13/11/2009

Pleuwigner disul

Diwezhat-bras on da gas kemenn deoc'h ! A-benn disul mard oc'h é chom e bro an Alre e c'helloc'h monet d'ober bourrapl ha da implij ho prezhoneg e Pleuwigner en ur filaj-enderv (sonennoù, lârerezh-kaer, istoerioù...); troioù 3 eur e krogo an traoù eno.

Aozet eo get ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna; evit gouiet pelloc'h, sellit 'ta doc'h ar liamm-mañ:

http://kerlenn-sten-kidna.nireblog.com/

09/11/2009

tro-vale er c'hoadoù

D'ar c'hentañ àrn-ugent ag ar miz-mañ e vo graet un droiad genin (get ar gevredigezh Sten Kidna), àr an hentoù, evit deskiñ traoù a-ziàr an natur, ha kaozeal ivez (met e brezhoneg), ha gwelet ar vro.
Lakaet eo bet ar lec'h: e-tal chapel Lokmaria ar C'hoad e vo, e Landevant, da 2 eur hanter.
Gellet a rit gwelet e-menn emañ àr ur gartenn, pe neuze amañ: http://www.bretagne -rando.com/ randonnees_ detail.php? num=413 . Ur lodenn ag an hent-se hepken a vo graet, rak aet vo àr hor goarigoù ha neuze ne vo ket graet tout ar pezh a zo diskouezet aze. Oc'hpenn-se e vo graet en tu kontrel.
Gwell eo bout dilhad glav geneoc'h ha botoù/botinennoù evit kerzhet er lec'hioù gleb, kar ne vimp ket pell a-zoc'h gwazh Kergroaz.

Promenade nature (tout en breton) le 21 11. RDV à la chapelle de Locmaria à Landévant à 14h30. La carte en lien montre un parcours mais nous ne le ferons pas en entier. Prévoir vêtements et chaussures adéquats.

Soñj fur an deiz: Brav eo lenn buhez Germénen doc'h splannder ho skrammig, met mat eo lakaat an teod hag an divhar da labourat ivez !

13/06/2009

Radio: ur soñj brav

Hama, plijout a ra din èl ma ouiit marse ar yezh oc, an okitaneg, ar sevenadur a zo stag doc'hti, ar vro lec'h ma vez komzet, an dud, al livioù disheñvel zo etre un tu hag an tu arall ag ar yezh. Ha selaou a ran ur wezh an amzer doc'h an abadennoù e okitaneg àr Radio Païs (aes eo da selaou, n'eus ken met klikiñ). Hag aze e welan o deus bet ur soñj ag ar choaz; n'ouian ket ha graet eo bet e brezhoneg c'hoazh, met ma n'eo ket bet graet ne vehe ket fall añse. Kinnig a raont d'an dud pellgomz d'ar radio ha leuskel ur gemennadenn en okitaneg, ur varzhoneg, ur soñj, un istor, bruderezh... pas muioc'h evit 5 munutenn. Ha setu an dud é kas o zraoù, é reiñ da selaou o mouezhioù disheñvel, o farlandoù disheñvel, en ur mod simpl ha fromus-tre. Ha klevet a rit un aridennad traoù pinvidik-bras, bev, trezol ar sevenadur, hag àr-un-dro soñjoù digor ha liessort, ha traoù dic'hortoz... Evel-just ret eo monet pelloc'h evit an dra-se, hañval doc'h ur menestin forom. Kement-se a ziskouez ar pinvidigezh, a ro un tañva, met evit monet donoc'h emañ rekis lenn, komz, deskiñ...

Un tamm eo an dra-se a vez graet get Kaouenn da skouer, an dud a gas o zraoù. Met aze e abadenn radio-païs ar pezh zo brav a zo klevet tout an traoù-se doc'h em heuli evel-se er memp abadenn, n'eus ken d'ober nemet leuskel ar son da redek evit klevet ar mouezhioù disheñvel-se... marse ur soñj ne vehe ket fall...

Ar lec'hienn: http://www.radiopays.org/occitania/

An abadenn a gomzan anezhoñ a zo anvet "La paraula d'oc es vostra".

345e8884cc837ec0df3b61af5cf918c3.jpg

PS: diwallit, e okitaneg ne zistager ket "a" an a e fin ar gerioù (nemet marse e-kostez an Alpoù), met d'al liesañ ur sort "o" pe "e muet";

Skrivet eo Tolosa e okitaneg hag evit gober brav, lies, ar vrezhonegerion a lâr mod ar spagnoleg "Tolossà", met n'eo ket an dra-se tamm ebet. An "o" a zo kentoc'h "ou", hag an "a" er fin a ra ur menestin "o". Hag an "s" ne vez ket distaget evel e brezhoneg nag e spagnoleg, met kentoc'h evel e galleg, pa vez etre div vogalenn: z !

Neuze eo kentoc'h "Toulouzo" (get an taol mouezh kreñv àr an eil "ou") e vez ret lâret ! Tost-mat doc'h ar pezh a vez skrivet e galleg "Toulouse" met get taol mouezh ar c'hreisteiz neuze. Arabat lâret "Tolossà" bremañ !

 

02/06/2009

Kerpenhir

A-benn disadorn d'enderv e kasin un droiad-bale e Lokmariakaer; partiet e vo a barklec'h Sant-Pier (ar parklec'h diwezhañ, an tostañ d'an traezhennoù) hag heuliet e vo an aod da gavout Kerpenhir, ha donet en-dro. An tem ? An natur ! Pasapl a draoù a vo da welet, amprevaned ha plant, met evned ivez, esperañs am eus. Ha kement tra a vo é tremen dirak hon daoulagad. An deiz-se (an traoù a vo a-hed an dibenn-sizhun) e vo lidet e Lokmariakaer (hag e Sine, Senolff ha Sarzhav) 50 vlez an SEPNB - Breizh Vev. Neuze e vo marse tu komz tammigoù get tud hag a studi an natur eno, hag a vo daet evit "24 euriad liessorted an natur", kar kontet e vo an holl spesadoù boudoù bev a zo er peder farrez-se etre ar gwener da 5 eur d'enderv hag ar sadorn da 5 eur d'enderv. An dro-vale a vo en eurioù-se, neuze ma kavomp spesadoù dibaot e vo rekis o merkiñ àr ur c'harned !

Muioc'h a ditouroù amañ: http://www.bretagne-vivante.org/content/view/277/163/1/6/

D'ar gwener da noz (troioù 6e30) e vo graet un abadenn radio get RBG, e brezhoneg, e Sine.

Pointe_de_Kerperhir_à_Locmariaquer_-_Jean-Charles_GUILLO.JPG

Beg Kerpenhir ha mulgul ar Mor-Bihan.

17/05/2009

Kastell an Tarv

Ar Gerlenn Sten-Kidna a zo é kempenn un droiad betek Montroulez (aet e vo da welet Kastell an Tarv (13 € met mard eus trawalc'h a dud e vo ur priz a-stroll hag e vo marc'hadmatoc'h).

Kenweturet e vo a-zal an Alre; emgav da 10 eur dirak sal ar Gerlenn; debret e vo e Karanteg (kasit ho poued geneoc'h), traezhenn ar C'helenn. Da ziv eur e vo treizhet bae Montroulez, bizitet ar c'hastell; goude da beder eur e vo graet un droiad edan kêr Montroulez, e brezhoneg c'hoazh.

Gellet a rit pellgomz d'ar 02 97 29 16 58 pe skriv da STENKIDNA2@wanadoo.fr da ouiet pelloc'h.

800px-Château_du_Taureau.jpg
Kastell an Tarv.

16/05/2009

Fest-noz en ti-gar

Dait holl da goroll da di-gar an Alre ! A-benn d'an 29 ag ar miz-mañ e vo ur fest-noz eno, aozet get ar gevredigezh Ai'ta hag a ra oberennoù e-mesk an dud evit tostaat kalonoù an dud doc'h ar brezhoneg ha goulenn e vehe muioc'h a blas d'ar yezh er vuhez publik.

Gwell eo diskoueziñ ar skritell deoc'h e plas skriv traoù hir !

skritell an Alre orañjez 2.jpg
Ur fest-noz en un ti-gar, bez zo bet ag an dra-se c'hoazh, e Gwengamp da skouer:

ar vreudeur Morvan e ti-gar Gwengamp.JPG

29/03/2009

Filaj Global 1 04 09

Moaien a vo deoc'h klevet ma mouezh arre àr RMS (an Alre, 89.6) get ma abadenn e brezhoneg "Filaj Global"; ar wezh-mañ c'hoazh e oan e ma unan é tiviz a-ziàr an natur, ur levr bennak, lennet em eus traoù, komzet ag ar menezioù-tan... Stank e oa, na bout e oa un tamm sonerezh ur wezh an amzer (strollad Guichen)... esperañs am eus n'em bo ket besteodet re aze.
Atav e vo moaien deoc'h klevet an dra-se dimerc'her kentañ etre 7 eur hag 8 eur d'an noz, hag adskignet e vo d'ar sadorn àrlerc'h etre 2 eur ha teir eur d'enderv.

22/01/2009

Staj dañsal

Kas a ran soñj deoc'h ag ar staj dañs a vo e Brec'h, aozet get Kerlenn Sten Kidna, d'ar 31 01 2009:
setu ar c'hemenn get tout an titouroù:

Demat deoc'h!
Kas a reomp d'ho soñj e vo dalc'het ur staj dañsal d'ar sadorn 31 a viz Genver, en eil di-kêr Brec'h (Penhoët, 8 ru Jean IV duc de Bretagne), da 2 eur d'enderv. Koustiñ a raio nemet 2 euro evit izili ar Gerlenn, ha 5 euro evit ar re all.
Mard oc'h dedennet get ar stal-labour dañsal, pellgomzit mar plij, d'an 02 97 29 16 58, pe kasit ur postel da stenkidna2@wanadoo. fr.

Nous vous rappelons que le samedi 31 janvier, à la mairie annexe de Brec'h (Penhoët, 8 rue jean IV duc de Bretagne), à 14h, aura lieu un atelier danse bretonne. Il ne vous en coûtera que 2 euros pour y participer si vous êtes membre du Cercle, ou 5 euros dans le cas contraire.
Si cet atelier vous interesse, téléphonez au 02 97 29 16 58, ou envoyez un mail à stenkidna2@wanadoo. fr.

18/01/2009

Dañs e brezhoneg

D'ar 31 ag ar miz-mañ e vo aozet get Kerlenn Sten Kidna (an Alre) ur penn-devezh deskiñ dañsal, e brezhoneg.

Da 2eur30 e vo. Ar programm a vo hervez barregezhioù ar re a zay. Ar lec'h a vo resisaet edan berr.

Da c'hortoz koroll geneoc'h an deiz-se, sulvezh vat deoc'h !

15/01/2009

Starak 2009

Mard oc'h un den brudet e bed ar sonerezh ha/pe ar brezhoneg, emañ ar Gerlenn Sten-Kidna é c'hortoz àr ho lerc'h evit bout barzh er juri evit un noziad hag a vo e penn-kentañ miz Ebrel 2009 (d'ar gwener 3 evit bout resis). An noziad Starak evel bep blez !!
An dud a zay get sonennoù pe sketchoù pe traoù arall, get traoù bet krouet pe adframmet gete. Ur galv d'ar c'hrouiñ eo !!

....hag e Brec'h e vo an traoù, e-tal an Alre, etre An Oriant ha Gwened...

A ! Gwelet a ran ho peus c'hoant-bras da reiñ harp d'ar Gerlenn Sten Kidna (kevredigezh a ra àr-dro ar brezhoneg e bro an Alre, an dra-se a skrivan evit an Interneterion a lec'h all) !!

Neuze, evit lakaat ho anv er juri, pe neuze evit diskouez ar pezh a c'hellit krouiñ an noz-se, setu ar pezh e oac'h é c'hortoz: ur fichenn !!

Bruderezh ha reolennoù ar Starak 2009.doc

Ha setu ar skritell !!

dd13a2dbe3edd026d69304b3a458d56b.png


Ya, ya, un tamm bihan eo, anzav a ran... Diwallit, ur fari zo amañ, d'ar gwener 3 e vo ha tamm ebet d'ar 7 ! skritellstarak.png

A-zal bremañ eh omp engortoz ag ho kinnigoù ! Lârit deomp mard eo ho soñj krapout àr ar leurenn an noz-se !

Toutes les notes