17/08/2009

INT

Setu an deizioù-mañ em eus bet tro da selaou ur bladenn: kani INT.

Degas a ran soñj da stad an traoù en amzer-se (~1996):

Tangwall Ar Re Yaouank a zo just é achu, reiñ a ray diwezhatoc'h trezolioù evel tonioù ar vreudeur Guichen pe an trio Pasquet. Carré Manchot zop en e greñvañ. Skeduz ha Pevar Den a ziskouez o startijenn. Daou strollad yaouank lan a ijin hag a nerzh a zo é tonet, Gwenfol ha Tan 'ba 'n ti. Puilh oa an traoù, met n'eo ket tout...

Ha setu un noz ma oamp aet da Bleheneg da selaou doc'h Celtas Cortos... n'hor boa ket profitet kement ag ar strollad rock fiskal-se en arbenn ma n'anavemp ket mat an tonioù hag ar pozioù c'hoazh. Met evit achu an nozvezh e oa ur strollad fest-noz: INT. Ne oamp ket ken niverus-se é tañsal, daet oa an dud evit Celtas Cortos kentoc'h. Bervidant e oa bet an abadenn-dañs, na bout e oa bet achuet krenn abalamour ma oa diwezhat ha ma oa bet goulennet get aozourion an nozvezh lazhiñ an amplioù ! Soñj mat am eus ag an dañsoù dirollet-se, e-mesk ar re blijusañ em buhez dañsour.

Goude on bet é tañsal estroc'h evit ur wezh gete, pas trawalc'h èl rezon...

An traoù-se o deus roet ur bladenn anvet "Kentañ" (hag o fladenn diwezhañ ivez). Bravet ur bladenn ! Komz a ran ag an tonioù. Ijin, nerzh, trañs, brezhoneg, traoù krouet dezhe ha traoù arall kempennet diàr tonioù kozh. An tri sonour arall (flaouit/bombard, gitar, gitar-boud) a son biskoazh gwell asambl, get ampartiz. Ag ar choaz ! N'eo ket kement-se preniñ o CDioù a lâran deoc'h gober, met kentoc'h kemer skouer doc'hte evit krouiñ sonerezh !

INT.jpg

05:12 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : int

13/08/2009

Imosima en Oriant

Festival an Oriant c'hoazh: achu eo met ankouaet em eus komz a daou dra d'an nebeutañ:

an dra gentañ, gourc'hemennoù d'ar strollad Imosima a oa eno d'ar sadorn pe d'ar sul, ankouaet em eus dija. An tri sonour (gitar, akordeoñs, gourrebed) a zo àr un dro duac'h a-fed teknik (dreist-holl ar gitarour, evidin-me gitarour bihan), katapl da lakaat trañs ha belbi ha jourdoul e-mesk an dañserion, gwelet e vez o deus plijadur etreze, spurmantet e vez selloù etreze; santet e vez ivez e c'hoariont get an notennoù. Petra eo lodenn ar sonerezh àr ar prim en traoù-se, ne ouian ket. Oc'hpenn-se em eus gwelet ar re-mañ pa oant é komañs get ar sonerezh fest-noz, hag o gwelet em eus é tapout teknik, skiant... ha brud. Ha reiñ a ra kalon deomp é welet penaos mab-den, é lakaat poan sur a-walc'h, a zo gouset da uhelaat e live ha da dapout oustilhoù evit reiñ plijadur d'ar re arall d'e dro, dre e sonerezh. Evit tapout al live-mañ sur a-walc'h emañ rekis tremen ur bochad muioc'h a amzer àr e venveger evit ma ran-me !

Imosima.jpg

Erwann Bérenguer (gitar) Audrey Le Jossec (boest an Diaoul) ha Yann Le Bozec (gourrebed)  : Imosima  !

 

 

08/08/2009

Trañs a vro Italia

Atav er FIL. An neizhour e oan bet é selaou ur strollad a vro Italia, Canto Antico, àr leurenn Vreizh. Ne ouien ket tamm petra oa o strollad, met kurius oan da glevet ar pezh a raont, tost eo ma c'halon doc'h Italia e gwirionez, diaes eo displegiñ perak. Ar sonenn gentañ: un ton tarentella eo ! Get taboulinoù-dorn ha-tout ! Ag ar choaz, ar strollad-mañ a zo a greisteiz an Itali hag an dañs-se, nerzhus ha sebezus, a blij din. Neoazh e tigresk nerzh ar strollad ha dreist-holl e zarempred get ar selaouerion a-hed ar sonennoù da heul. Ar c'haner ne ouia ket lakaat e veg dirak ar mikro, diaezamantoù zo get ar son, ne glever ket mat tout ha gwanaat a ra an traoù, ken e oan tost da bartial ! N'oan ket e ma unan èl-se ha ne oa ket kement-se a dud dirak al leurenn, é sellet hag é selaou. Met setu ma klevan an traoù é kreñvaat, ar son zo kemeret gwell get an teknikour, pe ar sonerion a zo dihunet, ha neuze e krog an trañs, ar blijadur en em strew e-mesk an dud, ha komañs a ra tud arall tostaat !

 

Ar c'han get mouezhioù disheñvel, an taboulinoù, ar gitar bihan, ar vandolinenn, ar seurt oud hag an akordeoñs a zo kejet bremañ, a-feson, ha dont a ra diaoulek an traoù en achuamant; ar sonerion a ya kuit met n'o deus ket amzer d'ober seblant a guitaat ar leurenn, goulennet int bet groñs get an dud da soniñ en-dro, hag an ton hir a sonont neuze a lak tout an dud da vreskenn !! Ur bam.

Setu ur chomlec'h ma faot deoc'h anavout gwell ar strollad-se, ha klevet un tañva d'o sonennoù.: http://www.cantoantico.org/

 

Canto Antico.jpg

Canto Antico


taboulinerez.jpg
Taboulinerez ar strollad

 

07/08/2009

Fullset

Er FIL c'hoazh: an neizhour, setu me éc'h arru dirak "Leurenn vBreizh" ha chom beziwet dirak ur strollad iwerzhoniz yaouank lan a vegon, ha barrek-mat ! Gouiet a raent chañj lusk, chañj nerzh, c'hoari get an arvesterion. Estroc'h evidin zo bet plijet gete hag entanet e oa an dud. Hucherezh a save en o mesk er fin. Ar ganerez (ha sonerez ampart get ar flaouit-treuz) he doa ur vouezh ag ar re vravañ, ha dreist-holl ur feson da ganal hag a oa soutil, teknik a-walc'h, chañj a rae notennoù zo bep taol, ne gane ket àr ar skeuliad (ar gamm) resis ha rik met gouiet a rae riskliñ tro-ha-tro d'ar skeuliad, ur misi ! Ma 'peus tro d'o gwelet, kerzhit !

N'em eus ket kavet foto ebet anezhe c'hoazh àr ar rouedad, ken yaouank èl mand int moarvat, met brudet e vint edan berr.

 

 

06/08/2009

Gouelioù etrekeltiek II

Setu me arre d'enderv-noz é klask àr-lerc'h traoù da selaou. Pas, n'eo ket gwir, gouiet a raen ar pezh am boa c'hoant da glevet; ar strollad Hiks a oa é soniñ en un davarn e kreiz-kêr; manket em eus int  da gentañ-penn, rak aet int da zebriñ. Met goude eh eus bet sapre korollennoù gouez àr ar straed dirak an davarn, me 'lâr deoc'h ! Hag huchadennoù (gober a ra vad huchal ur wezh an amzer). Hag un talabarder hag a oar boutiñ parlandoù get an dañserion, evit o lakaat da c'hoarzhin peotramant da vonet da vreskenn ha da fringal !! Anavout a raen ar gitarour-boud a oa gete e-raok ha plijadur am boa get ar strollad pa oa a-barzh, met aze é welet piv en doa kemeret e blas e oan oc'hpenn kontant: Stéphane De Vito a oa ! Spi am eus ho peus klevet komz anezhañ ! A-hent-arall emañ ret deoc'h deskiñ en-dro istor ar sonerezh e Breizh a-zal ar blez 1990.

HIKS.jpg

HIKS

Er penn d'an dias ag ar memes straed em eus klevet un ton hag a anaven mat; ya, hennezh a oa, David Pasquet, hag a oa é soniñ e stumm un trio; Hélène Brunet getoñ a oa é soniñ get al laüd (ur menestin bouzouki), ha Jonathan Dour get ar violoñs. Drol a oa a gentañ klevet ar stumm "skañv"-se da donioù am boa klevet kant gwezh, met plijus a oa ! Hag oc'hpenn bourrapl pa 'm eus bet dañset àr un ton jig n'anaven ket, un ton brav-abominapl.

Pasquet.jpg

David Pasquet, n'em eus ket kavet skeudenn ebet ag an trio betek bremañ.

Goude-se on bet en ul lec'h arall, ma oa Ozan Trio é soniñ; an tri den-se (gitar, flaouit, kan) a zo barrek-mat àr o benveger, ha santout a raer a-benn, p'o gweler, ar blijadur o deus é soniñ, hag é c'hoari get al luskoù; ar c'haner da skouer a daol aridennadoù notennoù, e-ser kontiñ istorioù e brezhoneg hag ivez e galleg, hag a lak efedoù-lusk e-leizh a-barzh...

ozan trio.jpg

Ozan Trio

 

 

 

05/08/2009

klevet em eus er festival

E festival an Oriant on bet é vale dec'h hag an deiz kent evit dec'h, ha setu un nebeudig strolladoù am eus bet tro da selaou hag eh an bremañ da lâret traoùigoù brav a-ziàr o fenn, da reiñ c'hoant deoc'h da selaou doc'hte.

Dilun e oa ar Ramoneurs de Menhirs, atav ker bervidant; en o raok e oa bet ur strollad indianed Navajo é tiskouez d'an dud ar pezh a zañsont eno hervez ar vodel gozh, ar c'hredennoù pe an oberioù a zo stag doc'h pep dañs. Lakaet o deus an dud da zañsal ivez. Goude ar Ramoneurs neuze eh eus bet ar strollad Blackfire, ur strollad savet get indianed Navajo ivez. Gitar, gitar-boud, taboulinoù. Ar re-se a gase a-barzh ! Sonerezh rock gete, skrivet e oa "punk" àr ar paper, ar pezh a oa gwir a-fed ar pezh a veze lâret gete, pal o sonerezh (sachiñ evezh àr o c'hoantoù don, o diaezamantoù, o doñjer....) met a-fed sonerezh e oa teknik-pasapl, da skouer an taboulinoù, ha ne oa ket d'am soñj punk 100 %. (Evit bout punk 100 % e vehe ret tapout un den hag en deus traoù da lâret, a zo heuget get tra pe dra er gevredigezh, ha lakaat etre e zaouarn ur gitar-tredan, na bout n'en deus ket james touchet gitar ebet en e vuhez...). Fiskal, ha fiskal ar c'hejaj en achuamant get lod ag ar Ramoneurs.

Dec'h e oan bet da gentañ penn é selaou doc'h un trio: Sylvain Barou (flaouit-treuz), Ronan Pellen (bouzouki a vro-Iwerzhon anvet "cistre"), ha Jacques Pellen (gitar). Dont a raen dreist-holl evit Jacques Pellen, n'em boa ket eñ klevet a-c'houde an tazoù, ha kontant on bet aze. Hennezh zo ken duac'h àr e venveg, ha katapl da chañj stil, da grouiñ ur son a-dres evit dougen ar benveger arall a zo é soniñ àr-un-dro getoñ... Ha da vagiñ sinema diabarzh an dud a zo é selaou !  An daou arall zo brudet ivez ha tuaet-mat, sonerion ampart ha tener àr-un-dro, ken e oa ur misi o c'hlevet o-zri !

Pellen.jpg

Jacques Pellen

 

 

Goude e oan bet é selaou doc'h Meriadeg Gouriou, soner akordeoñs ag ar vro, hag a son traoù dezhañ e unan, ha gwelet e vez emañ a-barzh e sonennoù "penn-kil-ha-troad", ar pezh a blij din ur bochad hag estroc'h din-me e plij. E stil a c'houlenn un tamm sport getoñ hag e zivrec'h a ziskouez bout kigennek a-walc'h. Spered an trañs, get tonioù hir ha boukloù, kaniñ a ra ivez (e yezh ebet). Ma lakaat a ra da soñjal en ur soner ag ar Limouzin hag a blij din horrol ivez, me 'gomzo deoc'h anezhañ p'em bo un digarez bennak.

 

Meriadec Gouriou.jpg

Mériadec Gouriou

(evel ma lâr ar c'hlasker gall Corentin Tamar, "La déformation spontanée du visage du musicien est généralement signe de musique qui entretient un lien intime avec les boyaux, le système sanguin, et la joie d'être là, du spectateur)

 

En achuamant on bet é welet ar strollad Talar, a lakae an dud da zañsal; ha santet e veze ar blijadur e-mesk ar gorollerion !

Bourrapl e oa bale er-maez, ne rae ket mui glav !!

Ar re gozh a lâre "Kalañ-Gouiañv, mammenn an dour / Ma ne vez ket e vezomp paour"

Ar re yaouank a lâr "Goureneañv, mammenn an dour / Ma ne vez ket e vezomp paour" !! kement a zour a zo bet e deizioù diwezhañ miz Gouere; hag un tamm c'hoazh e miz Eost. Penaos e vo an deizioù da zonet ?

 

 

 

 

 

 

01/06/2009

C'hoazh ar memp re é soniñ !

http://www.youtube.com/watch?v=adk-cFmnuV4

 

Ma, setu c'hoazh ul liamm evit gwelet ar vreudeur Guichen, sonerezh hag a blij din horrol èl ma ouiit marse. N'eus ket kement-se àr ar rouedad.

Nevrozus eo kar doc'h un tu em eus mezh ho lakaat da sellet un dra oc'hpenn àr ar rouedad (e plas gober sonerezh c'hwi memp pe bale) ha doc'h an tu arall eh omp amañ e kalon ar sonerezh, an arz ha tutti quanti...

Spi am eus ho po kement a blijadur èldin-me...

19/05/2009

Ton ar meurzh

Ale, krediñ a ran lakaat un tammig ton sioul amañ, get ar gitar boud. El-se e krog ar benveg-se da vout klevet, hag esperañs am eus e vo klevet c'hoazh, n'eo ket evidin-me e faot din soniñ, evit an dud eo !

Ton ar meurzh.mp3

15/03/2009

Ur c'hejaj ag ar choaz !


Setu un dra dizoloet dec'h dre Internet; un den en deus savet ur lec'hienn lec'h m'en deus lakaet tonioù sonerezh da gejiñ daou ha daou. Hag en o mesk, un ton get Ar re yaouank anvet Ravine, lakaet da gouchiñ doc'h un ton rap amerikan. Ne selaouan ket lies rap met ne gavan ket vil, ha dreist-holl e kavan eo biskoazh gwell ar rap evit dañsal Rond Sant-Visant ! Just a-walc'h eo un ton Rond Sant Visant an ton Ravine (tennet a drede albom Ar re yaouank); a-viskoazh on bet sot get Ar Re Yaouank neuze e ra plijadur din klevet seurt tra ! Da c'hortoz marse dañsal àr an ton-mañ, lakaet get un DJ madelezhus en ur sal bennak, etre daou strollad fest-noz ??

http://bootleg.fissunix.com/index.php?2007/08/01/14-boom-...

05/03/2009

An tan en dañsourion

Moarvat eh eus kant tra pouezusoc'h d'ober evit reiñ deoc'h da dañva ur filmig bet kavet àr Internet, met d'an niver a vegon a zo en tamm sonerezh-mañ e kavan e talv ar boan ho lakaat - ma faot deoc'h koll 3 munutenn ag ho amzer - da selaou ha da sellet doc'h an enrolladenn-mañ bet tapet e-kerzh ar fest-noz vrudet a vez bep blez e Roazhon, an hani anvet "Yaouank", ha karg a dud er sal !!
Amañ emañ an daou vreur Guichen é kas a-barzh, ha seblant a ra e oant motivet-mat an noz-se (e miz kalañv-goañv tremenet) ! O daou, an tenneris du àr-dreñv dezhe, hag ur mor a dud é tañsal dirak. Plijout a ra dezhe gwelet an dud é huchal er sal hag é kemer plijadur, an dra-se a ro tan oc'hpenn d'o moteur !
Degas a ra soñj din, o un tammig zo bremañ, da geñver ur fest en enor d'ar strollad Carré Manchot. Sonet o doa pas pell amzer, un hanter-euriad bennak etre daou strollad (ar strollad da heul a oa doc'h en em gempenn àr-dreñv an tenneris, memes sistem evel get Yaouank), ha boutet o doa an tan en dañserion , nag o doa !!!

http://blogs.letelegramme.com/admin/posts/post.php?blog_i...

Plij a ra din dreist-holl goude 1 vunutenn, aze e welit kendonioù souezhus get ar gitar ha, dreist-holl, seblant vat, emaint é hejal o daou benn ! Hag huchadennoù damglevet er sal...

Toutes les notes