30/01/2009

Ur bed hep amprevaned

Eh oan é tremen tuchant e-tal ur vur hag ur sell a daolen d'ar raden "Asplenium trichomanes"; e oan é soñjal er prantad skornet a oa bet e penn-kentañ ar blez hag a lak razh ar plant da gousket; aet ma soñj neuze àr an amprevaned. Ne welen ket hani; neoazh lies, a pa vehe e-kreiz ar goañv kalet, un enderviad heol a vez trawalc'h evit ma tisoc'ho un torad c'hwibed, un nebeut kelion bras... Ar re-se a varv an noz goude ?
Hiniv n'em eus ket gwelet anezhe rak ne oa ket un amzer evite peurchañs; met me zo en em dapet da soñjal: "A pa vehe kont èl-se a-hed ar blez ?" Kavout a rahen me mank d'an holl boudoù bihan-se, d'ar fiñvadennoù-se a bep tu. Hag e gwirionez, ur bochad bihannoc'h a amprevaned zo hiniv-an-deiz e-keñver e-raok, dre amañ, pas ? Evel rezon e vez diaes ar re-se da gontiñ, da vuzuliiñ resis ha dibaot int pe pas. Met get an niver a bestisidoù n'eus ket kalz a zouetañs: memes spesadoù boutin a za da vout diaesoc'h da dapout. Ar balafenned a veze gwelet liesoc'h e-raok. Hiniv-an-deiz, pa valeit àr ar maezoù e welit lies ar memes spesadoù balafenned, ret eo lâret...

Neuze, ar goañv didrouz a c'hellan añdur, rak ma ouian n'eo ket pell an amprevaned, é kousket emaint e kiz preñved, pe uioù, pe evit un nebeudig anezhe, en o stumm arru; mes pa vehe ar goañv a-hed ar blez ? Tommder an hañv, met hep an trouzigoù hag ar c'horolennigoù-se (hep komz ag o rol en ekosistemoù...) ?
Diaes da añdur ur seurt !

b951de9f5a76a42472fe888f2b243e15.jpg

Asplenium trichomanes