dre-benn, lakaat ar pezh a zo da vout klevet kentoc'h. Eh an d'ho lakaat neuze -- an neb a faot dezhoñ -- da heuliiñ un tamm pelloc'h roudoù ar bobl, dre hanterouriezh Pier er Go. Ar sonerezh, geo, zo bet krouet genin, met kamm e ta genin, en arbenn ag an amzer n'em eus ket da zeskiñ soniñ !
Setu neuze un aridennad arall e rummad ar vertuzioù. Grit ho mad anezhe !
Vertuzioù 121 - 138.mp3
A-fed notennoù natur, ne vo ket hiniv. O, tro am eus bet da welet meur a dra: houidi àr ar c'hler, gouelani àr ar c'hler en ur lec'h arall... ur seurt sourouc'han e-pad un interamant, un tamm liv rous doc'htoñ, mes n'eo ket ar c'houlz hag achapet en deus oc'hpenn, neuze... Ha setu !
19:30 Publié dans Pier ar Go | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Pier er Go, Pierre Le Goff, proverbes, krennlavar, vertuz, houad
08/01/2009
Vertuzioù 98 - 120
Pell zo n'em boa ket embannet amañ ur bajennad krennlavarioù... graet eo hiniv, atav er memes rummad.
An ton àr-dreñv zo me get ma gitar.
vertuzioù 98-120.mp3
10:56 Publié dans Pier ar Go | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Pier er Go, Pierre Le Goff, proverbes, krennlavarioù, vertuz, gitar, guitare
16/12/2008
Vertuzioù 76 - 97
Setu neuze re nevez, atav er vertuzioù; ar pezh a zo àr-dreñv a zo bet enrollet e Pleskob, get an trio Pasquet Barou Guichen hag en doa lakaet begon spontus en dañserion an noz-se... evit bout un tañva ag ar son em eus lakaet un tamm ag an dañs (Rond de Saint Vincent) en e unan.
Vertuzioù 76-97.mp3
an ton-se èl ma oa (hep komzoù arabadus ha fur dirak)
tamm ag an dañs.mp3
09:49 Publié dans Pier ar Go | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Pier er Go, Pierre Le Goff, proverbes, krennlavarioù, vertuz, Guichen, Barou
10/12/2008
Vertuzioù 56 - 75
Ar vertuzioù c'hoazh... ma, àr ar bajenn-mañ eh eus traoù a denn da Zoue pe d'an Iliz, mes èl ma 'm eus lâret deoc'h c'hoazh, o lâret a rin tout, ha c'hwi a zibabo en o mesk goude !
An ton àr-dreñv a zo e-mesk ar re a blij ar muiañ din; e pladenn Frédéric Guichen "La lune noire" e c'hellit kavout hennezh; un ton anvet "Trad irlandais" eo, un ton a vro Iwerzhon eo evel mand eo skrivet; gitar e vreur Jean-Charles a glevomp ivez, hag ar gitarour-boud meur Stéphane de Vito. Ha neuze piv a glever é ober ur solo gitar tredan ? Jacques Pellen.
Vertuieu 56 - 75.mp3
19:12 Publié dans Pier ar Go | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Pier er Go, Pierre Le Goff, proverbes, krennlavarioù, vertuz, Guichen, Pellen
09/12/2008
Vertuzioù 35 - 55
Touenn, krog on da soñjal e vehe aesoc'h ar pennadoù da gavout ma ne vehe ket àr ur blog met àr ur lec'hienn internet. Ma vehe aes tremen ag an eil d'egile e rahen, kredapl.
Da c'hortoz, tañvait krennlavarioù nevez, ar re-mañ zo bet lakaet àr un ton mil-anavezet (afe, pas c'hoazh) get ar strollad Fast Noise Trade. Ya, gouiet a ran, seblant a ra an ton dont àr-eeun a baradoz ar sonerezh, met taolit meiz d'ar c'hrennlavarioù ivez ur seurt !!
Vertuieu 35 - 55.mp3
13:16 Publié dans Pier ar Go | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Pier er Go, Pierre Le Goff, Fast Noise Trade, proverbes, krennlavarioù, labour, travail
06/12/2008
Vertuzioù 14 - 34
Setu enta eil lodenn ar Vertuzioù; ar sonerezh ar wezh-mañ zo un digarez da ziskouez deoc'h ur sonenn e-mesk ar re a blij din ar muiañ get Led Zeppelin: Dazed and Confused, na bout n'eo ket bet ijinet gete a gentañ, kempennet ha "tredanaet" hepken. Evel rezon e vo klevet skañv, ha pas betek ar fin, evit bravaat ar c'homzoù...
Vertuieu 14-34.mp3
08:40 Publié dans Pier ar Go | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Pier er Go, Pierre Le Goff, Led Zeppelin, Dazed and Confused, proverbes, krennlavarioù
05/12/2008
Vertuzioù 1-13
Kroget e vo hiniv enta get rummad ar Vertuzioù. Klevet a reet un ton doubl Loudeac get Plantec àr-dreñv.
Krennlavarioù: a-vremañ pe mod-kozh ?
Lod-kaer zo a-vremañ, ma ouiit chom hep bout bac'het enne, ma n'o c'hemerit ket èl gwerzennoù ag ar Bibl, mard oc'h dieub a-walc'h evit o implij pa zegas un dra.
Met doc'h an tu arall, evit kompren ur c'hrennlavar, eh eus ur paz kentañ d'ober: rekis eo en degemer èl mand eo, e-pad un herradig, hep diwall re, hag er leuskel da arru en ho spered. Tañva an efed, ha gwell-a-se (d'ar liesañ) mard oc'h souezhet un disterañ, m'ho lak ar c'hrennlavar da vouljal un tamm ag ar plas tomm lec'h mand oc'h, ma ho lak d'en em c'houlenn tammigoù...
Ma, kuit a filozofiezh, deoc'h-c'hwi bremañ, bras a-walc'h oc'h evit gober ho soñj !
Vertuieu 1-13.mp3
08:11 Publié dans Pier ar Go | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
04/12/2008
Krennlavarioù Ar Labour 87 - 100
Ha setu ma achuomp ar rummad a-ziàr ar labour.
Ar wezh-mañ ne vo ket get sonerezh tud met get sonerezh amprevaned !
Proverbes Er Labour 87 - 100.mp3
Da gentañ, grilh ar parkeier (Grillon champêtre), goude, grilh Italia, hag er fin, kriked ar pradennoù (Criquet des pâtures) (anvioù brezhonek genin).
Selaouadenn vat !
22:07 Publié dans Pier ar Go | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
03/12/2008
Krennlavarioù Ar Labour 71 - 86
Setu ar re nevez, tem ar labour atav. Lakaet em eus da ditl "Ar Labour" er skritur a-vremañ ha pas "Er Labour" èl ma oa skrivet rak gouiet a ran e vo lakaet diaes tud zo ha n'int ket kustumet doc'h ar skritur gozh.
Ar wezh-mañ e vo klevet àr-dreñv sonioù ag an Arabi Saoudit, get Abdul Majeed Abdullah (Arabia Seoudit) ; ar sonenn zo "Abki Ala Majaraly". Brudet eo hennezh du-hont, hervez.
Proverbes Er Labour 71 - 86.mp3
06:50 Publié dans Pier ar Go | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Pier er Go, Pierre Le Goff, proverbes, krennlavarioù, labour, travail
02/12/2008
Krennlavarioù Er Labour 52 - 70
Setu enta ur steudad krennlavarioù arall, àr dem ar labour, get sonioù ekzotek ar strollad Fast Noise Trade àr-dreñv... setu amañ sonerezh a-c'hoal !
Proverbes Er Labour 52 - 70.mp3
Degas a ran soñj deoc'h eo tennet an traoù-se ag ar levr: "Oeuvres de Pierre Le Goff", embannet get Skol Uhel ar Vro. N'eo ket eñ en deus int skrivet avat; o dastum ne lâran ket.
09:16 Publié dans Pier ar Go | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Pier er Go, Pierre Le Goff, Fast Noise Trade, proverbes, krennlavarioù, labour, travail








