27/04/2007
Mont-Blanc
Ur manez dirak ar sav-heol
Manezioù ar Jura ; difoupiñ e lein un ode, ha gwelet un dra hepken : ur manez bras du-hont é nijal a-dreist an holl re arall. A-hed an hent a valeomp àrnoñ àr-droad goude, ne sellan nemet doc’h un dra : brasted ha gwennded ar bed-se hag a hañval bout ken tost, ken e seblant din gwelet roudoù an dud a zo é krapiñ àr an erc’h, du-hont. Klask a ran anavout unanennoù ag ar pikernioù a ya d’ober ar ramz-se.
Un deiz arall, da vintin, e manez ar Pilat, pas pell a-zoc’h Sant-Etienne du-hont. Ma breur zo éc’h ober ur staj aze ; lâret en deus din en doa gwelet ar Mont-Blanc diàr lein ar manez, ur mintin bennak. Ken touforek eo an amzer ma ne weler ket netra ag an Alpoù àr-greiz an deiz ; setu me enta é klask monet e kours da vintin betek lein ar manez-se, pedost. Get an oto e krapan àr an hent a zo é troidellat. An noz eo c’hoazh èl rezon. Ne gredan ket e welin un dra bennak interesant, kogus a zo en aer ag an amzer oc’hpenn.
Neoazh, a pa sav an heol, e komprenan em eus bet chañs ur seurt : just dirak an heol nevez-ganet, ha pas en ur lec’h arall, e welan fas divent ha karet ar manez-se ; penaos bout sur eo ar Mont-Blanc, n’on ket evit prouiñ kement-se, mes petra e hellehe bout a-hent-arall, ken bras èl ma seblant bout ?
N’on ket bet james tost doc’h ar Mont-Blanc, ha neoazh p’er gwelan ne ran nemet soñjal ennoñ. Marse ar blez-mañ ?
Ne blijehe ket din sellet doc’h an dud èl ma sellan doc’h manezioù zo, èl ar Mont-Blanc da skouer : gwezh-a-vez e chom stag ma selloù doc’h ur pikern bennak, ha kalavern peseurt troioù a vehe graet get an oto, pe get an hent e-dan ma zreid, atav e klaskan ar gwel-se hag e troan ma fenn. Ha pa ne vehe nemet un tamm roc’h ag hor bro-ni, 300m dezhoñ, e vehe ur seurt. A-boan ma c’hellan heuliiñ ar pezh a lâr an dud tro-ha-tro din. E galleg eh eus ar ger « fasciné » evit an dra-se, a dostaan doc’h « fascisé » gwezh-a-vez pa vez komzet ag un den brudet hag a zesach betek re selloù ur bobl ! ! Hag an dra-sen e vehe sinifiañs an droienn vrezhonek brav-mañ : bout edan kazel-gê…. ?
Get ar Mont-Blanc e kavan biskoazh-brav an anvioù pikernioù oc’hpenn-se : aiguille du Triolet, aiguille du Plan, plan de l’aiguille, aiguille Verte, aiguille du Dru, dent du Requin, les arêtes de Rochefort, glacier du Nant Blanc, glacier du Talèfre, Grandes Jorasses, aiguille du Chardonnet, Mont-Blanc du Tacul, Mont Maudit, Aiguille Noire de Peuterey, Pilier du Frênet….
Barzhoniezh a-vil-vern, èl rezon, ha n’eus ket a arsav d’ar gorollenn a ran pa sellan doc’h fotoioù ag ar manez-se, bep taol e klaskan anavout an traoù, divinout e-men emañ bet tapet ar foto. N’eus ket afer a ouiet anv an traoù evit priziiñ braventez ur roz meinek pe un devalenn lan a erc’h, pe kribenn lemm ha gwenn ur pikern… met kas a ra un dra oc’hpenn din, brasaat a ra ma flijadur, èl pa vehen é welet ar pezh a zo tro-ha-tro d’ar foto ha n’heller ket tapout get an daoulagad.
An anvioù-se, hag an hentoù-se dianav din a vezan é klask pa lennan levrioù-kraperezh, un nebeudig am eus, èl unan skrivet get Gaston Rébuffat prenet nevez-zo, diàr-benn ar Mont-Blanc.
Mall e vo din monet da welet ar ramz e-raok ma vo aet e stêrioù-skorn da hesk.
09:25 Publié dans Nijadeg barzhonegoù / Poésie | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Mont-Blanc, Chamonix, menez, montagne, poésie







