28/10/2009

ar melchon-lann

Medicago lupulina

Kavet e vez an anvioù "melchon-lann" pe "luzern bihan" (Medicago lupulina) er levrioù pe get an dud, met en arbenn ma n'eo ket ur sort melchon tre-ha-tre e c'hellehemp gober "luzern-lann" anezhe. Ar re-mañ a vourr ag an douar-lann, ag an douar paour, gwir eo; ha just ker gwir eo int hañval doc'h melchon get o del e teir lodenn, o fennadoù bokedoù melen… c'hwi o gwel er c'hlazenn é astenn o c'horzennoù a-rez an douar, 'gozik dre zan ar geot, gwelet e vez just an tammigoù bokedoù pe ar frouezh du, un nebeudig del. Ya, ar c'horzennoù en em astenn tro-ha-tro, èl brec'hioù ur morgazh. Lies e chom bihan ar blantenn met gwezhavez ar ront a ra ur metr hanter a ziametr ! Evel-se en em strewont, rak ar frouezh bihan du a arru èl-se pellik a-walc'h a-zoc'h ar blantenn vamm.

Mar dastumit razh ar brec'hioù-se (hag aes eo rak ne daolont ket gwriziad èl ma ra ar melchon gwenn) e c'hellit goude disgwrizienniñ aes a-walc'h ar blantenn ha kavout ar wrizienn-vamm, fin-fin, hag a ya don en douar.

Perak n'eo ket bet lakaet er gener "Trifolium" (melchon) neuze ? Ar frouezh eo a zo disheñvel; re ar luzernoù a zo un tamm hiroc'h ha gober a raont ur spiralenn (met gwezhavez get un dro hepken !) – a bep sort spiralennoù hervez ar spesadoù – met re ar melchon a chom eeun ha ne greskont ket kalz.

Kavet e vezont, àr an douar-lann neuze, e pep lec'h e kreisteiz ar Morbihan, met en douaroù n'int ket ker stank.

leo-mic-Medicago-lupulina-908.jpg


http://luirig.altervista.org/photos-int3/x/135.htm

18/10/2009

Karot

An holl a oar petra eo ar plant eh aomp da gomz anezhe hiniv. Pe, kentoc'h, an holl a oar petra eo gwrizioù ar plant-se. Ag ar c'harotez e vo komzet neuze. O gwrizioù orañjez ho peus gwelet lies-mat en ho asied, pe àr ar marc'hadoù. Mes daoust ha gouest oc'h da ziforc'h ar c'harotez gouez e-mesk ar plant arall en natur ?

Marse, ma lakait karotez en ho jardrin, e ouiit peseurt del zo dezhe. Mes gouiet a rit penaos eo boketoù ar c'harotez ? En ur familhad vras a blant eo ar c'harotez, familh an Apiaceae, da lâret eo, evit komz sklaeroc'h, ar re o deus boketoù a-doennadoù. Un doennad, pe ur seurt disglavier, get ur bern boketoù bihan àrni. Ar boketoù er familh-se a c'hell bout melen pe gwenn. Hag amañ, tra souezhus, ar c'harotez o devez alies, e-kreiz ar boketoùigoù arall, unan (d'al liesañ, daou pe tri gwezh-a-vez) brasikoc'h evit ar re all, ha ruz-mouk e liv ! Evel ul lagad e kreiz an doennad boketoù. N'eus nemet ar c'harotez evel-mañ er familh… met ar boket ruz-mouk ne vez ket kavet atav. Sellit 'ta neuze doc'h ar feson ma en em serr an doennad evel un neizh e-raok ma vehe ar boketoù é tigor, ha dreist-holl ur wezh arru ar frouezh. Pe doc'h an delioù didroc'het brav edan an doennad.

Ar c'harotez a vez kavet àr ar maezoù, evel re hor jardrinioù, a vev daou vlez. Kavet e vezont stank er pradoù, àr vord an hentoù, e lec'hioù kentoc'h sec'h. E-keñver plant arall ag o familh int ar re ziwezhañ é vleuñviñ, e miz Eost ha Gwengolo.

O frouezh a ya e daou damm pa vezont sec'h, hag ur bern pikoù bihan zo àrne. Un dra da lâret c'hoazh diàr o fenn, ha kement-se zo gwir evit lod-kaer a re arall ag ar familh-se. Penaos e vez polinizet ar plant-se ? Ar c'helion eo a ya àr an toennadoù, dreist pep tra, kelion-ac'hoaz (sirf) pe kelion-bras, kelion-kaoc'h, hag all… hag int eo ivez a gas ar pollen.

Petra lâret oc'hpenn ? Debrit karotez ! Met amañ n'on ket ur mailh àr arz ar boued yac'h ha c'hwek, neuze e laoskan an displegadurioù da dud arall.

 

Un disglavier pe un doennad boketoùigoù, unan ruz-mouk e kreiz.

daucus_carota_7.jpg

Ha setu amañ "neizh" ar garotezenn get ar frouezh.

daucus_carota_1.jpg
An div foto zo tennet a http://luirig.altervista.org/photos-int2/c/cenoura_brava_... (dastumad fotoioù dieub kalz-pe-bihan)

27/09/2009

Picris echioides

Setu amañ ur blantenn hag a c'hell bout gwelet un tamm e pep lec'h dre amañ, e kreisteiz ar Morbihan, er c'hêrioù evel àr ar maezoù, kentoc'h er lec'hioù sec'h. Met muioc'h en douaroù int dibaotoc'h a galz. E familh an c'hwervizon eo ar pikris. Nevez-arru int er vro, rak e-kreiz an XIXvet kantved ne oa ket c'hoazh hogozik hani dre-mañ. Uhel a-walc'h int, gellet a raont tapout ur metrad. Bokedoù melen dezhe, hag un iskis a gurunenn edan pep "boked" ( e gwirionez edan pep bodad bokedoùigoù), graet get pemp delienn (brakteenn) lan a bikoù bihan (evel ar blantenn a-bezh).

050922-picris-echioides.jpgNerzh o deus ar pikris ha forzh aes e c'hellont dont el lec'hioù e paouez, en douaroù meinek, roc'hellek, grellek... betek er jardinioù.

Bourriñ a-walc'h a ran anezhe en despet ma n'eo ket gwall flour o "c'hroc'hen". Ne ouiit ket c'hoazh perak e vourran anezhe ?

Sellomp doc'h ar frouezh, blev gwenn pluñvek doc'hte; sellomp mat doc'h o liv pa vezont edan terennoù an heol: liv rous-tomm ar c'haramel e madigoù zo, pe er c'hoavenoù karamel sall, get roufennoù oc'hpenn. Ur misi, pas ?

An deizioù-mañ eo hogozik ar prantad gwellañ evit gwelet ar frouezh-se, neuze... kerzhit er-maez !

(foto tennet avamañ: http://www.nature-diary.co.uk/2005-09-19.htm)

14/09/2009

Louzaouenn an droc'h

"Louzaouenn an droc'h" a vez graet ag ar blantenn-se e kornad an Alre. N'eo ket diaes he c'havout, e kement jardrin a zo e c'hellomp he gwelet; moaien zo dezhe bout bihan met pa gavont un douar pinvidik e c'hellont kreskiñ hag o fennoù a c'hell monet btek 50 cm !    louzaouenn ar pemp ridenn, ar pemp gwazhienn, stleñv.

O del àr an hir, get pemp nervenn, a c'hell servij da lien evit gwarantiñ ur biz hag a vehe bet troc'het (diàr-se – marse ! – an anv "louzaouenn an droc'h"), lâret e vez ivez emañ mat an del evit distaniñ da loskadur al linad. Ar re-mañ a c'hell kreskiñ tost ne vern e-menn, met teneroc'h e vezont doc'h ar flastradur evit mand eo o c'hendirvi an Heledan (Plantago major); ar pezh zo brav da welet gete eo dreist-holl ar feson ma tiskouezont o boketoù: pennoù mistr a sav a-benn d'ar lein; ar pennoù-se a zo serret ha du da gentañ-penn. Goude, d'an dias anezhe e weler an daredoù, ar pistiloù ma faot deoc'h (stummoù blevigoù gwenn o deus). Ar boketoù uhelikoc'h a ziskouez o daredoù d'o zro. Ha neuze edan dezhe e weler ar goafioù é sortiiñ, hag ar pochoù-pollen é komañs kreniñ edan an avel. Diwezhatikoc'h c'hoazh, setu ar bokedoù uhelañ é tiskouez o daredoù, ar re e kreiz a lak o goafioù er-maez hag en avel, ha d'an dias neuze e weler ar boketoù goeñvet, hag o deus chañjet liv: daet int da vout gell. Hag ar goafioù a ra evel ur gurunenn hag a sav tamm-ha-tamm betek ar lein enta ! A-benn mand eo arru d'ar lein n'eus nemet ur liv d'ar pennoù: gell. Hag ar frouezh a zo tost prest neuze. An evned o c'hav mat.

Plantago lanceolata-fcu-17-05-05.jpg
Ar skeudenn-mañ a ziskouez mat ar bokedoùigoù get an daredoù gwenn d'ar lein (... ha da gentañ !), o goafioù astennet er-maez (e-kreiz... ha goude !), hag ar boketoù goeñvet da c'hortoz ar frouezh (d'an dias... hag er fin !)

traoù tapet amañ (ul lec'hienn àr voketoù Kerneveur hag an Devon):http://www.aphotoflora.com/DevonandCornwall/page69.html

Emañ ret din lâret un dra: pa alian deoc'h monet àr al lec'hienn ma 'm eus tapet ar foto, ne dalv ket on bet é weladenniñ al lec'hienn-se (re a amzer a dremenan dirak ar skramm dija !) met d'ar liesañ e vez gwelet ag an taol kentañ e-menn eh eus danvez. Ha... kalavern penaos eo un dra reizh menegiñ ar re o deus graet ar fotoioù !

12/09/2009

merkurialenn

Setu ! Krogiñ a ran ur rummad àr ar "fall-louzaou" amañ, klask a rin sevel pennadoù a-ziàr ar plant a welomp lies a-walc'h er vro, marse n'int ket ar re vravañ pe get ar muiañ a liv, met kavet e vo traoùigoù da lâret a-ziàr o fenn ur sort.

Da gomañs neuze, ar verkurialenn-blez (Mercurialis annua, mercuriale annuelle); unan ag ar re baotañ eo er jardrinoù (ha neoazh e seblant dibaotoc'h a galz er C'hreiz-Breizh). Ar merkurial a zo e familh an euforb, met pa droc'hit ur verkurialenn ne ra ket laezh evel ma ra an euforb. Mard oc'h lakaet diaes get ar merkurial en ho jardrin n'eo ket forzh diaes o disgwrizienniñ; amañ e gwirionez hon eus patrom ur blantenn-blez: kreskiñ a ra fonnapl, met mervel a ra goude ha ne vez ket kollet amzer geti da sevel gwriad solud. Kavet e vezont e pep lec'h ma vez troet an douar. Penaos e raont evit bout strewet ? Ne ouian ket. Lennet em eus e oa ar merion o strewe. Met meur a wezh e vezont kaset get an douar ivez. Un dra zo sur: ar merkurial-blez zo plantennoù dioïk, da lâret eo eh eus lod hag a zo tadoù (gwelet e vez splann o goafioù melen é tonet er-maez, da strewiñ ar pollen en avel) ha lod hag a zo mammoù (get boketoù un tamm kuzhet e-mesk an del, ha frouezh blevek).

N'int ket mat da vout debret, ha domaj eo rak aes e vezont da serriñ ! Hag aes da c'hounid ivez !

mercuriale.jpg

Ur verkurialenn-blez: honnezh zo un tad, get boketoù àr korzennoù hir ha goafioù er-maez (staminennoù).

Sellit en ho jardrin, sur a-walc'h eh eus anezhe (ma n'eo ket poazh ho jardrin get ar produioù -- bouhhh !).

Kavet em eus ar foto amañ: http://isaisons.free.fr/mercuriale.htm

Merkurial arall a vez kavet er c'hoadoù; dioïk int ivez, met diforc'hioù zo: ar plantennoù-se a za diàr gwriziad (padus int), hag en em strewiñ a raont get korzennoù edan an douar (rizom); an troñjennoù a zo ront ha pas karrez evel re ar merkurial-blez. N'int ket ken stank evel ar merkurial-blez er Morbihan, pell avaze !